Orin Kustum Breizh
Da vare ar Renad kozh e oa eus Breizh « ur vro ur c’hustum dezhi hec’h-unan », er c’hontrefed eus « ar broioù dezhe ur gwir skrivet », diwar levezon ar gwir roman, a oa ar pep brasañ anezhe e su ar rouantelezh c’hall.
Ken redius eo ar c’hustum hag ul lezenn. Ne vez ket savet an eil hag eben er memes mod avat, pa ya ar reolennoù bet ijinet war ar prim gant tud tiriad pe diriad d’ober ar c’hustum en tiriad-se, dre forzh ober gante war hir amzer e degouezhioù hañval. Talvezout a ra Kustum Breizh d’ar Vro en he fezh eta, er pezh a ra departamant al Liger-atlantel hiziv koulz hag er peurrest anezhi.
Diflukañ a reas Kustum Breizh eus istor teñval an XIvet hag an XIIvet kantved. Dister eo levezon an hengoun keltiek ennañ, mar be anezhañ en tu all d’ar c’houmanantoù, ur mod feurmiñ an douar n’eus dioutañ nemet e Breizh.
Hengustum Breizh (XIVvet kantved)
Lakaet e oa bet ar C’hustum dre skrid evit ar wech kentañ war-dro 1320 gant tri c’hloareg dianav, evit o implij prevez,. Diazezet eo bet ar pep brasañ eus o labour diwar ar mod ma veze lakaet ar gwir e pleustr. Kalz a amprestadennoù digant ar gwir roman ha digant kustumoù an Anjou hag ar Maine a voe graet gante ivez. Ur preder relijiel ha buhezegel, stankoc’h evit ar pezh a gaver er c’hustumoù all, zo er skrid-se ivez, levezonet gant brud bras Sant-Erwan, sant-paeron ar wirourien, marvet e 1303 ha bet santelet e 1347.
336 pennad bet skrivet e henc’halleg a ya d’ober an Hengustum. Termenet e vez ennañ ur framm resis-tre d’ar prosezioù sivil o wareziñ an eil tu kement hag egile. Pazennoù ar prosezioù kastizañ zo resisaet ennañ ivez. Aotreet eo ar c’hann-barn gantañ, evit ma c’hallje an hini bet tamallet outañ bezañ laeret, torret e le pe trubardet egile, en em zidamall er mod-se.
Ar gwir dindan veli an dalc’helezh
Lakaet e veze ar gwir e pleustr e Breizh diouzh renk an dud : tudjentil diouzh o zu, tud ar partabl diouzh an tu all. Rannet e veze hêrezh un den partabl oc’h ingaliñ e vadoù etre e holl vugale, koulz merc’hed ha paotred. Evit hêrezh un denjentil avat e yae e vadoù pennañ d’e vab henañ, kuit a vruzuniñ hag a wanaat e zalc’h. Ma ne oa mab ebet dezhañ, e yae e zalc’h da waz e verc’h henañ.
Sujet e oa kustum ar madoù-leve d’an aotrouniezh
A-raok an Dispac’h o doa droed an dud partabl da vezañ perc’henned e Breizh. Un damberc’henniezh avat (« an uzamant ») e oa hini ar vourc’hizien hag al labourerien-douar binvidik. Gwerzhañ, feurmiñ ha treuzkas o douaroù, dre hêrezh pe dre zilez a c’hellent ober. E dalc’h an noblañs e chome o douaroù avat pa oa « douaroù-sens » dioute. Un aotrou an hini a oa perc’henn meur warne ha lakaat a rae hennezh anerioù ha tailhoù warne : ar « sens » bep bloaz ha gwirioù war an treuzkas pa c’hoarveze kement-se.
Dornskrid « Hengustum Breizh », bet skrivet a-raok 1476, a oa bet perc’henn warnañ Frañsez a Bluskelleg, mab an aotrou a Gêrgastell (un dalc’h war barroz Perwenan), studier war ar gwir. Aotre digant Diellva departamant an Arvor, dave : 1 Ms 25. Foto gant Thierry Hamon.
Pennad tennet eus an eil rann : « Justice est une volenté estable certaine, qui doit donner droit à chacun. Et le commandements de droit sont ceulx qui vivent honnestement. Et ne doit nul autre despiter ou domaiger : ains doit l’en à faire à chacun sellon droit. Et il est de droit escript enseigné, arresté au commancement de l’Institude, qui parle de ceste matière ».
Ober a ra aozerien Hengustum Breizh ur meneg splann eus termenadur ar justis evel e oa bet resisaet gant an impalaer Justinian, e penn-kentañ e Institude, bet skrivet e 533 : « Bezañ zo eus ar justis ur youl dibleg ha digemm da reiñ da bep hini ar pezh zo (dleet) dezhañ ».
Hengustum Breizh (1539), kentañ skrid ofisiel ar gwir breizhat
Levezonet e voe stumm ar gwir breizhat gant stagidigezh an dugelezh ouzh ar rouantelezh c’hall (1532). E zalvoudegezh avat ne gemmas ket nemeur evit afer-se.
Hervez skrid-embann ar roue e Montils-lèz-Tours (1543) e oa dleet da holl gustumoù ar rouantelezh bezañ lakaet dre skrid ez-ofisiel. E Breizh e voe kaset al labour-se da benn gant ur gomision pemp barner bet dibabet gant François 1añ, daou Vreizhad en o zouez. Ne voe ket savet ur c’hustum all evit afer-se rak diazezet e voe ar skrid-se war an hengustum. E framm avat a voe cheñchet, o reiñ ur stumm reoliekoc’h dezhañ hag ouzh e rannañ dre 24 rann kraf-ha-kraf ha 632 bennad. Tabutet ha degemeret e voe ar skrid-se, a vez graet « Hengustum Breizh » dioutañ, war an ton bras gant Stadoù Breizh hag embannet e voe e miz Here 1539.
Dre ma oa bet kaset al labour-se re vuan war-raok e voe dleet e adkempenn e 1580. Evel-se e voe savet ar C’hustum reformet pe ar C’hustum Nevez. Talvezout a reas, hep tamm kemm ebet, betek an Dispac’h. Ur gwir kod a c’heller ober anezhañ, dre ma voulc’he an hent war-zu ar c’hod sivil (1804) evit gwirourien Breizh.
Teul bet troet diwar ar galleg gant jean-Do Robin