Talvoudus-tre eo ar wazh-se koulz evit buhez ar manati hag evit ar furchadegoù bet kaset war al lec’h. Er wantenn, a-us d’ar manati, emañ mammenn ar wazh, 200 m hed anezhi. Ganti e veze pourchaset dour mat d’ar venech ha skarzhet an dour lous betek ar mor. Aet eo honnezh da get abaoe keit all, dindan an atredoù ledet forzh pegement er wantenn, uhelaet he live tamm-ha-tamm. Ul lagenn dindan-zouar a zo anezhi hiviziken. En ur mod divoas awalc’h ez eo bet miret an danvezioù organek el liveoù donañ gant an dour hag ar pri war un dro. Evel-se zo bet kavet en o flas orin :
- Frammoù koad (peulioù, postoù, archedoù)
- Roudoù plant (man, raden, frouezh ha had)
- Relegoù loened (drein pesked, amprevaned)
- Ler ha danvezioù all na vezont ket miret peurliesañ.
Talvoudus-tre int rak koshoc’h eo ar lod brasañ anezhe evit ar bloavezh 1000 pe kempred gant ar bloavezhiadoù 1020-1030.
Troet gant Jean-Dominique Robin