Ar paludoù-holen

Aozer : Gildas Buron / Du 2016
A bep seurt mod zo da c’hounit holen, ne c’halled ket dioueriñ anezhañ gwechall pa venne d’an dud mirout ar boued, koulz er gêr hag er friturioù. Dastum anezhañ er paludoù a c’heller ober, un tamm evel ma reer gant trevadoù al labour-douar. Ar re bellañ war-zu norzh Europa eo paludoù-holen Breizh hag ar re goshañ ivez dre youl ha startijenn ar baluderion a zalc’h anezhe dibaouez en o rez abaoe ar Grennamzer.

Redioù an diazezañ paludoù

Gant an dud e vez savet paludoù. An dourvor avat an hini a daol holen enne, dre nerzh al lanvioù, an heol hag an avel. Evit o sevel e ranker kempenn leurioù lec’hid dizintrus (al lec’hidenn) war live uhelañ ar gourlen. Peogwir e vez gounezet holen dre nerzh an heol e rank hin an arvor kas an dour da aezhenn evit ma c’h afe an holen war vec’hiekaat : nebeut a c’hlav e-kerzh an hañv, heol a brantadoù hir, hag avel ingal.

Geografiezh paludoù-holen Breizh

Kement-mañ a oa bet kavet e Breizh e pleg-mor-bet Machikoul hag e ouf Bourknevez e Bro-Wenrann, etre genou al Liger ha hini ar Wilen, war gourenez Ruiz hag e lec’h-mañ-lec’h war an aod etre Lokmariakaer ha Rianteg. En Amzerioù-nevez e oa bet klasket postañ arc’hant en diazezañ paludoù-holen war aodoù norzh Breizh, e goueled pleg-mor Sant-Brieg hag e Sant-Sulieg, war vord genou ar Renk. En aner avat.

Etre genou al Liger ha hini ar Wilen eo bet diorreet ar gounit-holen diwar bevar diazad distag, un ugent kilometr bennak an eil eus egile. Eus an norzh d’ar su emañ diazad Pennestin, diazad ouf Mesker (a vez drouganvet diazad ar Mes ivez), diazad Baz-Gwenrann (war gomunioù la Turballe, Gwenrann, ar Baol-Skoubleg, ar Pouligwenn, Baz hag ar Groazig) ha diazad Sant-Nazer-Pornizhan.

Maezioù douar ha dour mesk-ha-mesk

Gant ar paludoù-holen zo bet savet maezioù dibar, douar ha dour mesk-ha-mesk anezhe. Seul luziet eo ar re-mañ m’int bet savet, e Bro Wenrann da skouer, diwar ur rouedad kanioù-mor ha ruzelennoù strizh ha kammigellek – a vez graet des bondres anezhe - a gas eus tachenn ar gounit-holen d’ar mor, o wriat un takonad logelloù dizingal o ment hag o stumm.

Daou seurt poulloù zo, ar beolioù hag an silinoù, stanket-mort gant kaeoù pri. Al lec’hideg a vez graet eus ar veol bennañ hag ar c’hobieroù (les cobiers) eus ar reoù all. Al lec’hideg eo ar poull nemetañ ma red an dourvor war-eeun ennañ, eus 30 da 35g holen dre litrad anezhañ. Roet e vez digor dezhañ dre un trap da goulz ar morioù bras. Alese e red an dour davet ar poulloù all, kobieroù ha holeneier. Speurennet eo gorread an holeneier gant kaeigoù pri, a vez graet pontoù (les ponts) anezhe ha rannet evel-se etre poulloù-aezhenniñ ha bec’hiañ dourvor (les fards), poulloù serriñ hili (les adernes / kaoterioù) ha strinkenniñ (les œillets / lagadennoù). Priziet e vez talvoudegezh o font dre an niver a lagadennoù a zo anezhe, eus un nebeud reoù betek meur a gantad evit lod anezhe. Er mod-se ivez e vez priziet o nerzh teurel holen.

