Gwalarn

Gwalarn, kentañ kelaouenn vrezhonek lennegel
Aozer : Tristan Loarer / C’hwevrer 2026
Embannet eo bet ar gelaouenn Gwalarn evit ar wech kentañ ur c’hantved rik ’zo. Ledan-mat eo korpus ar gelaouenn pa gonter ouzhpenn 5 000 pajennad, dasparzhet er 165 niverenn a zo bet embannet e-pad 19 vloaz hag a ya d’ober ar c’hentañ kelaouenn lennegel vrezhonek unyezhek.

Savet ha moullet eo bet Gwalarn gant un dornad skrivagnerien ha brezhonegerien bodet en-dro da Roparz Hemon, e Brest, e 1925. Dont a raio er-maez betek 1944. Goude bezañ embannet ur manifesto e niverenn 74 ar gelaouenn Breiz Atao e vo kinniget da gentañ gant skipailh Gwalarn un nebeud niverennoù stag ouzh astenn trimiziek ar gelaouenn viziek Breiz Atao, a-raok bezañ un embann dizalc’h diwar an eizhvet niverenn, adalek 1926 eta. Ouzhpenn un tregont skrivagner brezhoneger en deus kemeret perzh er gelaouenn unyezhek-se e-doug tost da zaou zekvloaziad. Kenlabourat a reont a-youl-gaer hag int eus kement rumm sokial, politikel, relijiel pe lik a ve. Skrivagnerien evel Youenn Drezen, Jakez Riou, Fañch Elies Abeozen, Guillherm Berthou Kerverziou, Zavier Langleiz pe c’hoazh ar varzhez Fant Rozeg Meavenn a skriv a-wezhioù o c’hentañ skridoù arnod er gelaouenn. Pal pennañ ar skipailh-se a voe dreist-holl «erluskañ al lennegezh vrezhonek war hent» lennegezhioù all ar bed.

Roparz Hemon et Youenn Drezen, deux des contributeurs actifs de Gwalarn. Source : collection particulière.

 

Treiñ lennegezhioù all ar bed

Da zigentañ e oa ar pal kinnig troidigezhioù eus «lennegezhioù [...] estren an amzer a-vremañ hag an amzer dremenet» a-benn broudañ ar vretoned, da eil, dezho da grouiñ, d’o zro hag en o yezh, ul lennegezh a-Vreizh dezhi hec’h-unan, par koulz ha koulz da lennegezhioù all. Unan eus palioù goulakaet ar gelaouenn a zo ivez pellaat diouzh ar gredenn ne dalvez nemet an deskadurezh hag ar c’hrouiñ lennegel pa vezont kaset dre implij ar galleg. Ur pemzek troer bennak, neuze, a ginnig da lennerien ar gelaouenn da gaout ur c’hultur lennegel gwirion diwar lenn en o yezh oberennoù William Shakespeare, Æskulos, Anton Tchec’hov, Pedro Caldéron de la Barca, Rabindranath Tagore, pe c’hoazh lady Augusta Gregory. En tu-hont da-se, Gwalarn a venn strivañ evit kinnig troidigezhioù al lennegezhioù keltiek a-gozh pe a-nevez. Lennegezh ouezelek diouzh un dorn, a-drugarez da droidigezhioù hollad ar c’helc’hioù mitologel iwerzhonat, Imram Sant Brendan, oberennoù John Millington Synge ha Douglas Hyde, ha lennegezh predenek diouzh un dorn all, a-drugarez da vMabinogion Bro-Gembre, eñvorennoù Twm O’r Nant ha labourioù ar c’herneveurad R. Morton Nance.

Kelaouennoù all en-dro da Walarn

Berzh bras a ra ar gelaouenn Gwalarn a vod en-dro dezhi kelaouennoù ha tier embann all, nevez c’hrouet. Koulskoude, n’eo ket douget ar c’henarroud etre an daou vrezel da skoazell ar gelaouenn da dizhout he falioù. Ret-mat dezhi stourm a-enep implij ar brezhoneg o kilaat. Mard eo gwir e klaske Gwalarn tizhout kentoc’h ar vegenn er penn-kentañ e reas e-soñj hep dale da vezañ lennet gant an holl vrezhonegerien. Ouzhpenn da se, ne dalveze ket priz ar c’houmanantoù peadra da vagañ hollad ar frejoù engouestlet evit ijinañ, sevel, moullañ ha skignañ ar gelaouenn.

Couverture d'un numéro de 1934. Source : collection particulière T.L

En desped da se e teu kelaouennoù all da greñvaat embannadennoù Gwalarn. Ouzhpenn d’al Levraoueg Gwalarn (a zaspugn an oberennoù monotematek dre oberenn), e c’heller menegiñ Brezoneg ar vugale adalek 1928 (un embann davet ar vugale), Nord-Okcidento adalek an hevelep bloaz (dek niverenn esperanteg troidigezhioù en iwerzhoneg hag e kembraeg enno), an trimiziek Kornôg bet moullet etre 1928 ha 1930 (kelaouenn Arzoù Breizh renet gant René-Yves Kreston a-gevret gant Ar Seiz Breur), Kannadig Gwalarn adalek 1932 (brezhoneg aes da gompren enni) ha Sterenn (ur gelaouenn viziek kinniget gant Roparz Hemon hag a badas a-hed ar bloavezh 1941). Da vezañ meneget ivez daou di-embann nevez c’hrouet, tostik-tost ouzh Gwalarn : Skrid ha Skeudenn etre 1934 ha 1947 (renet gant Youenn Drezen hag an embanner Florentin Goinard) ha Skridoù Breiz etre 1941 ha 1957 (renet gant an hevelep Florentin Goinard).

