Graferezh hag engouestladur politikel e Breizh (1970-1990)

Aozer : Céline Chanas / Ebrel 2022
Er bed a-bezh, er Frañs, met ivez e Breizh eo bet ar bloavezhioù 1970-1990 ur mare m’eo bet fonnus ar skritelloù, un mod eztaoliñ an engouestlañ politikel : sevel a raed a-enep brezel ar Viet-Nam, an diktatouriezhioù pe an Apartheid ; stourm a raed ouzh kreizenn nukleel Plougoñ pe al lanvioù du ; azgoulenn a raed gwirioù evit un identelezh sevenadurel, gant ar skolioù Diwan, ar festoù-noz hag an diskouezadegoù. Pe e vefent dizanv pe amatourien, an arzourien a vev diwar o arz, hag ar c’hrafourien o deus tapet o lod evit degas doareoù graferezh pinvidik ha liesseurt.

Frankiz, Ingalded, Breudeuriezh, Moustrerezh, Diziuzan, Gouennelouriezh. Skritell gant Fañch an Henaff hag Alain Quernec (1986). Dastumadennoù Mirdi Breizh, Roazhon : 2010.0032.21, ©Gwirioù miret strizh.Gant Fañch an Henaff eo bet savet ar skritell-se, dre genlabour gant Alain Le Quernec, da vare lezenn Pasqua (lezenn nnn86-1025 an 9 a viz Gwengolo 1986) a oa he fal strishaat modoù an estrañjourien da zont e-barzh ha chom er Frañs. Deuet e oa da heul drouklazh Malik Oussekine met ivez ar gwallzarvoud bet c’hoarvezet da François Rigall, studier e Brest hag en doa paket ur c’hreunadenn en e fas, betek ma voe dizremmet ar paotr yaouank da viken. Ur galv d’ar bobl da zont da reiñ dorn d’ar studierien eo ar skritell-mañ, bet savet dindan berr, sachet gant tan an darvoudoù spontus : eus ar raktres d’ar skritell moullet n’eus bet nemet 2 zevezh hepken. Evel an holl raktresoù stourm e oa bet kinniget d’ar studierien e Brest, ha votet e oa bet eviti dre sav-dorn.

Donemat e bro-Loren, dizanv, 1979. Dastumadennoù Mirdi Breizh, Roazhon : 2019.0001.123, CC BY NC ND.Ne veze ket sinet darn vras skritelloù an Unvaniezh demokratel Breizh, met ne vezont ket pell diouzh awen grafek ar mare – implij ar c’henstroll luc’hskeudennoù, labour al lizherennerezh – pezh a blije kement d’ar rakgwardiezh sevenadurel etre an daou vrezel. Fent trenk ha mousgoap a veze implijet alies-mat ivez. Gant un arzour-stourmer, Jean-Claude Faujour, e oa bet savet an tres ar gaouenn du ha melen e diabarzh ur c’helc’h, arouez an UDB e-pad degadoù bloavezhioù.

War-sav, Breizh, skritell gant Alain Le Quernec (1978). Dastumadennoù Mirdi Breizh, Roazhon : 979.0004.41, ©Pep gwir miret strizh.Ar skritell-mañ a oa bet savet da geñver koulzad ar Strollad Sokialour e 1978 evit mad al labour, mont a ra e-touesk an endro politikel a-raok an dilennadegoù prezidant e 1981 ha donedigezh an tu-kleiz ar galloud. E Breizh ez eus bet gwelet un nebeud kêrioù o troc’holiañ war-zu an tu-kleiz en dilennadegoù evit an ti-kêr e 1977, evel e Roazhon, lec’h ma oa bet dilennet Edmond Hervé, ar maer sokialour nevez. Daou zoare eus ar skritell a zo bet savet gant Alain Le Quernec, unan e Galleg, eben e Brezhoneg : en ur adtapout koulz er skeudenn hag el luganoù referañsoù al luskad politikel breizhek a-raok ar brezel, e lak war-raok temoù a-bouez tro-dro d’ar rannvroeladur hag an digreizennañ.

Treiñ a ra ar graferezh eus Breizh da Varsovia, en ur dremen dre La Habana

Er bloavezhioù 1960, e oa deuet ar skritelloù da vezañ ur stumm a-bouez-bras evit diskouez an engouestlañ politikel. Grafourien e-leizh a gav o awen enno, ha lod diouto a lak o engouestladurioù politikel enno ivez. E-doug an degadoù bloavezhioù war-lerc’h, 1970, 1980 ha 1990, e kendalc’h ar skritelloù da gemer o flas evel ur mediom a-bouez en takadoù foran, gant ur yezh, ur c’hod dezho : poblel, aes d’an holl da gompren, peget ouzh ar mogerioù, treuzfurmet pe diroget zoken. Breizh ne chom tamm ebet er-maez eus al luskad skritelloù-se pa vezont stank war ar mogerioù er c’hêrioù koulz ha war ar maezioù.

