Man-taouarc’h Austin

Aozer : Bernard Clément - José Durfort / C’hwevrer 2021

Kreñv a-walc’h eo man-taouarc’h Austin, glas-olev betek glas-okr, pe zoken kentoc’h gell. Moudennoù stank a-walc’h a vez savet gete, ma c’hell kenvevañ spesadoù arall a van-taouarc’h hag o deus dober, èlte, ag ur glebor-pad hep bout touch doc’h dour ar leur fasipl. Barradoù-delioù o deus, get pennoù e stumm kabelloù. Evit bout sur e vezer dirak ar spesad-se fasipl e vez rekis sellet get ar mikroskop doc’h kelligoù ar seurtoù delioù disheñvel.

Ar man-taouarc’h-mañ a vev e taouarc’hegi gwalarn Europa, maget dreist pep tra get an douar-glav : taouarc’hegi bolzek o stummoù, peotramant hag a c’hell goloiñ an torosennadur, e-dan un hin meurvorel gleb-tre pe fresk. Hervez an enklaskoù skiantel e vehe ar man-taouarc’h-mañ e-mesk ar re gentañ é produiñ taouarc’h er lec’hioù-se. Sklaer eo emañ bremañ o niver é tigreskiñ, abalamour ma vez direnket pe distrujet ar lec’hioù-se get Mab-den. Mes ivez abalamour da cheñchamantoù hin e-keñver ar glebor, boulc’het kentizh evel prantad ar Grenn-Amzer, hag o deus roet harp da spesadoù arall.

A-viskoazh emañ dibaot-tre man-taouarc’h Austin er Frañs, anavet hepken, gwezharall e taouarc’heg Logné e Sucé-sur-Erdre (44), lec’h ma n’eo ket bet gwelet en-dro a-c’houde gwerso. Kavet e oa bet ivez e 1984 e taouarc’heg volzek ar Vaeneg e Brenniliz (29), da geñver ar studiadenn skiantel bet kaset da benn get ar soñj lakaat ar lec’h-se da vout ur Mirva naturel. Kavet e oa bet arre e 2010 pa oa bet savet ur gartenn resis ag ar lec’h. N’eus nemet en daouarc’heg-se a Benn-ar-Bed e vez gwelet ar spesad-mañ er Frañs hiziv-an-deiz.

MENEGIÑ AR PENNAD

Aozer : Bernard Clément - José Durfort, « Man-taouarc’h Austin », Bécédia [en ligne], ISSN 2968-2576, mis en ligne le 9/02/2021.

Permalien: http://bcd.bzh/becedia/br/man-taouarc-h-austin

Kinniget gant : Bretagne Culture Diversité