Hanez ar Seiz Breur, mojenn ha gwirionez

Aozer : Daniel Le Couédic  / Genver 2023
Tennet e oa bet ar Seiz Breur er-maez eus an ankounac’h e-kerzh ar bloavezhioù 1980 : ur bam. Abaoe ez eo chomet anv o breuriezh ur stampilh evit an oberoù arz hag artizanel o taveiñ d’an nevezadur breizhat a oa bet etre an daou vrezel. Diwar gement-mañ ez eo deuet diazezerien hag izili pennañ ar Seiz Breur da vezañ brudet, ur brud n’o doa ket bet e-pad keid-all a-raok.

Ur c’henarroud europat

E diwezh an XIXe kantved, dre Europa a-bezh, e teuas ur pouez nevez d’an arzoù pleustrek, evit abegoù a denne d’an ideologiezh, d’an ekonomiezh, d’ar sevenadur ha d’ar gevredigezh, liammet ouzh an treboulañsoù savet diwar gresk an industriezh. “Kevredigez *Broadel Breiz” (Union régionaliste bretonne, URB) a daolas pled warno, kerkent ha krouet e 1898, ha muioc’h c’hoazh, adalek 1911, “Unvaniez Arvor” (Fédération régionaliste de Bretagne, FRB) a oa bodet enni tud a oa mailhoù war an « industriezhioù bihan diwar ar maez », evel Alfred Ely-Monbet, hag ivez war teori an nevezadur breizhat, evel Frañsez Vallée, hag a anaveze mat-tre an arts and crafts societies savet gant William Morris.

Mennozh Breizh renevezet

E 1912 e oa bet votet gant Kambr an Deputeed ur mennad, kaset da netra gant ar brezel bras : e vije savet e Pariz e 1915 un diskouezadeg etrebroadel diwar-benn an tem-se. Met e 1916 e oa bet lakaet rannvroioù e plas evit an arzoù pleustrek, en o fenn pep a vodad karget da vroudañ o obererezh, kement ha ken bihan ma savas en-dro, kerkent ha deuet ar peoc’h, ar mennozh da aozañ un abadenn veur a-benn ar bloaz 1924, gant ar soñj da vrasaat lodenn ar rannvroioù evel ma oa bet kinniget dija da geñver an Diskouezadeg etrebroadel e 1900. Diwar ar mennozh-se, setu ma savas c’hoant en un dornad arzourien yaouank o chom e Pariz, tik gant o Bro-Vreizh avat, da gemer perzh, entanet ma oant ouzhpenn-se gant krouidigezh ul luskad politikel emrenour a gavent birvidik-tre. Groupement régionaliste breton e oa anv al luskad-se, adanvet prestik goude Unvaniez Yaouankiz Vreiz, hag embann a rae Breiz Atao, ur gelaouennig a oa pellik c’hoazh da neuze eus ar mennozhioù krenn-ha-krenn e oa da zifenn diwezhatoc’h. Er strolladig-se e oa bodet Jeanne Malivel eus Loudieg, René-Pierre (René-Yves e anv arzour) Creston eus Sant-Nazer hag e wreg, Suzanne Candré, prestik goude ivez an Naonedad Jorj Robin, a ouie mont evelto da gentelioù brezhoneg ar C’helc’h Keltiek, kaset gant Jean Caroff er Sorbonne.

Jeanne Malivel. Poltred : Raphaël Binet. Mammenn : Kevredigezh Jeanne Malivel. Gwen Lecoin
Golo al levr « Jorj Robin skulter *vreton », embannadur bihan e niver. Mammenn : KEBK Skol-Veur Breizh-Izel, Brest.

