Un délwenn eus santez Anna dizoloet dre vurzhud

Aozer : Georges Provost / Du 2016
Diouzh noz, etre ar 7 hag an 8 a viz Meurzh 1625, e voe hentet Iwan Nikolazig, ur peizant eus Keranna e Plunered, gant skleur ur c’houlaouenn betek park ar Bosennoù. Toullet an douar gantañ eno, ha kavet un delwenn goad. Setu orin ar brasañ pirc’hirinaj zo e Breizh, er barrez a zo bremañ kumun Santez-Anna-Wened.

Delwenn ar Bosennoù a-hed an Istor

Iwan Nikolazig (1591-1645), santual Santez-Anna-Wened, kevredigezh eskopti Gwened - JF Carvou
Evit Nikolazig e oa ar gavadenn-se disoc’h un hir a erv speredel : peizant en e aes anezhañ, dizesk avat, ha brudet evel un den doueus, ez eas da desteniañ e weledigezh dirak un noter ha da zisklêriañ he doa goulennet santez Anna outañ adsevel ar chapel a oa bet gouestlet dezhi eno, 924 bloaz ha c’hwec’h miz kent o amzer. Start eo lakaat un deiziad ken resis da glotañ gant an Istor neoazh : penaos ’ta e c’hellje mamm ar Werc’hez bezañ bet azeulet abaoe keid-all, pa n’eo ket testeniekaet hevelep azeulidigezh e Breizh kent an XIIvet kantved, ha c’hoazh ne oa ket bet skignet nemeur dre ar vro a-raok fin ar Grennamzer ? Padal an anv-lec’h e-unan, Keranna, a ziskouez e oa bet eno ur c’hult koshoc’h, ha Nikolazig an diwaller anezhañ moarvat – dalc’hen a rae ar feunteun e ratre, war a ouzer – a-raok dont da vezañ kannad un devosion renevezet. Abaoe fin an XVIIIvet kantved e red ur vartezeadenn hag a gont penaos e oa an delwenn-se skeudenn un doueez pagan : biken ne c’hallor gwiriañ kement-mañ avat, peogwir e oa aet an delwenn orin da goll da vare an Dispac’h, ha n’eus na roud na merk solut a-walc’h evit diazezañ ar vartezeadenn da vat, daoust d’ur villa galian-ha-roman nepell alese, hag ivez daoust d’an anv-lec’h Bosennoù, gwall gozh hennezh, douetus. Nag evit ar soñjezon, awenet gant ar Geltomaned, a gement e vefe Santez Anna an doueez pagan Ana kristenaet, ne dalvez netra e-keñver skiant. 

 

 

Un dasson dreist-ordinal

Reiñ lañs d’ur pirc’hirinaj en-dro war-lerc’h diskoachañ ur « skeudenn », kement-mañ ne oa ket dibaot e Breizh er XVIIvet kantved, koulskoude e voe an drowezh-se unan dreist-ordinal. Kerkent hag antronoz e tiredas an engroez d’en em daoler ouzh treid an delwenn kinniget d’an dud e-barzh un hutig brankeier. Kosteziñ a reas ar Gapusined gant Nikolazig, un den gwirion e gomzoù hervezo, ha kadarnaat e oa bet aze un taol brav a-berzh ar Brovidañs, met beleien ar vro hag eskob Gwened a chomas en amlavar paneveken. Kement a dud a veze desachet di avat, en-dro hag adarre, ken e voe skubet kuit o amziviz. E 1628 e voe digoret war al lec’h ur c’houvant Karmezidi reformet hag a zalc’has an devosion start dindan o stern : degemerus e oa al leaned ouzh ar mirakloù dezrevellet gant ar birc’hirined, a veze renablet pizh ganto, met taoler evezh bras a raent evit diwall diouzh kement falskredenn hag evit reoliañ ar plijadurezhioù disakr da geñver an « tolp » d’ar 26 a viz Gouere (e brezhoneg Gwened ne veze ket lavaret ar « pardon » a-raok an XIXvet kantved). An dra-se zo kaoz ma voe serret ganto lec’h ar pirc’hirinaj gant ar Scala Sancta. Prouiñ a ra an niver a vurzhudoù ha mirakloù dezrevellet – tost da 1300 betek 1684 – pegen kreñv e oa sach al lec’h-se war Breizh a-bezh – ar vro vrezhonek koulz hag ar vro c’hallek – ha pelloc’h c’hoazh. Ur relegenn a voe profet gant Anna a Aostria, gwreg Loeiz XIII, ha solitañ a reas ar roue hag ar rouanez eno ganedigezh ur pennher hirc’hortozet. Un oaled a gevrinezh vodern gwriziet don en amzer wechall, ur rikour evit an dud a vor hag ar familhoù digant ar « vamm-gozh vat », ur pardon mod Breizh stag ivez ouzh ar rouantelezh c’hall, setu aze pep a abeg evit da Santez-Anna-Wened bezañ graet ken bras berzh.