Un nebeud luskadoù arzel eus penn-kentañ an XXvet kantved, koulz en Europa hag er Stadoù Unanet, a zo deuet a-benn da vezañ daveoù boutin evit grafourien ar bed-holl : ar savadurelouriezh e Rusia, ar c’henstrollañ luc'hskeudennoù, ar Bauhaus pe c’hoazh ar Pop Art zo bet adkempennet gant ar rummadoù nevez a felle dezho ac’hubiñ tachennoù foran gant doareoù nevesoc'h. 1968 en deus laosket e roudoù ivez, ha degaset doareoù nevez da implij dafar ordinal ar stourmoù : ar skritelloù politikel, savet war ar prim, moullet diwar netraigoù, a dape o flas er straedoù e-tal an traktoù, ar c’helaouennoù, ar c’hraflevrioù ha fanzinoù. Ar grouidigezh grafek, ul labour hollek alies, a veze maget gant ar skiantoù sokial o virviñ, ha dont a rae e-barzh tachennoù poblek, eus ar c’helaouennoù d’ar c’holoioù pladennoù pe levrioù godell.

Tremen a rae ar skeudennoù eus ur c’hevandir d’un all, en ur veskañ arz ha politikerez. Kejañ a rae ar c’hrafourien, en em stummañ a raent, tapout a raent o awen a-hed o beajoù, an diskouezadegoù pe gant o lennadennoù kelaouennoù hag embannadurioù. Polonia, lec’h ma kaved grafourien veur evel Jan Lenica pe Henryk Tomaszewski, a oa deuet da vout un dave n’helled ket ober hepti, ha diouzh un tu all, skritelloù Kuba, war-lerc’h an dispac’h sokialour a oa erru en e oadvezh aour ivez. E Breizh, hag e Penn-ar-bed dreist-holl eo bet a-bouez bras ar bloavezhioù-se gant ar c'hrouidigezhioù grafek hag ar produiñ skritelloù stank a-walc’h, diwar labour skritellourien a-vicher hag anavezet-mat, (Alain Le Quernec, Fañch an Henaff), met ivez re all dianav hag a laboure evit ar stourmoù ar rannvro, evit strolladoù politikel, kevredigezhioù, kuzulioù skoazell pe bruderezh a bep seurt. Ur spered-krouiñ puilh a gase d’e heul un emskiant eus ar glad a-berzh ur strolladig skritellourien, a-vicher pe get, met dedennet-bras gant skritelloù Breizh : evel-se eo bet krouet e 1989 ar gevredigezh Skritellaoueg Breizh, a oa he fal dont da vezañ un doare « mirdi skritelloù Breizh ». Degaset eo bet ar fontoù-se d’an dielloù departamant hiriv an deiz.

Polske Lubie, skritell gant Fañch an Henaff, 1985. Dastumadennoù Mirdi Breizh, Roazhon : 2010.0032.113, CC-BY-NC-ND.

Pa fell d’ar c’hrafourien cheñch ar bed ! Galvadegoù etrevroadel

Adalek kreiz ar bloavezhioù 1960 ha betek ar bloavezhioù 1990 eo bet desachet ar meno etrevroadel : manifestiñ a raed EVIT pe A-ENEP; engouestlet e vezed e anv uhel-vennozhioù demokratel, evit ar frankiz, an emrenerezh. Cheñch ar bed e oa ar pal ! Ne chomas ket bed ar c’hrafourien er-maez eus al luskad-se ha gwelet a raed skritelloù o vleuniaoua en Alamagn, en Izel-vroioù, e Breizh-veur, e Kuba, er Frañs… betek Breizh.