Évolution de l'en-tête de la revue entre 1925 et 1944. Montage : Tristan Loarer.

Diwar-se e lakaer meur a ster da anv Gwalarn hiziv en deiz : diouzh un tu e talvez kement hag ar gelaouenn savet gant Roparz Hemon Gwalarn end-eeun, ha diouzh un tu all, en ur ster ledanoc’h e ra anv d’al luskad lennegel a vod hollad ar c’helaouennoù hag embannadennoù awenet pe ganet diwar ar gelaouenn Gwalarn orin, dre ma taveont-holl dezhi.

 

Ur mell labour war ar yezh ha war an doare skrivañ

Stagañ a ra skipailh kenskriverien Gwalarn gant ar pal krouiñ ul lennegezh unyezhek gwirion. Plediñ a ra Roparz Hemon gant meur a venveg yezhel evel da skouer krouidigezh ar brezhoneg eeun ur yezh diazez savet diwar un dibab a 1 047 ger ret-holl da gompren ha da implij ar yezh. Diwar ar brezhoneg-eeun-se e skriv romantoù evit ar re yaouank evel da skouer Ar c’horf dindan treid va zad-kozh. E-keñver al lusk-se, ouzhpenn an oberennoù lennegel-rik, e kinnig Gwalarn kalzig a labourioù studi gouiziek a-denn da demoù ha dodennoù liesseurt : ar skiantoù (Treted Mentoniezh), an istor (Istor ar Bed), an arzoù (Ene al Linennoù, un hentenn-dave war an eoullivañ) pe c’hoazh ar speredelezh (Bouddha hag ar Vouddaadegezh), evit menegiñ un nebeud anezho hepken. Dre gement-se e teu a-benn Gwalarn da brouiñ, ma vefe ezhomm en ober, e c’hell brezhoneg ezteurel kement tra a venn an nen, evel kement yezh vev a zo : traoù aes pe gemplezh, fetis pe difetis hag all. Dres er c’henarroud-Gwalarn-mañ eo e sav a-du ar skrivagnerien vrezhonek, e 1941, evit peurunvaniñ ar reizhskrivadur, an hini a vez implijet an aliesañ hiziv an deiz.

Krouidigezhioù lennegel brezhonek

Abred e c’hellas embann Gwalarn krouidigezhioù lennegel a live ha liesseurt. Romantoù a bep seurt a vez kinniget ganti : romant sokial (pa soñjer e Youenn Drezen), romant polis (gant Kerwec’hez), romant skiant faltazi (gant Langleiz), romant diarbenn (gant Roparz Hemon), romant karantez (gant Abeozen), romant fent (gant Jakez Riou) pe romant poblek (gant Jakez Kerrien). Tre diouzh ar c’hiz eo rummad lennegel an danevelloù e hanterenn gentañ an ugentvet kantved ha niverus eo an dastumadoù anezho embannet da vare Gwalarn : en o mesk Pirc’hirin Kala-Goañv gant Abeozen ha Geotenn ar Werc’hez gant Jakez Riou. Ne chom ket war-dreñv rummad ar varzhoniezh kennebeut all a-drugarez da dorkadoù evel Pirc’hirin ar Mor Roparz Hemon ha Kan da Gornog Youenn Drezen. Embannet e vez ivez gant Gwalarn un toullad mat a bezhioù-c’hoari, a embannadennoù (a-wezhioù zoken adembannadennoù) pezhioù Job Er Bayon pe dramaourien goshoc’h evel Tangi Malmanch gant Ar Baganiz. Dav eo resisaat e teu ingal a-walc’h ar memes anvioù skrivagnerien ha skrivagnerezed, ar pezh a ziskouez pegen don eo bet o youl, e framm Gwalarn, gant ar pal arnodiñ e kement rummad lennegel a zo. Deuet eo lod eus an oberennoù-mañ da vezañ elfennoù un diazez sevenadurel ha lennegel evit kalz a vrezhonegerien a-vremañ. Deuet int da vezañ daveoù boutin da dud ’zo ; levrioù klasel al lennegezh vrezhonek en ur mod : darn a zo bet troet e meur a yezh, darn all a vez adembannet ingal hag a ya d’ober roll-amprouennoù koñkourioù an deskadurezh evel ar C’hAPES pe an agregadur da skouer.

Visuel du centenaire de Gwalarn. Source : Ti ar vro Kemper.

Savet ez eus bet gant izili ha mignoned Ti ar Vro Kemper un diskouezadeg bale gouestlet-holl da Walarn. Goude bezañ bet graet un dro-Vreizh e 2025 eo deuet da vezañ un diskouezadeg pad a c’heller mont da welout anezhi eno e Kemper.

Troidigezh : Tristan Loarer

 

 

 

 

MENEGIÑ AR PENNAD

Aozer : Tristan Loarer, « Gwalarn », Bécédia [en ligne], ISSN 2968-2576, mis en ligne le 2/02/2026.

Permalien: http://bcd.bzh/becedia/br/gwalarn

LEVRLENNADUR

  • Bihan Herve, Pa c’hwezh avel hon lennegezh, vol.1/2, An Alarc’h, 2025
  • Choplin Cédric et coll., La littérature en langue bretonne des origines à nos jours, Les Montagnes Noires, 2024
  • Collectif, 100 vloaz / 100 ans Gwalarn, édition bilingue, Al Liamm, 2025
  • Denez Gwendal & Hupel Erwan, “An Attempt to Renew Breton Literature”, Proceedings of the Harvard Celtic Colloquium, Vol. 29, Harvard, 2009. p.70 à 80.
  • Hupel Erwan, Gwalarn - Histoire d’un mouvement littéraire en Bretagne, thèse de doctorat, Rennes, U.H.B., 2010.

Kinniget gant : Bretagne Culture Diversité