Ar benniliz neogotek savet en XIXvet kantved, e lec’h ar chapel bet savet e 1630 - JF Carvou
Scala Sancta : « ar skalieroù santel ». Sevel a rae ar bardonerien gant an diri war o daoulin - JF Carvou

Ul lec’h meur e Breizh

Goude ma voe gwelet un tamm nebeutoc’h a dud eno en XVIIIvet kantved – ha muioc’h avat e pardonioù all evel hini Santez-Anna-ar-Palud diwar ar bloaz 1760 – e voe un eil oadvezh aour e Santez-Anna-Wened en XIXvet kantved. Ne vanas ket gwall bell ar jezuisted eno (1815-1828) met diazezoù sonn a savjont : gant ar C’hloerdi Bihan krouet e 1815 e teuas Santez-Anna da vezañ ul lec’h kelenn, ar pezh ez eo chomet betek an deiz hiziv. Ha lañs d’ar pardonioù en-dro, war-dro an delwenn nevez. Er bloazioù 1860, goude gweladenn Napoleon III, e voe savet ar benniliz, adstummet an ardremez, degaset an hent-houarn… ken e savas ar mor a dud betek e uhelañ. Daoust dezhañ bezañ e-maez ar santual, ar monumant en enor d’an aotrou kont a Chambord a voe savet ivez e koun ar roueed. Koulskoude e venne Santez-Anna-Wened bezañ dreist pep tra kêrbenn speredel Breizh, krog-ha-krog gant ar Republik dizoue. E 1913, dre berzh eskibien Breizh, e teuas da vezañ ofisiel an titl a « batronez Breizh » evit santez Anna. War-lerc’h ar Brezel Pevarzek, pa voe gouel an anaon eno e koun ar 130 000 a Vretoned marv evit ar vro, e voe lakaet ur perzh nevez ouzhpenn, hini an aberzh, manifiet gant ar maen-koun peursavet e 1932. Penn-da-benn d’an XXvet kantved ez eo chomet Santez-Anna-Wened ul lec’h leun a vegon evit ar feiz katolik e Breizh (dreist-holl e 1996 pa zeuas ar pab Yann-Baol II, hag ivez da geñver ar pardon d’ar 26 a viz Gouere bep bloaz) ha war ar memes tro ul lec’h a grouidigezh evit ar sevenadur hag an arzoù, evel m’en diskouez Akademiezh ar Sonerezh hag an Arzoù sakr.

Chupennoù Bernard Hinault ha Jean Robic, Santual Santez-Anna-Wened, kevredigezh eskopti Gwened - JF Carvou

MENEGIÑ AR PENNAD

Aozer : Georges Provost, « Un délwenn eus santez Anna dizoloet dre vurzhud », Bécédia [en ligne], ISSN 2968-2576, mis en ligne le 23/11/2016.

Permalien: http://bcd.bzh/becedia/br/un-delwenn-eus-santez-anna-dizoloet-dre-vurzhud

LEVRLENNADUR

  • An Irien Job, Castel Yves-Pascal, Sainte Anne et les Bretons/Santez Anna mamm goz ar Vretoned, Tréflévenez, Minihy Levenez, 1996
  • Buléon Jérôme, Emile Le Garrec, Sainte-Anne d’Auray : histoire d’un village, 3 vol. Vannes, 1924.
  • Huchet Patrick, La grande histoire de Sainte-Anne d’Auray, Rennes, Ouest-France, 1996
  • Le mémorial 1914-1918. Images d’une construction, Vannes, Archives départementales du Morbihan, 1998
  • Le Moigne Frédéric, « Le mémorial régional de la Grande Guerre à Sainte-Anne d’Auray », Annales de Bretagne et des pays de l’Ouest, t. 116, 2006, p. 49-76.
  • Loyer François, « La basilique de Sainte-Anne d’Auray, monument de l’éclectisme à la fin du XIXe siècle », Bulletin de la Société de l’Art Français, 1977 (Paris, 1979), p. 237-264.
  • Peigne Stéphanie, « Les miracles de Sainte-Anne d’Auray » dans Jean Delumeau (dir.), La mort des pays de cocagne, Paris, 1976, p. 170-183.
  • Provost Georges, La fête et le sacré. Pardons et pèlerinages dans la Bretagne des 17e et 18e siècles, Paris, Cerf, 1998, 530 p.
  • Provost Georges, « Dans les coulisses du pèlerinage. Le village de Sainte-Anne d’Auray et ses habitants au 18e siècle », Mémoires de la Société d’Histoire et d’Archéologie de Bretagne, t. 78, 2000, p. 133-162.

Kinniget gant : BCD Sevenadurioù