Dre ma oa bet tapet gant an arzourien an hevelep stourmoù ha roet dezho stummoù grafek, produet, treuzkaset ha renevezet o doa neuze ar sinoù grafek a vez strewet dre ar bed : tog begek ar Viet-Nam a zeuas da viken da vout arouez ar stourm ouzh an impalaeriezh stad-unanat ; ar voull-douar a embanne c’hoant ur blanedenn laouenoc’h evit an denelezh ; ar goulm a oa arouez ar peoc’h. An hevelep lusk ha levezon a veze war c’hrafourien Breizh : lakaet o deus o arz e servij ar stourm ouzh diktatouriezhioù Amerika ar Su, evit ar peoc’h hag ar stourm ouzh ar ouennelouriezh… en ur zerc’hel memestra un troad sanket mat war zouar Breizh, gant engouestladurioù liammet gant darvoudoù ar vro. Sevel a rae Fañch an Henaff da skouer evit harpañ tud paket gant en o buhez hiniennel : heuliañ a rae an emsevel e Breizh evit Madalen Lagadeg, ar glañvdiourez eus Gwipavaz bet drouklazhet er e 1989 d’an oad a 27 vloaz. Savet en deoa div skritell evit ar c’huzul skoazell : an hini gentañ gant tres ur bod-roz ha luc’hskeudenn Mado war un diadreñv gwenn, a oa bet savet evit diskuliañ ar muntr ha torfedoù arme ar Salvador. En e skritell bet savet en enor da Chico Mendès, ar sindikalour bet drouklazhet er Brazil e 1989, e lake e engouestladur e pleustr : war e gont eo bet moullet ha skignet an 300 skouerenn outi. Aet eo ouzhpenn-se ul lodenn eus ar gounidoù d’ur gevredigezh eus Brazil a ra war-dro mirout ouzh an digoadañ en o bro.

War dachenn ar rannvro e weled meur a emgav politikel, sindikadel, kevredigezhel e-doug ar mare-se hag a zo bet abegoù evit sevel skritelloù. Pa seller ouzh ar sifroù, daou seurt darvoud zo bet prantadoù a-bouez hag o deus broudet ar sevel skritelloù e-leizh, digant grafourien a-vicher koulz hag ar re zizanv : al lanvioù du, hag hini an Amoco Cadiz, e 1978 dreist-holl, hag al luskadoù enep-nukleel, ha stourm ouzh raktres kreizenn nukleel Plougoñ a voe en e barr e-doug ar goañv 1981 pa voe dalc’het an enklask foran.

 

Graferezh hag urzhiadoù

Splannoc’h c’hoazh eo engouestladur sokial ha politikel ar c’hrafourien en o doareoù micherel hag en o aozadurioù, evel er stourmoù a veze harpet ganto, hag an darempred o doa gant o arc'hantourien. Pe e vefent o labourat en o-unan pe en ur strollad, e klaske ar c’hrafourien en em adkavout el labourioù a asantent kemer e karg, pe e vefent o tont eus ensavadurioù foran, strolladoù politikel, sindikadoù pe kevredigezhioù. Ledan e oa o zachenn pa yae eus ar politikerezh da c’houlennoù ar gevredigezh, gant ul lodenn sevenadurel o vont war vrasaat e kenarroudoù ar bloavezhioù 1980, ha diorren ar politikerezhioù sevenadurel. Alain Le Quernec da skouer en deus un darempred a fiziañs gant ar strollad sokialour, ha gant aotrou maer Kemper peurgetket, Bernard Poignant. Met kenlabourat a rae ivez gant meur a ensavadur sevenadurel er vro, evel ar mirdioù pe ar festivalioù, met ivez kevredigezhioù pe sindikadoù. Fañch an Henaff diouzh e du a zalc’he gant un hentenn personeloc’h, gant meur a skritell bet embannet war e gont e-unan. Gwechoù zo e c’hellent en em gavout war an hevelep darvoudoù pa savent raktresoù a-gevret, evel da skouer ar skritell Liberté égalité fraternité répression sélection racisme(Frankiz,ingalded breudeuriezh moustrerezh diuzerezh gouennelouriezh) bet savet e 1986. Arzourien all a dape krog er skritell-se ivez d’ar mare-se, evel Alain Goutal, en doa krouet e 1980 ur skritell brudet-tre a-du gant diskounadur ar brizonidi politikel breizhat, en tu all d’e labour skeudennadurioù pe an tresadennoù kelaouiñ .

MENEGIÑ AR PENNAD

Aozer : Céline Chanas, « Graferezh hag engouestladur politikel e Breizh (1970-1990) », Bécédia [en ligne], ISSN 2968-2576, mis en ligne le 4/04/2022.

Permalien: https://bcd.bzh/becedia/br/graferezh-hag-engouestladur-politikel-e-breizh-1970-1990

LEVRLENNADUR : 

 

  • Face au mur. Le graphisme engagé de 1970 à 1990 (catalogue de l'exposition éponyme), Rennes, Musée de Bretagne, 2020. 

Kinniget gant : Bretagne Culture Diversité