Lec’hioù ma vez diskonfort ar vuhez
Leun-chouk eo ar metoù a zour, ha diàr-se n’eus ket kalz a oksigen.
An diaezhennañ diàr an daouarc’heg, ha tout ar plant, ar man-taouarc’h en o mesk, é c’hweziñ ken-ken, a ra d’an temperadur izelaat ha n’eo ket ral e vehe hennezh tost da 0°C e penn kentañ ar mintiniad, ha pa vehe e-kreiz an hañv !
Treñk-mat eo an daouarc’heg (pH : 4,0 da 4,5), kresket e vez c’hoazh an treñkder get ar plant o-unan (pH : 3,5), ar man-taouarc’h hag ar brug en o mesk. Ne vez ket kalz ag an elfennoù magus azot ha fosfor da dapout, nag a vagadur dre vras, graet e vez « oligotrofek » ag ar lec’hioù paour-se. Ouzhpenn-se, get ar plant e vez produet molekulennoù hag a ya a-enep oberiantiz flora ar bakteri.
Lec’hioù-annez ha kumuniezhoù biologel
Ur lec’h-annez ag ar re heverkañ eo ar gumuniezh tro-dro ar Milad-bihan (Narthecium ossifragum). Ur merk eo ag an taouarc’hegi minerotrofek (diàr ur gwiskad dour e-dan an douar) a-rez tor a gaver e Breizh. Erc’h-ar-geunioù-delioù-moan (Eriophorum angustifolium) a weler gwezhavez o fennoù kotoñsek er lec’hioù-se. Souezhus eo liv roz-kig Sphagnum subnitens enne ivez.
Touch d’an annez-se, setu kumuniezh ar Brug-kroaz (Erica tetralix), ar Brug-ruz (Erica ciliaris) hag ar lann-brezhonek (Ulex gallii) ; ar re-se a gaver ivez er lanneier mouest, nemet aze e kaver a bep seurt man-taouarc’h glas, ruz, ha melen en o zouezh.
Merket e vez ar gwernioù uhel diàr glaveier (ombrotrofek) get kumuniezh ar Brug-kroaz (Erica tetralix) Brug-kroaz hag Erc’h-ar-geunioù-gouhinek (Eriophorum vaginatum). Man-taouarc’h-Magellan (Sphagnum magellanicum) a ya d’ober moudennoù ruz d’an hañv ; enne e vez gwelet Glizheolez-delioù-ront (Drosera rotundifolia). An annez taouarc’husañ eo ag an holl daouarc’hegi, ha neuze ar gwellañ « puñs-karbon padus » en hor broioù-ni. N’eus nemet get dour-glav e vez maget an annez-se, hag a zo techet d’en em zistagañ a-zoc’h e endro, a-dal ma vez stank ha plaen a-walc’h glaveier ha brumennoù.
Un nebeut taouarc’hegi diàr glaveier àr lein tosennoù zo er Menezioù Arre a denn d’ur rummad taouarc’hegi dreist-atlantel, kavet stank e kornôg bro Iwerzhon ha gwalarn bro-Skos, an taouarc’hegi-golo pe « blanket bog » (rak goloet e vez an torosennadur gete er c’hornadoù glavek-se). Dre ma kosha kumuniezhoù an taouarc’hegi e vez stankoc’h ar Brug-balan enne (Calluna vulgaris), livioù teñval dezhe d’ar gouiañv, ha teskadoù sklaer ar Boulvroen-taouarc’h (Trichophorum germanicum).
Kreskiñ a ra an niver a spesadoù plant pe loened e-kreiz an taouarc’hegi pa vez savet, en ur mod naturel pe abalamour da vab-den, annezoù bihan ha dispar evel ar poulladoù-dour get Lin-raned-munut (Utricularia minor) ha Man-taouarc’h-pintek (Sphagnum cuspidatum). Àr an taouarc’h noazh, dourasennek, e vev ur gumuniezh get Rinkospor-gwenn (Rhynchospora alba) ha Man-taouarc’h La Pylaie (Sphagnum pylaesii) peotramant ur gumuniezh get Teod-melen-ar-geunioù (Pinguicula lusitanica) ha Gleizh-taouarc’heg (Anagallis tenella).