Pa oa ar pevar diazad gounit-holen en o barr, war an aod etre al Liger hag ar Wilen, etre 1850 ha 1860, e oa 33 400 lagadenn anezhe. E 2011 ne veze gounezet holen nemet war 11 500 anezhe, koazhet o zachenn war diazadoù bae Mesker ha Gwenrann nemetken.

Cheñchamantoù oa bet degaset ivez e maezioù ar gounit-holen gant an drafikourien a-vras adalek ar bloavezhioù 1840 pa voe savet gante skiberioù maen da gentañ, ha prenn goude-se, dres d’ar c’houlz ma vleunie ar gapitalouriezh c’hreantel war an aod.

Sell a-ziabell ouzh rouedad kanioù un holeneg skouer. Dourlivadenn gant Roland Chetelat diwar un tresad-displegañ en oberenn Marais salants bet embannet gant an SSNOF e 1980. Mirdi ar Paludoù-holen. Dourlivadenn gant Roland Chetelat.

Mont en-dro ar paludoù hag an dastum holen

Eus al lec’hideg e vez laosket un dister a chal da redek war-zu an holeneg. Treiñ dousik eus krec’h d’an traoñ a ra an dourvor neuze er poulloù aezhenniñ, kent bezañ stanket er c’haoterioù ha bezañ dasparzhet el lagadennoù dre ur c’han a vez graet la délivre (ar skarzh) anezhañ. Goueledenniñ a ra enne an hili bec’hiet diwar nerzh an heol hag an avel pa vez etre 270g ha 300g holen anezhañ dre litrad dourvor.

Neuze e krog an holen da strinkenniñ war gorre al lagadenn. Holenn gwenn a vez graet anezhañ, pe c’hoazh holen Gwenrann pe holen munut, a vez gwerzhet en anv « bleuñv holen ». Dastumet e vez gant ur seurt sklipard hir e droad a vez graet une lousse anezhañ. Neuze e c’heller dastum an holen gros bet o strinkenniñ war leur bri al lagadennoù, gant ur rozell ledan hir he zroad a vez graet une lasse anezhi.

Labour ar baluderion

War renk al labourerien-douar emañ ar baluderion. Derc’hel an holeneier hag ar rouedad kanioù-dour en o rez koulz ha dastum ha serriñ holen eo o micher. Ober a reont gant binvioù azas hag arbennik evit kas o labour da vat : boguette (ur bal pleget), ferrée, boutoué (ur rozell all), lousse à ponter (ur sklipard all) evit merañ pri ha dilec’hiañ lec’hid ; lasse (rozell da zastum holen gros), lousse à sel blanc (sklipard da zastum holen gwenn). Gant ur garrigell he rod kaoutchoug c’hwezhet e vez chareet holen gros en holeneier, eus al leurioù dizourañ (les ladures) betek le trémet, al leur a vez berniet warni holen un tolpad lagadennoù, en hañv.

Abaoe ar bloavezhioù 1980 e vez skarzhet rouedad pennañ ar c’hanioù gant ur balataerez. Kement all evit an dougen, ar charreat hag ar serriñ holen er-maez ar paludoù goude an eost : gant traktorioù ha kirri labour-douar e vez graet, ha miret e vez an holen war gobiri goloet gant ballinoù hag a zere d’an danvez-boued, ha n’eo ket er salorges (skiberioù-prenn) ken.

1 500 kg holen gros ha 150 kg holen munut a vez dastumet bep bloaz, well-wazh, en ul lagadenn. Danvez-boued eus an dibab a zo anezhe o-daou, rak kloridennoù, sodiom ha manieziom a zo en eil hag egile, koulz hag an oligoelfennoù a gaver en dourvor.

Tresad silin Bauligné e Gwenrann. Mirdi ar Paludoù-holen © Gildas Buron.

MENEGIÑ AR PENNAD

Aozer : Gildas Buron, « Ar paludoù-holen », Bécédia [en ligne], ISSN 2968-2576, mis en ligne le 15/11/2016.

Permalien: https://bcd.bzh/becedia/br/ar-paludou-holen

Kinniget gant : BCD Sevenadurioù

Dielloù e liamm war Bretania.bzh