Ty Breiz e 1925 : an diskuilh

E 1923 e tivizas Jeanne Malivel distreiñ da Vreizh, hep dilezel avat ar soñj da gaout Breizhiz o kemer perzh en Diskouezadeg, ampellet betek 1925. En em gavout a reas gant René-Yves ha Suzanne Creston e miz Gouere e Troveni Vras Lokorn ha goude-se e miz Gwengolo e pardon ar Folgoad. Evit anviñ ar strollad – a oa da greskiñ, met gant muzul, kement-mañ a oa a-bouez da Jeanne Malivel – e kinnigas honnezh un anv tennet eus ur gontadenn a blije kalz dezhi, Les Sept Frères, a voe lakaet ganti e brezhoneg : Ar Seiz Breur. Savet e voe neuze listenn ar vignoned a oa anezho arzourien pe artizaned, e-tailh da empentiñ ar pavilhon breizhat, peogwir e kave da dud ar strolladig-se e oa dezho da gemer anezhañ e karg penn-da-benn gant sikour an arkitektour Georges Dommée. Gant donedigezh Pierre Abadie-Landel, Gaston Sébilleau ha Christian Lepart e voe kresket ar strollad. Ambisionet e oa an dud yaouank-se da reneveziñ ordinal Breizhiz dre en em harpañ war kement gouzout-ober a oa en hengoun, ha kement-mañ a oa da badout pelloc’h goude an Diskouezadeg.

Un aozadur all a oa bet savet e-keit-se avat, dezhañ ar memes pal, skoazellet gant ensavadurioù a-bouez. Al livour Jean-Julien Lemordant e oa ar mentor anezhañ, e barr e vrud hennezh da neuze, enkorfet enañ ar yaouankiz brevet gant ar brezel bras. Ne oa ket ar Seiz Breur evit lipat ar maout eta, re verr an arc’hant ganto ha re strizh o rouedad. Ken dalc’hus e voent evelkent ma voe kavet o brastresoù a ziougan mat, ha ma voent aotreet da ginklañ an Osté, ur mell sal voutin staliet e-barzh Ty Breiz. An arrebeuri, ar c’hinklaj, an traoù a bep seurt : pep tra a oa war o anv er sal-se. Graet e voe fed, ha loreet e voent. A-boan ma oa bet skrivet ar bajenn-se koulskoude, setu ma voe troet kerkent, rak Jeanne Malivel ne oa ket bet o welet ar pavilhon zoken : euredet nevez zo, ha gwall dizhet dija gant ar c’hleñved a oa da gas anezhi da Anaon d’an 2 a viz Gwengolo 1926, honnezh a oa pellaet eus ar Seiz Breur.

Arrebeuri glas gant Jeanne Malivel. Mammenn : Kevredigezh Jeanne Malivel. Gwen Lecoin
Sal an Osté, Ty Breiz, 1925. Tresadenn gant Creston o tiskouez ar sal evel ma oa bet kinklet. Mammenn : René-Yves Creston. Dastumadegoù Mirdi arzoù hag istor - kêr Sant-Brieg. Inv. 89.7.19

Fall ar jeu, hag adlañset

Ar gelaouenn Kornog. Mammenn : KEBK Skol-Veur Breizh-Izel, Brest.
Gwall ziasur e oa ar marevezh a zigoras da neuze, rak ouzhpenn-se Jorj Robin, a oa kontant da adaozañ ar strollad, a voe tapet prestik goude gant an droug-skevent, ur c’hleñved a oa ar skulter yaouank da vervel diwarnañ en hañv 1928. Gant poan e teuas Creston a-benn da lakaat da grediñ e chome aozet an traoù memes tra, ha gant barregezh vras e savas mojenn ar Seiz Breur, o tiskouez e-giz-se un ijin-dreist war an darempredoù foran. E 1927, war-lerc’h kemer perzh ha graet berzh en un diskouezadeg arzoù pleustrek e Sant-Nazer, darn anezhi o tougen bri da Jeanne Malivel, e savas soñj ennañ e oa erru poent plantañ tizh da vat, dre gevrediñ oberourien bennañ ar risorgimento breizhat a oa entanet gantañ ar grouerien war bep tachenn. Ur gelaouenn e div yezh, Kornog, a voe roet lañs dezhi gant ar pal-se, ha war-lerc’h homañ, d’an 29 a viz Meurzh 1929 e Sant-Brieg, e voe lakaet Unvaniez ar Seiz Breur e penn ar jeu. Hep treiñ kein d’ar mennozh a oa bet e 1923, e oa ar strollad nevez o vont d’e ledanaat tamm-ha-tamm dre zegemer arkitektourien, muzisianed, tud a bluenn, embannerien, ha betek ur biologour.

