E deroù luskad politikel de Gaulle e Breizh : RPF ha republikaned sokial (1947-1958)

Aozer : Christian Bougeard / Gwengolo 2023
E miz Ebrel 1947 e teu en-dro ar Jeneral de Gaulle er vuhez politikel, e bal stourm a-enep da ensavadurioù ar Pevare Republik. Dont a ra neuze an aozadurioù da heul ar Jeneral da vezañ troet war ar politikerezh kentoc'h eget ar brezel. Meur a strollad politikel disheñvel az aio en anv de Gaulle, an eil war-lerc'h egile betek an deiz a hiziv. E Breizh, lec'h m'eo oberiant rouedadoù ar Frañs libr hag ar Rezistañs diabarzh, e vo bras o levezon. Met dont a raio o izili eus an tu dehoù evit an holl anezho, pe dost.

Bodadeg pobl Frañs (Rassemblement du Peuple Français - RPF) a vez krouet gant ar jeneral de Gaulle en nevezamzer 1947. E penn ar strollad emañ. Ur strollad digor d'an holl eo hemañ, ha divoutin eo pa vez aotreet e izili da gaout div gartenn ezel : en ur strollad politikel, nemet ar Strollad komunour gall (PCF) hag en RPF memes koulz, rak al luskad a zo e bal bodañ an holl Frañsizien. Al Luskad republikan poblek (Mouvement républicain populaire - MRP), eus e du, a vir ouzh e izili ober kement-se. Met ar strollad demokrat-kristen hag aozadur pennañ an tu kreiz dehoù na zeu ket a-benn da zelc'her izili ha dilennidi eus an tu dehoù (maered, kuzulierien-kêr, kuzulierien-veur) a oa bet dilennet war e listennoù e 1945 ha 1946.

Skritell savet gant rann departamant an RPF (bodadeg pobl Frañs) e Roazhon e 1947. Sterniet eo an destenn ha poltred ar jeneral de Gaulle gant livioù ar Frañs. Emañ kroaz Loren etre bannoù an destenn, enni frazennoù tennet eus galv an 18 a viz Mezheven 1940. Gervel a ra ar Frañsizien da « furmiñ » an R. P. F., pezh a c'hell talvezout eo bet embannet ar skritell e deroù al luskad. Mammenn : Dastumadoù Mirdi Breizh. Niverenn renabl : 997.0018.61

Trec'h en dilennadegoù da gentañ

E miz Here 1947 en deus disoc'hoù mat an RPF diouzhtu en dilennadegoù-kêr (38 % eus ar mouezhioù), a-enep d'an Trede Nerzh (Troisième Force, un emglev gouarnamant etre ar sokialourien SFIO, an MRP, hag hiniennoù dizalc'h en tu dehoù). Ul lodenn vras eus dilennourien an tu dehoù hag an tu kreiz o deus votet evito. Trec'h eo e 52 kêr e Frañs, kêrioù bras e Breizh en o zouez : Naoned, Roazhon, Brest, Kemper, Gwened, met ivez Kemperle, Montroulez, Gwitreg, Redon, Dinan, Loudieg. Embann a ra an RPF kaout 75 maer er Mor-Bihan, 60 e Penn-ar-Bed ha 14 nemetken en Aodoù-an-Hanternoz. Soutenet o deus rezistanted kozh, ha kavet o deus tud da lakaat war ar renk e-touez ar re zizalc'h en tu dehoù, an dilennidi MRP oc'h echuiñ o respetoù, hag un nebeud radikaled. Diwar 17 senedour dilennet evit Breizh e Kuzul ar Republik e 1948 emañ 12 en anv ar strollad-mañ lañs dezhañ. E 1949, en dilennadegoù kanton e vez dilennet 35 kuzulier-meur RPF dre 218 etre tout. E 1951 e teu o niver da 51. A-enep dezho, bewech, ez eo dizunvan an tu kleiz abalamour d'ar brezel yen, ha war ziskar ez a.

Berrbad ar birvilh

Diazezet eo berzh an RPF en dilennadegoù war ul luskad kreñv-tre a geodedourien deuet da lakaat o anv er strollad. Emezelañ a reont en nerzh politikel nevez-mañ o tont e-barzh kevreadoù departamant an RPF a vez stummet adalek an nevezamzer 1947. Gweladennoù stank ar jeneral de Gaulle e Breizh a ro muioc'h a nerzh d'al lañs c'hoazh. Dont a ra da Roazhon ken abred hag ar 27 a viz Mezheven 1947 hag ober a ra anv eus an « arvar komunour » a vefe « disrannel » anezhañ, ha da Gemper d'an 12 a viz Mezheven 1949. Penn ar Frañs libr a zegas ar Rezistañs da soñj : kemer a ra perzh e lid lakaat maen kentañ ar monumant evit strouezheg Sant-Marc'hell e miz Mezheven 1947, ha lid-kinnig hini Kameled gouestlet da Nerzhioù Frañs dieub (FFL) d'ar 15 a viz Gouere 1951.