Lies-mat, e griziennoù an taouarc’hegi e vez kavet koadeier taouarc’hek get Bezv-louet (Betula pubescens) hag Haleg-skouarnek (Salix aurita), a zo ar Man-taouarc’h glas a-hed ar blez (S. squarrosum, S. fimbriatum) spesadoù arouezius anezhe. Ne vez ket dibaot ar Raden-dour (Osmunda regalis), hollgaer, enne. Reed (Myrica gale) a gaver a-boblañsoù ec’hon e gwernioù zo, àr un dro get Flach (Molinia caerulea) a vez start ha fatikus d’an den kerzhet etreze abalamour d’o zorkadoù uhel ! Pasapl a gumuniezhioù biologel mouest, evel ar lanneier, ar pradeier paour (oligotrofek), ar flourennoù get plant uhel, peotramant c’hoazh ar geunioù izel get Pempdelienn-ar-geunioù (Potentilla palustris) : sed aze skouerioù c’hoazh a liesseurted ar lec’hioù taouarc’hek.
Ar Man-taouarc’h, man hag a sav traoù
Stumm ar plant-se, o gwiadoù diabarzh, o monet en-dro fiziologel a ra anezhe ur strollad man efedus-tre en o mod da vevañ. E dalc’h gete emañ kalon buhez an taouarc’hegi treñk.
En del eh eus kelligoù treuzwelus hag a ya en-dro evel kement a bicher-dour ; seurt spoueennoù eo ar man-taouarc’h neuze, a ya ar mas anezhe, pa vezont leun a zour, da vout etre 20 ha 30 gwezh ar mas anezhe pa vezont sec’h ! Tapout a reont an dour-glav hag er lonkañ a reont dre gapilarelezh, ha get an dour-se en o gwiadoù e c’hellont chom en o sav. Kompren a reer perak e varvont pa vez dizouret an taouarc’hegi !
Ar gwiadoù-se karget a zour a zo anezhe tuellennoù ma vez dalc’hmat ionoù é vonet hag é tonet dreze. Tapet e vez ar c’hationoù (Ca++, Mg++) get ar man-taouarc’h ha laosket protonoù da achap, ken e teua an diavaez da vout trenkoc’h (pH : 3,5). Ouzhpenn an dra-se c’hoazh e vez produet get ar man-taouarc’h, pa vezont e barr o buhez, molekulennoù antiseptek hag a lak oberiantiz ar bakteri da zifonnaat. Abalamour d’an diouer-se a oberiantiz biologel, pe iperoligotrofiezh, e vez lonket muioc’h a garbon c’hoazh get un daouarc’heg. Diàr tout an abegoù-se n’eus nemet un toulladig boudoù ispisializet-meurbet, evel ar plant kigdebrer, a-gement a c’hell chom bev e seurt lec’hioù.
Div drederenn ag ar spesadoù man-taouarc’h er Frañs a c’heller gwelet e Breizh, da lâret eo 23 spesad (Durfort, 2007). Ar mod m’o c’haver en un daouarc’heg a vez hervez an niver a zour en douar a-hed an amzer, ar sklêrijenn (ar re c’hlas en disheol hag ar re livet e-dan an heol), hag hervez oad an annezoù. Da skouer e vez merket get ar man-taouarc’h livet (S. magellanicum, S. rubellum, S. capillifolium) ar stadoù ombrotrofek diazezet, ar re daouarc’husañ.
Plant ispisializet-bras
Eh omp é tihan gwelet penaos e vez kontrolet o endro get ar man-taouarc’h, lod ag ar plant e penn ar jeu en taouarc’hegi. Rekis eo anzav n’eo ket un ebat bevañ en ur lod gete ! Ar plant kigdebrer, int, a zeua da benn memestra.
Betek pevar spesad a gaver e taouarc’hegi Breizh : ar Glizheolez (Drosera rotundifolia et D. intermedia, Glizheolez-delioù-ront ha Glizheolez-delioù-hir), Teod-melen-ar-geunioù (Pinguicula lusitanica) hag ar Lin-raned-munut (Utricularia minor).
Ar re-mañ diwezhañ hepken a dap preizhoù en ur mod oberiant, Àr-bouez beolioù a vez leuniet ha skarzhet a bep eil, e vez tapet gete loened bihan evel an dafnied. Pejoù pegus zo get an tri spesad arall, desachus. Goude bout bet tapet hep tamm oberiantiz a-berzh ar blantenn, e vez an amprevan e-unan, pa glask mont er-maez ag an toull-trap, é lakaat brec’helloù an delienn da serriñ àrnañ. Sukoù-koazhañ pe añzimoù skuilhet neuze a ra d’ar proteinoù cheñch, ha da vout lonket e-dan kiz treñkennoù aminet, peadra da gempouezañ an diouer a azot hag a fosfor dibar d’ar lec’hioù-se.
