Yez ar vugale

Aozer : Fañch Broudic / Du 2023

Pa gomz o zud brezoneg, ar vugale a ra ive. En o respont da enklask an eskopti, e tispleg ar bersoned « ne gomzont nemed brezoneg peurliesa, er gêr ha pa vezont o c’hoari asamblez ». E Plouyan, e-tal Montroulez, diwar 122, zo 51 hag a zesk o hatekiz en galleg, daoust ma « ne glevont kaozeal galleg nemed er skol, tamm ebed pe nebeud er gêr hag en-dro dezo. »

N’ema ket a-unan ar skolaerien e-neus goullet is-prefed Montroulez diganto sklêrijenna anezañ, med peurliesa a kav dezo e hellje ar vugale deski o hatekiz e galleg, « peogwir e heuliont oll ingal ar skoliou, paotred ha plahed, hag adaleg o oad yaouanka ». Hini Pleiber-Krist a gred dezañ « e hellje beza kelennet e galleg ha netra all d’an oll vugale a vez darempredet ar skoliou publik ganto ».

Koulskoude, pa seller mad, ne lar ket an daou enklask, hini an eskopti hag hini ar prefeti, ar hontrol an eil d’egile. Hervez an dud a iliz, e vefe enskrivet eun tammig en tu-hont da 30 % a vugale er hatekiz galleg, hag e kav dezo e hellont heulia anezañ. Diouz e du eh anzao ar prefeti ez eus bepred 20 % hag a rank heulia ar hatekiz brezoneg. Sed e vefe bet gouest eun hanter euz ar vugale da heulia ar hatekiz galleg koulz hag an hini brezoneg. ‘Barz ar gont-se, eo dibab ober katekiz en eur yez pe en eben eun afer a bolitikerez yez. Gwelloh e kave an Iliz e vefe greet e brezoneg. Émile Combes, eñ, a felle dezañ e vefe yez ar skol hini ar hatekiz kerkoulz all.

MENEGIÑ AR PENNAD

Aozer : Fañch Broudic, « Yez ar vugale », Bécédia [en ligne], ISSN 2968-2576, mis en ligne le 30/11/2023.

Permalien: http://bcd.bzh/becedia/br/yez-ar-vugale

Kinniget gant : BCD Sevenadurioù