Urzh Ospital ar Spered-Santel eus Montpellier ha komandiri an Alre

Aozer : Victorien Leman / Ebrel 2021

Savet e voe Ospital ar Spered-Santel eus Montpellier gant Guy de Montpellier e-kerzh an dek vloaz diwezhañ eus an XIIvet kantved, en sell da sikour an dud dister o stad (an emzivaded, an intañvezed, ar re nammet, ar re gozh, etc). Kadarnaet eo kement-mañ en ur vuilh embannet gant ar pab Inosant III e 1198, a ra anezhañ un urzh ospitalier a vrezel, p’emañ o vrezeliñ eeun-hag-eeun a-enep an heretiked o tisivoudiñ stank-ha-stank e kreisteiz Frañs da neuze.

Kentañ gwezh ma voe graet anv dre skrid eus ti-kouent an Alre a voe en ur vuilh embannet gant ar pab Honorius III, deiziet d’an 23 a viz Du 1220. Dre ar vuilh-se ez eo lakaet an ospital – hag ar pourprezioù en e zalc’h, pevar warn-ugent anezho (strewet dre gornôg ar Frañs ha betek er Bourgogn zoken) – dindan warez ar babelezh. Gouzout a ouzer avat e oa bet savet e 1209 ospital Coutances, e Normandi hogen stag ouzh an Alre, peadra da grediñ e vije bet savet komandiri Spered-Santel an Alre e-kerzh an dek vloaz kentañ eus an XIIIe kantved d’an diwezhatañ. War a seblant e oa chomet buhezek-kenañ ar gomandiri penn-da-benn d’an XIIIvet kantved hag en hanterenn gentañ eus ar XIVvet kantved, kent dezhi mont war wanaat : e 1434 ez eo renet ospital an Alre gant ur c’homandour sekulier, ha da-c’houde gant mistri ha n’int ket eus an urzh-se, e-kerzh ar XVIvet kantved. Savadurioù all, liammet ouzh Urzh ar Spered-Santel, a zo bet ivez penn-da-benn da Europa, betek e Polonia.

E Frañs ez eas Urzh ar Spered-Santel da get er XVIIvet kantved : kavet e voe neuze e oa o tizeriñ, setu ma voe divodet ha roet e vadoù da urzh Sant-Lazar ha da urzh Itron-Varia ar Menez-Karmel.

MENEGIÑ AR PENNAD

Aozer : Victorien Leman, « Urzh Ospital ar Spered-Santel eus Montpellier ha komandiri an Alre », Bécédia [en ligne], ISSN 2968-2576, mis en ligne le 27/04/2021.

Permalien: http://bcd.bzh/becedia/br/urzh-ospital-ar-spered-santel-eus-montpellier-ha-komandiri-an-alre

Kinniget gant : Bretagne Culture Diversité