Skritell evit lid ar 27 a viz Gouere 1947 evit kounaat strouezheg Sant-Marc'hell, bet dalc'het dirak ar monumant koun ha gant perzh ar jeneral de Gaulle. Mammenn : Wikimedia Commons

Met ne bado ket ar birvilh. Hervez an titouroù hollek e vefe bet 18 000 ezel e Penn-ar-Bed e 1948 (3de kevread e Frañs), 12 000 e Mor-Bihan ha 6 500 en Aodoù-an-Hanternoz. Emañ e Breizh, neuze, daou gevread eus an RPF e-touez an eizh brasañ. Met gant div fichennaoueg diabarzh e c'heller resisaat petra a oa an niver gwir a izili. Diskouez a ra ar sifroù ez a war zigresk ken abred ha 1949, ha war ziskar da vat e 1950. 34 244 ezel en deus an RPF e Breizh e 1949 met n'eus ket ken nemet 7 463 anezho e 1950.

E gwirionez e vez digalonekaet meur a zilennad eus an tu kreiz, deuet da gaout goudor dindan skritell an RPF, gant doareoù dibleg ar jeneral de Gaulle, a nac'h outo en em glevout gant strolladoù an tu dehoù a gemer perzh er gouarnamantoù, an MRP zoken. E 1950 eo skoet kevread RPF ar Mor-Bihan gant un enkadenn ziabarzh grevus abalamour d'an dra-se.

Disoc'hoù etre daou en dilennadegoù kannaded

Evit gwir eo bet dipitus disoc'hoù dilennadegoù kannaded miz Mezheven 1951 evit strollad de Gaulle (121 kannad e Frañs). An Trede Nerzh, muianiver er parlamant, en deus kemmet ar mouezhiañ war listenn diouzh kenfeur gant lezenn ar strolladoù par, he fal harzañ ar gomunourien ha tud de Gaulle. Padal de Gaulle, p'en deus difennet d'e strollad mont par gant reoù all, en deus digresket an niver a sezioù da vezañ gounezet. An nerzh politikel kentañ eo an RPF e Breizh e 1951 : bodañ a ra e listennoù 25,94 % eus ar mouezhioù eztaolet dirak an MRP (24,9 %), met n'o do nemet 8 kannad diwar 39 p'o do 11 an demokrated-kristen. E fin ar gont en deus an RPF tri c'hannad dre zek e Penn-ar-Bed (27,8 % eus ar mouezhioù), daou en Il-ha-Gwilen gant 23,4 %. El Liger-Izel he deus listenn emglev an tu dehoù (PRL-RPF) pevar c'hannad (37,1 % eus ar mouezhioù) met n'eus nemet daou anezho a sezo er strollad RPF. Er Mor-Bihan eo dilennet Victor Golvan (20,9 % eus ar mouezhioù) a-enep da listenn an tuoù kleiz kaset gant Raymond Marcellin. Met en Aodoù-an-Hanternoz eo bet harzet tud de Gaulle (16,9 % eus ar mouezhioù met kannad ebet dezho) gant listenn Pleven aliañset gant ar radikaled hag an tu dehoù, daoust ma oa bet degaset Louis Terrenoire, e penn an RPF e Pariz, da ren al listenn. Kollet en deus ar PCF e ziv sez daoust m'en deus bet 26,6 % eus ar mouezhioù.

Disrannoù kentañ

D'ar 6 a viz Meurzh 1952 e teu Antoine Pinay, levier ur strollad nevez-krouet, Kreizenn vroadel an dizalc'hidi hag ar beizanted (Centre national des indépendants et paysans - CNIP) da vezañ prezidant ar C'huzul, ha setu an disivoud da gregiñ en RPF. 27 kannad eus an RPF o deus votet evit kadoriañ Antoine Pinay, tri Breton en o zouez, a-enep d'an urzh roet gant ar jeneral de Gaulle. Donoc'h e teu an dizemglev da vezañ pa fell da renerezh an RPF forc'hiñ anezho. E miz Mae e embann 41 kannad e kuitaint ar strollad ha 26 anezho az a kuit e miz Gouere 1952, Joseph Halléguen en o zouez. Diazezañ a reont ur strollad all er parlamant, ar Re zizalc'h evit an ober republikan ha sokial (IARS). Pevar diwar an eizh kannad breizhat az a e-barzh. E 1953 ne chom nemet daou gannad en RPF (De Bénouville ha Golvan). Mont a ra neuze ober ar strollad da netra ha niver an izili da nebeut. E 1954 n'eus ket ken nemet 1 216 ezel en RPF e Breizh (fichennaoueg diabarzh). Kalz a zilennidi dizalc'h eus an tu dehoù a zo pellaet diouzh an RPF, ken abred ha 1952, p'o deus gwelet e oa echu gant al lañs en dilennadegoù. E dilennadegoù-kêr 1953 e vezont dilennet en-dro war listennadoù ordinal eus an tu dehoù, o anv Republikaned vroadel. Er Mor-Bihan e tigresk niver ar vaered RPF eus 75 da 22. E Penn-ar-Bed e koll an RPF 60 % eus ar mouezhioù en doa bet e 1947 hag an hanter eus e vaered. N'en deus ket ken nemet 29, e Bro-Leon dreist-holl.