Adkavet ar fiziañs hag al lorc’h

Disheñvel-bras evel ma oa ar Seiz Breur e-keñver o oad, o micher, o stummadur hag an dachenn a labourent warni, biskoazh ne voe lakaet ganto ul linenn-stur arzel a vije bet boutin d’an holl. Ur « stil » a zeuas war-c’horre avat, war domani pe zomani, dreist-holl war hini an arzoù grafek. Evel kalz luskadoù hag o deus kontet e istor an arzoù hag ar mennozhioù, emañ talvoudegezh ar Seiz Breur, pa vo lavaret, da vezañ kavet koulz en oberennoù savet gant an izili, ha koulz en doktrin bet lakaet ganto da stur, er startijenn a savas diwar o strivoù hag er skeudenn eus Breizh a voe roet ganto. Bras-kenañ e voe disoc’h ar Seiz Breur, disputet na pa vefe hiziv a-wezhioù, pa voe diskouezet ganto e c’hell an nen mont en e amzer vremañ penn-kil ha troad, skarzhañ kuit eus ar maezioù ha karout ar c’hêrioù, hep dizalc’her evit kelo-se un hêrezh kemeret e-bourzh e-serr antreal er vodernelezh. Seul vrasoc’h dellez ar Seiz Breur, gant o dalc’husted hag o disoc’hoù, ma oa bet tordorosek o hent. Creston, a voe Yann ar Mil Micher er Seiz Breur, ne baouezas ket e brederidigezh da gemer nouspet hent-strew, en tu-hont da dachenn an arzoù a-wezhioù, ha diwar goust straniñ un tammig war bep tu zoken. Barrek a-walc’h e voe avat evit mont ouzh ar stur ha dalc’her ar vag en he hent da geñver mareoù ha dibaboù tu-pe-du. Ar skouer wellañ e voe sevenidigezh ar pavilhon breizhat en Diskouezadeg etrebroadel e 1937. Da zigentañ ne oa Creston nemet un dileuriad evel ar re all eus ar bodad aozañ, war al lec’h, e Pariz, met dont a reas a-benn da vezañ un den ret e gaout evit Octave-Louis Aubert, prezidant ar bodad-se. Silañ a reas ar Seiz Breur e-barzh kement rann eus al leurennaozañ a-bezh, hag eñ eo a reas war-dro tuta ar berzhidi bennañ, peogwir ne oant ket bet tutaet c’hoazh.

Pavilhon 1937 : ar sal veur, boulzouar Creston en he c’hreiz. Foto gant Renée Vingrief (1910-2007). Mammenn : Daniel Le Couédic
Pavilhon 1937 : sal an teknikoù hag an obererezh (Péron, Jouan, Creston, Le Boyer). Foto gant Renée Vingrief (1910-2007) Mammenn : Daniel Le Couédic

