Joseph Halléguen

Aozer : Christian Bougeard / Gwengolo 2023

Ganet eo bet Joseph Halléguen e 1916 en ur familh eus Kemper. Ur beajour kenwerzh a zo eus e dad. Studiañ a ra e kloerdi bihan Pontekroaz hag e skol-veur c'hregorian Roma war-lerc'h. Emañ o labourat e Liban e 1940 pa 'z eo kaset da vezañ sekretour evit ar gourc'hemenn breizhveuriat e Jeruzalem (Palestina). En em enrolliñ a ra er Frañs libr d'ar 24 a viz Mezheven 1940. E-pad dek miz e kas abadennoù radio evit Liban ha Siria a zo dindan beli Vichy. Mont a ra da Vro-Saoz e miz C'hwevrer 1942 ma 'z eo stummet war ar vicher oberataer e kirri-nij. Stourm a ra e strollad Loren en Aerlu Frañs Dieub (FAFL).

Joseph Halléguen a zo marc'hadour lêr ha krec'hen e Kemper hag unan eus diazezourien bodadeg pobl Frañs (RPF). Anvet eo sekretour departamant da c'hortoz d'an 29 a viz Ebrel 1947 ha dileuriad departamant war-lerc'h. Nagenniñ a ra outañ lod eus izili hanternoz Penn-ar-Bed e 1949. E penn listenn an RPF emañ evit dilennadegoù-kêr miz Here 1947 (10 dilennad, 36 % eus ar mouezhioù). Diaraogiñ a ra e listenn hini an MRP, a oa neuze o ren an ti-kêr. Dont a ra da vaer Kemper gant harp an MRP hag a-enep da zilennidi an tu kleiz, ha kuzulier-meur war-lerc'h e 1951. E 1950 eo Joseph Halléguen, oc'h harpañ René Pleven ha Joseph Martray, unan eus diazezourien ar Poellgor studiañ ha liammañ interestoù Breizh (CELIB).

Joseph Halléguen, Aotrou maer Kemper, o tegemer ar prezidant Vincent Auriol d'an 30 a viz Mae 1948. Mammenn : dielloù kêr Kemper.

Dilennet eo Joseph Halléguen da gannad Penn-ar-Bed (teir sez dre zek, 27,8 % eus ar mouezhioù) e dilennadegoù kannaded miz Mezheven 1951, pa oa an trede war listenn an RPF. D'ar 6 a viz Meurzh 1952 e vot 27 kannad eus an RPF dre 121, tri Breton en o zouez, evit kadoriañ Antoine Pinay, levier an tu dehoù, da brezidant ar C'huzul, o vont a-enep da urzhioù ar jeneral de Gaulle. A-du emañ tud de Gaulle e Penn-ar-Bed evit kompezañ gant an disivouderien pa vez kinniget forc'hiñ anezho d'an 22 a viz Mae. Joseph Halléguen a sin neuze ul lizher gant 41 kannad RPF a embann int prest da vont e-barzh ar strollad muianiver er gouarnamant. Da heul kuzul ledanaet Saint-Maur (miz Gouere 1952) emañ e-touez ar 26 kannad az a maez eus an RPF evit krouiñ ar Re zizalc'h evit an ober republikan ha sokial (IARS), ur gronnad parlamantel nevez, pezh a gaso ar RPF war hent an enkadenn hag an diankadenn war-lerc'h. E penn ul listenn disivoud emañ Halléguen evit dilennadegoù-kêr 1953, met n'eo ket dilennet da vaer en-dro. Mervel a ra a-grenn d'ar 31añ a viz Genver 1955.

MENEGIÑ AR PENNAD

Aozer : Christian Bougeard, « Joseph Halléguen », Bécédia [en ligne], ISSN 2968-2576, mis en ligne le 27/09/2023.

Permalien: https://bcd.bzh/becedia/br/joseph-halleguen

Kinniget gant : BCD Sevenadurioù