Perzh eus arzh Breizh ar c’heginañ eo deuet holen Gwenrann da vezañ. Koulskoude e oa bet darbet da paludoù Gwenrann mont da get er bloavezhioù 1970, e anv ar vodernelezh hag evit brasañ gounid ar varc’hadourien betoñs hag an embregerezh Salins du Midi dalc’het gant trafikourien-madoù ar bank La Hénin, skoazellet gant dilennidi zo, Olivier Guichard, maer ar Baol ha gwaz leal de Gaulle en o fenn. Kerkent ha ma oa bet splann an dañjer, pa oa bet atredet holeneier diwezhañ ar Baol, e oa en em gavet difennerien an natur hag ar baluderion a-unan evit talañ ouzh an distruj da zont. Sklaer e oa evit ar re gentañ ne vije dazont ebet d’an holeneier ma c’h afe micher ar baluderion da get. Splannoc’h c’hoazh e teuas an dañjer da vezañ pa voe kaoz a sevel hent-tro bras ar Baol a vije bet goloet gantañ ul lodenn vat eus ar paludoù ha stanket red an dourvor war-zu ur c’halz a holeneier.
Kreñvaet e oa bet ar stourm o sevel ur GFA (ur genberc’henniezh war ur font douar-labour) evit herzel ouzh an hent-tro hag evit staliañ paluderion yaouank. Er bloavezhioù tomm-se e kemeras emsav ekologour-breizhat Bro-Wenrann ur perzh bras er stourm. En em ledañ a reas ar genskoazell c’hoazh pa savas simmidi porzh Sant-Nazer ouzh dilestradeg holen ar Mor-Kreizdouar. E 1979, gant ar berzh a rae ar GFA, e voe divizet skorañ gwelloc’h ar vicher o sevel ur greizenn stummañ paluderion nevez.
Un arouez kreñv ha sanket don e spered tud Bro-Wenrann eo ar paludoù. Kement-mañ oa bet degaset splann war-wel e 1971 pa oa bet savet Ti ar Baluderion gant kelc’h keltiek Baz-Selag, ur beñveg hollret anezhañ evit brudañ paludoù Gwenrann da heul o azginivelezh er bloavezhioù 1980.