E 1953 e ro ar jeneral de Gaulle o frankiz d'e zilennidi RPF. Lod a gemero perzh e gouarnamantoù, e 1954-1955 zoken pa 'z eont e-barzh gouarnamant Pierre Mendès France (radikal-sokialour) en desped d'o dizemglevioù war Gumuniezh Europa evit an difenn (Communauté européenne de défense) war Europa (Kumuniezh Europa evit ar glaou hag an dir - CECA) pe war zisparti ar Frañs eus Indez-Sina. Lod eus izili kozh strollad de Gaulle a dolp er Republikaned sokial. Evit dilennadegoù kannaded 1956 ez a tu kleiz an RPF asambles gant an Talbenn republikan (an tu kleiz nann-komunour). Met ne ra berzh listennoù ar Republikaned sokial nag e Frañs (3,7 % eus ar mouezhioù) nag e Breizh (4,17 %) ha n'o deus kannad ebet ken er rannvro. O dilennourien eus an tu dehoù a zo bet adpaket o mouezhioù gant ar CNIP (17 %) ha strollad Pierre Poujade (tu dehoù pellañ, 15,7 %). De Gaulle, eus e du, a zo aet da gColombey-les-Deux-Églises da skrivañ e eñvorennoù brezel.

1958, ul lañs nevez

Gallout a reer krediñ e vefe echu gant luskad de Gaulle er politikerezh. Met stankoc'h e teu ar brezel en Aljeria da vezañ ha d'an 13 a viz Mae 1958 e krog un enkadenn en Aljer a-enep da reizhveli ar 4re Republik : un eil chañs a vo roet neuze d'al luskad morgousket-mañ. Rouedadoù a-du gant de Gaulle, rouedadoù ar Frañs libr hag an RPF a zo adlañset en enkadenn bolitikel hag arme. Kevreañ a reont evit goulenn e teufe ar jeneral de Gaulle da benn ar Stad en-dro e fin miz Mae 1958. Er Mor-Bihan ez eus diazezet ur Poellgor republikan evit kaout rekour ouzh ar jeneral de Gaulle, ennañ dek ezel, izili kozh eus an RPF evit pemp anezho. E Penn-ar-Bed e krou Charles Le Goasguen, bet ezel eus an eil DB ha kompagnun an Dieubidigezh, ar Gevredigezh evit souten oberioù ar jeneral de Gaulle e penn-kentañ miz Mezheven. Kannad Brest a vo evit strollad de Gaulle, an UNR (Unvaniezh evit ar Republik nevez), etre 1962 ha 1967. Ar rumm « gaullist », UNR pe get, a vez dibabet gant meur a zanvez-kannad eus an tu dehoù war ar renk evit dilennadegoù kannaded e miz Du 1958 e Breizh. Un nebeud re a zibabo an Tu kreiz evit an adreizh republikan (tu kleiz a-du gant de Gaulle) e Brest, Kemper ha Loudieg. Er 5vet Republik nevez-c'hanet emañ un amzer nevez o kregiñ evit luskad de Gaulle er politikerezh.

 

Troet diwar ar galleg gant Lena Catalan Marcos

MENEGIÑ AR PENNAD

Aozer : Christian Bougeard, « E deroù luskad politikel de Gaulle e Breizh : RPF ha republikaned sokial (1947-1958) », Bécédia [en ligne], ISSN 2968-2576, mis en ligne le 27/09/2023.

Permalien: https://bcd.bzh/becedia/br/e-derou-luskad-politikel-de-gaulle-e-breizh-rpf-ha-republikaned-sokial-1947-1958

LEVRLENNADUR

 

  • Bougeard Christian, L’évolution des forces politiques en Bretagne. Comment la région est passée de la droite à la gauche (1946-2004), Rennes, PUR, 2022.
  • Cressard Jacques, Sociologie des compagnons du RPF en Bretagne. Étude du fichier des adhérents de 1954, DEA, Rennes, université Rennes 2, 1995.
  • Hostiou Franck, Le RPF dans le Finistère, maîtrise d’histoire, Brest, CRBC, UBO, 1997.
  • Lachaise Bernard (dir.), De Gaulle et le RPF (1947-1955), Paris-Bordeaux, Fondation Charles-de-Gaulle, université de Bordeaux 3, Armand Colin, 1998. Voir Christian Bougeard, « Le RPF dans l’Ouest breton (Finistère, Côtes-du-Nord) », pp. 225-237, et Jacqueline Sainclivier, « Les élus RPF en Bretagne : des hommes neufs ? », pp. 352-363.
  • Rivière Christophe, « Les mouvements gaullistes dans le Morbihan, 1946-1958 », Mémoires de la Société polymathique du Morbihan, t. CXXXI, 2005, pp. 251-304.

 

 

 

Kinniget gant : BCD Sevenadurioù