Tristan Loarer
Kelenner war ar brezhoneg hag al lizhiri vodern en eil derez an deskadurezh stad eo bet Tristan LOARER e-pad daouzek vloaz. Karget a gentelioù hag a enklaskoù (Ater) eo bremañ e rann ar yezhoù keltiek skol-veur Roazhon 2. Doktor e studioù brezhonek ha keltiek eo ha stag eo e enklaskoù ouzh labourva klaskerezh ar CELTIC-BLM. Kas a ra e labourioù klaskerezh war dachenn ar vroadelouriezh e skridoù lennegel brezhonek eil hanterenn an ugentvet kantved peurgetket.