Ar plant emdroet arall en em ra doc’h ar meteier-mañ evel spiset en teuliad gouestlet d’ar lanneier.
Loened, ur lec’h hag a blij dezhe pe ar lec’h nemetañ a chom dezhe ?
N’eus bronneg ebet a-gement a vehe stag d’an taouarc’hegi get man-taouarc’h, ha dezhe hepken, nemet ar minoc’hed-dour (Neomys fodiens) ; ha c’hoazh, nend eo nemet e lec’hioù-annez ispisializet en taouarc’hegi e vezont kavet. E-mesk an evned, ar sidaned-prad hepken a blij dezhe gober o neizh àr ur bitad man-taouarc’h. Ar glazard viviparus (Lacerta vivipara) zo unan ag ar stlejviled skoueriusañ ag an taouarc’hegi ; ur spesad uibevc’haner eo, da lâret eo e vez dalc’het an uioù e korf ar vamm goude dezhe bout bet frouezhusaet, ha ne vezont dozvet nemet pa vez prest ar re vihan da ziskloriñ. Aesoc’h evel-se stourm doc’h yenion an taouarc’hegi. Un tamm memes mod a vez graet get ar wiber-voutin (Vipera berus) a vez kavet er memes lec’hioù. E-mesk an amfibianed e vez gwelet, ur wezh an amzer, falc’herigoù-rous (Rana temporaria), sourded-dour palvezek (Triturus helveticus) ha sourded-dour marellek (Triturus marmoratus) e poulladoù ha poulladigoù dour an taouarc’hegi. Ne vez ket kavet pesked en taouarc’hegi get man-taouarc’h.
Er memes keñver, ne gaver ket kalz a spesadoù divellkeineged stag doc’h ar lec’hioù get man-taouarc’h en ur mod strizh. Mes pasapl a spesadoù a vev e mikrolec’hioù-annez an taouarc’hegi hag ar lanneier mouest. Touch-ha-touch e vez lies ar meteier-se e Breizh, gwir eo, evel ma skriv Emmanuel Holder en e levr Landes vivantes : deskrivet e vez an taouarc’hegi ennañ just kement èl ar lanneier. An dour dizolo en-dro d’an taouarc’hegi hag enne eo, kentoc’h, a zegemer an divellkeineged-se.
Etre an 2 000 spesad bet kavet get ar GRETIA ha Philippe Fouillet (in Durfort, 2007), menegomp e-mesk an Nadozioù-aer, ar Simpetrom du (Sympetrum danae), e-mesk ar Balafenned, ar Miloer (Heteropterus morpheus), hag e-mesk ar c’hevnid, dolomed-ar-geunioù (Dolomedes fimbriatus) ; hennezh diwezhañ, àr c’hed àr vord ar poulloù treñk, a jiboes àr lein an dour, mes splujañ a ra en un taol herr evit tapout e breizhoù.
Ekosistemoù gwarantet hiniv-an-deiz ?
Ur mirva naturel broadel (RNN) : ar Vaeneg (Brenniliz 29) ; tri mirva naturel rannvroel (RNR) : Lanneier ha gwernioù Groñvel (22), Lanneier ha taouarc’hegi ar C’hragoù hag ar Vergamm (Ar C’hloastr-Plourin, 29) ha Lanneier, pradeier ha lennoù Plounerin (22) : setu an tachadoù gwarantetañ. D’ar re-se e ranker ouzhpennañ ar lec’hioù gwarantet dre un Diferad-prefed evit gwareziñ ar biotopoù (APPB) evel hini gwantenn uhel ar Maendi (29). Labourat a ra pemp departamant Breizh, dre bolitikerezh an Tachadoù naturel kizidik (ENS), evit gwarantiñ un toullad lec’hioù taouarc’hek. Kadarnaet e vez ar gwarantiñ pa vez enskrivet ur lec’h àr roll Natura 2000, ha kenkoulz pa vez meret ar lec’h get ur gevredigezh, evel mirvaoù biologel a vez graet àr o zro get Forom Kreiz Breizh Endro peotramant Breizh Vev, e-touezh re arall.
Meret e vez tout an tachadoù-se dre lakaat e pleustr steuñvoù-merañ a zo o fal kentañ gwarantiñ ar spesadoù hag ar lec’hioù-annez.