Skritelloù politikel e diabarzh dastumadegoù mirdi Breizh

Aozer : Céline Chanas / Ebrel 2022

E Mirdi Breizh ez eus ur font skritelloù diwar-benn ar politikerezh dre vras, a ya war an tachennoù ekonomikel, sokial, sevenadurel met ivez war ar vuhez politikel.

Penaos eo erru er mirdi an holl dielloù-se, pa vezont peurliesañ berrbad – peget ouzh ar mogerioù, war ar peulioù, ar pontoù, pe ingalet etre daouarn ar stourmerien – , bresk e vezont dre ret dre ma vezont tennet pe diroget ? Dleout a reomp kalz da Jean-Yves Veillard, a oa bet rener mirdi Breizh, hag en deus bet dastumet danvez e amzer ha da vezañ roet o flas da objedoù ha dielloù ne gavent ket o flas er mirdioù betek neuze.

E-tal skritelloù dianav evit votadegoù pe sindikadoù e kaver neuze krouidigezhioù arzel hep o far, lod anezho bet prenet gant ar mirdi, lod all bet roet. Evel-se e kaver re Alain Le Quernec pe re Fañch an Henaff, en deus bet roet ur skouerenn eus pep labour diwar e zorn, skritelloù, maketennoù, amprouennoù, pezh a ro da anavezout hentenn e grouidigezh grafek penn-da-benn.

Hag e 2019 eo dre un donezon eo erruet er mirdi ur yoc’h a 214 skritell eus Unvaniezh Demokratel Breizh, ur strollad politikel merket a-gleiz, bet savet er bloaz 1964. Prest eo ar mirdi da binvidikaat e font c’hoazh, pa erruio skritelloù o tont eus arc’hantourien all, evel ar strollad PSU Breizh, komiteoù lec’hel titouriñ war an nukleel, kevredigezhioù gwarez an endro evel ar Gevredad evit studi ha gwarez an natur e Breizh (SEPNB).

 

MENEGIÑ AR PENNAD

Aozer : Céline Chanas, « Skritelloù politikel e diabarzh dastumadegoù mirdi Breizh », Bécédia [en ligne], ISSN 2968-2576, mis en ligne le 4/04/2022.

Permalien: https://bcd.bzh/becedia/br/skritellou-politikel-e-diabarzh-dastumadegou-mirdi-breizh

Kinniget gant : Bretagne Culture Diversité