Drougintent a chom a-wechoù pa vez anv eus natur ar gallaoueg. Daoust hag e ranker lavar ez eus anezhañ un trefoedaj, ur rannyezh, ur yezh ? Deskiñ a reer gant ar sokioyezhoniezh e tiskouez ar gerioù disheñvel-se selloù disheñvel war ar memes danvez. An trefoedaj (« patois », e galleg), a zo bet ur ger a zispriz en istor (daoust ma n'eo ket dre ret), ha gantañ a ra un darn vras eus ar yezherien c'hoazh. Ar rannyezhouriezh roman an hini a ra rannyezh eus ar gallaoueg, dreist-holl, ha gant se e chom, hep na vefe lavaret sklaer, dindan ar galleg a vefe mestr warnañ. Gant ar sell-mañ e c'heller ober « bazilektenn » eus ar gallaoueg, da lavaret eo, evit ur yezh, ar stumm pellañ diouzh ar stumm uhelañ e vrud, anvet « akrolektenn » (galleg Pariz amañ). Seurt termenadurezh, bet aozet evit lec'hioù ma vez graet gant ur c'hreoleg o tont eus ar galleg e-kichen ar galleg, a seblant bezañ reizh evit ar yezhoù oil. Met gallout a ra ur vazilektenn dont da vezañ ur yezh hec'h-unan gant ma vo bolontez sokial ha politikel : adalek ar bloavezhioù 1970 o deus dibabet ar stourmerien embann e oa ur yezh eus ar gallaoueg, ha gant seurt dispac'h arouezel klask adreiñ talvoudegezh d'ur parlant a veze gwall zisprizet. Kenderc'hel a ra an emdroadur-se pa vrud an Institut du Galo an anv « langue gallèse » bremañ. Ar cheñchamant ster , deuet da heul ur stourm, a ra eus ar gallaoueg ur yezh o « tispakañ-hiniennañ », hervez ar sokioyezhoniour Philippe Blanchet.
Met gwir ez eus kuriusted evit an darempred resis a zo etre ar gallaoueg hag ar galleg, abalamour da ren ar galleg, a vez lakaet da zave rak-se. Menegomp da gentañ eo bet levezonet ar gallaoueg gant ar galleg, adalek an 19vet kantved dreist-holl. Abaoe neuze e c'heller gwelet ez a an niver a berzhioù lec'hel dibar war vihanaat gant ar rummadoù yezherien, a vev ur stad a ziglosiezh. Mod all e klever kalz a c'hallaouegerien oc'h implij an div yezh « a bep eil », pa vefe hep soñjal pe a-volontez (gant ur strategiezh evit en em azasaat ouzh o c'hendivizerien). Setu e vefe ar cheñchamant yezh eus ar galleg d'ar gallaoueg, evit an darn vrasañ eus ar yezherien, mont a-bazoù kentoc'h eget mont dreist un harz, hervez Vincent Morel, hag adkavet e vez an dra-se gant ar c'hreolegoù, a zo anat o statud a yezhoù dizalc'h bremañ. Da echuiñ, goude degadoù a vloavezhioù dispriz eo aet ar gallaoueg da repuiñ e kelc'hioù bihan graet gant tud kar-nes.
Komz gallaoueg hep soñjal a vez graet e darvoudoù sokial lec'hel dreist-holl, gant an dud kar, an amezeien pe ar vignoned a ra perzh eus ar memes bed sokial. Setu al lec'hioù ma 'z aer a-bazoù eus ar galleg d'ar gallaoueg gant ar brasañ aezamant : diaes eo soñjal ne 'z ae ar c'hoarierien paledoù nemet e galleg an Akademiezh etrezo.
Evit mont a-enep d'ar cheñchamant-se e klask lod eus ar yezherien a-vremañ, e-touez ar stourmerien da gentañ, adkavout ur binvidigezh er c'heriaoueg hag er yezhadur a oa o vezañ kollet tamm-ha-tamm, hag adc'hounit muioc'h a lec'hioù sokial. Seurt labour war ar yezh en deus ur perzh evit treuzfurmiñ anezhi, evel m'en deus evit al lodenn vrasañ eus ar yezhoù ensavet. Talvezout a ra da gentañ meskañ mui pe vui rannyezhoù ar gallaoueg, ar pezh a vez gwelet pa zeu gerioù lec'hel da vezañ hollek pe da vezañ implijet en-dro. Ur skouer vat eo ar ger ôtè (« ti »), anavezet mat gant an nevez-c'hallaouegerien : ne veze graet gantañ nemet e kornioù 'zo eus Aodoù-an-Arvor e-kreiz an 20vet kantved, daoust ma c'heller soñjal, gant anvioù lec'hioù 'zo, er reter, e oa brasoc'h e implij er c'hantvedoù paseet (kavout a reer L’Hôtel Hamon e Bezeg ha Les Autieux Renault e Brezhiel, en Il-ha-Gwilen, da skouer). Klask a reer nevesaat ar c'heriaoueg ivez, pezh a c'heller ober o ledanaat ster ur ger (souéte, strollad kenskoazell evit al labour-douar, a vez implijet evit treiñ « kevredigezh ») pe oc'h empennañ gerioù. Deuet ez eus lod da vezañ boutin (motier evit « geriadur »), diwar-benn lod all ez eus tabut (vaerouilére evit « mediaoueg »). Brasoc'h eo an dalvoudegezh a vez roet d'ar stummoù lec'hel pell eus ar galleg eget d'ar re all (terouer kentoc'h eget trouver). A-benn ar fin, evel al lodenn vrasañ eus ar yezhoù a vez graet rannvroel anezho e Frañs, n'eo ket ar gallaoueg gwarezet ouzh an tabutoù diwar-benn al live mat a nevesaat evit ar c'heriaoueg (evel ar brezhoneg da skouer), hag ar c'hoant da standardekaat (evel an okitaneg).