Eus ar morganezed d’ar peñse e-pad ar brezel

Dre berzh abadennoù hag embannadurioù liesseurt e voe lakaet da frouezhiñ ar gounidoù-se, ouzhpenn ma voe sevenet gant ar Seiz Breur un teori eus an etnologiezh evel mod da gompren penaos produiñ a-stroll en ur gemer e kont an amzer dremenet, gant ar spi da dennañ kentel ha da levezoniñ kevredigezh o amzer. Gant ar brezel, – ne vije ket kredet –, e voe ledanaet c’hoazh ar pezh a venne ar Seiz Breur ober peogwir e oa en o zouez emsaverien a bep kostezenn, an Emsav o vezañ un daspun mesk ha mell eus an aozadurioù a roe da Vreizh ar gwir da gaout ur blanedenn diouti hec’h-unan. Gant se e pakas ar Seiz Breur kement taol ha kement astaol a oa da bakañ war-lerc’h ar brizh-avanturioù politikel a oa bet d’ar c’houlz-se e Breizh. Creston, hag a gemeras perzh er Rezistañs a-hend-all evel Gaston Sébilleau, a voe unan eus an dud pennañ war-dro Framm Keltiek Breizh. Savet e oa bet ar framm-se evit deskiñ d’ar pennoù-bras da zont penaos ober gant an emrenerezh war tachennoù an arzoù, al lizhiri hag ar skiantoù, ha bepred ha dalc’hmat e veze plaset mat ennañ ar Seiz Breur gant Creston. Neoazh e oa deuet ken bras ar raktresoù – dreist-holl aozadur an Artizanelezh, bet c’hoantaet gant renad Vichy – ken e savas paravi e-mesk izili ar strollad ha betek droug etrezo. A-nebeudigoù e kollas Creston an dorn en doa bet war ar Seiz Breur, hag e roas e zilez eus e garg a brezidant ar strollad d’ar 4 a viz C’hwevrer 1944 ; Zavier Langleiz eo a gemeras e lec’h. E-pad ur pennadig, goude ar brezel, e voe Creston gant ar soñj adlañsiñ an unvaniezh, padal ne oa pal ebet ken d’un hevelep adlañs : kaset e oa bet da benn un darn vat eus an tamm labour a oa bet lakaet ober, hag evit un amzer nevez e oa doareoù nevez da gaout. Un emvod diwezhañ a voe d’ar 26 a viz Gouere 1947 e stal-levrioù René-Théophile Salaün e Sant-Brieg, hag a lakaas un echu d’an avantur-se o doa bet kemeret perzh ennañ 62 ezel eus ar Seiz Breur.

Golo roll kendalc’h Framm Keltiek Breizh, 1942. Mammenn : Daniel Le Couédic

 

MENEGIÑ AR PENNAD

Aozer : Daniel Le Couédic , « Hanez ar Seiz Breur, mojenn ha gwirionez », Bécédia [en ligne], ISSN 2968-2576, mis en ligne le 13/01/2023.

Permalien: https://bcd.bzh/becedia/br/hanez-ar-seiz-breur-mojenn-ha-gwirionez

LEVRLENNADUR

  • Le Couédic Daniel et Veillard Jean-Yves (dir.), Ar Seiz Breur 1923-1947, La création bretonne entre tradition et modernité, Éd. Terre de Brume / Musée de Bretagne, 2000, 271 p. + CD musique (réédition Palantines, 2007).
  • Le Couédic Daniel, Les Architectes et l’idée bretonne (1904-1945), Rennes, éd. SHAB/AMAB, 1995, 914 p.
  • Le design en Bretagne hier et aujourd’hui, TRAIT D’UNION, 1922 – 2010, catalogue de l’exposition, sous la direction de Michaël Chéneau en collaboration avec Julie Portier, Tangui Le Lonquer et Olivier Levasseur, 48 p, Édition Tangui Le Lonquer / galerie MICA.

Articles

  • Le Couédic Daniel, « Les Seiz Breur I - Le temps des intuitions (1925-1935) », ArMen, n° 52, juillet 1993, p. 58-73.
  • Le Couédic Daniel, « Les Seiz Breur II - L’éclatement », ArMen, n° 55, novembre 1993, p. 59-73.
  • Aumasson Pascal, Savina Joseph, « 1901-1983 : des Seiz Breur à Le Corbusier », ArMen, n° 63, novembre 1994, p. 62-73.

Liens

http://www.bretania.bzh/blog-view/14/le-blog-bretania/120/jeanne-malivel...

Kinniget gant : Bretagne Culture Diversité