André Batillat, arkitektour

Aozer : Hubert Chémereau / Gwengolo 2023

Ur roll pennañ en deus c'hoariet André Batillat evit ma chomfe unvan luskad ar Seiz Breur. Ganet eo bet e 1901 e Sant-Nazer, lec'h ma oa bet anvet e dad, ur barner a orin eus Loren. E 1926, p'emañ o studiañ e Pariz e anavez an etnologour Reun Kreston, eus Sant-Nazer eveltañ. Dont a ra e-barzh strollad ar Seiz Breur neuze. Barrek-kenañ eo evit an aozañ, ha dont a ra a-benn d'ober e vicher a arkitektour ha da vezañ engouestlet e meur a stourm memes koulz.

E 1927 e tigor André Batillat un ajañs arkitektour-kinklour er Baol a-raok digeriñ e studi e Sant-Nazer e 1928. E-touez ar re gentañ e Breizh en deus savet mogerioù e gouel beton, un teknik a ro frankiz d'ar grouerien ha d'an disavourien. Mestr eo an arkitektour war ar c'hinklañ diabarzh. Labourat a ra gant mozaik, karrelloù feilhañs ha pri-poazh. Bamet e vez Reun Kreston gant ar c'hinkladurioù krouet gantañ, evit salioù-dour peurgetket. Kenlabourat a ra a-dost gant an artizan ebenour Gaston Sébilleau. Hennezh a grou, en e atalieroù e Redon, an arrebeuri hag an aozadurioù koumanantet gant pratikoù an arkitektour.

« Villa vreizhat » e 1930. Bet savet gantañ e Pineg ar Baol. Mammenn : Dastumad Françoise Horveno.

Gant ti-kêr Sant-Nazer en deus tapet André Batillat urzhiadoù bras. Er memes koulz eo bet pennañ e roll evit ma kendalc'hfe ar Seiz Breur e mareoù diaesoc'h. Deuet eo e di dezhañ da vezañ annez al luskad, dreist-holl pa vez Reun Kreston o veajiñ alies evit e vicher etnologour.  

Abred e vo engouestlet an arkitektour er Rezistañs, er rouedad krouet e Sant-Nazer gant Reun Kreston, a oa eñ ezel eus rouedad mirdi mab-den, ur strollad rezistanted bet krouet ken abred ha miz Mezheven 1940 e-barzh an ensavadur. Gouiziegezhioù an arkitektour André Batillat a vo talvoudus-kaer d'ar strollad pa vo anv eus tresañ steuñv savadurioù ar porzh-mor evit ar servijoù breizhveuriat da brientiñ an Argadenn Chariot bet kaset da benn d'an 28 a viz Meurzh 1942. Didrouz e vo war e obererezhioù kuzh war-lerc'h ar brezel. A-bouez e vo dezhañ koulskoude chom ezel eus ar c'helc'h bihan graet gant kevredigezh rezistanted 1940 (Association des résistants de 1940), rann mirdi mab-den.

Kartenn rezistant André Batillat. 1940, rouedad mirdi mab-den. Mammenn : Dastumad Françoise Horveno.

Kemer a ra perzh da vat André Batillat en adsevel Sant-Nazer, met harzet eo e red-micher a-daol-drumm pa 'z eo kastizet gardis evit ur fazi melestradurel, e penn-kentañ ar bloavezhioù 1960. Mantret bras eo pa varv Reun Kreston d'an 30 a viz Mae 1964. Marv eo e miz Mezheven 1966.

Kartenn gant André Batillat d'ar 24 a viz Mezheven 1964, lec'h ma lenner anvioù Reun Kreston, Gaston Sébilleau hag ar Seiz Breur. Mammenn : Dastumadoù Mirdi Breizh.

 

MENEGIÑ AR PENNAD

Aozer : Hubert Chémereau, « André Batillat, arkitektour », Bécédia [en ligne], ISSN 2968-2576, mis en ligne le 28/09/2023.

Permalien: https://bcd.bzh/becedia/br/andre-batillat-arkitektour

LEVRLENNADUR

  • Le Couédic Daniel et Veillard Jean-Yves (dir.), Ar Seiz Breur 1923-1947, la création bretonne entre tradition et modernité, Terre de Brume/Musée de Bretagne, 2000.
  • Aumasson Pascal, Seiz Breur pour un art moderne en Bretagne 1923-1947, Locus Solus, 2017.

Kinniget gant : BCD Sevenadurioù