Harp e oa ar morianeta atlantel ouzh an holl obererezhioù ekonomikel a veze graet er porzh-bigi. D'e heul e tiorroas meur a industriezh. Soñjal a reer diouzhtu er sevel bigi hag en uzinoù sukr, met unan eus an industriezhioù a gemeras perzh ar muiañ a oa ar moullañ war wiad, hep mar ebet.
Asambles gant diorren ar morianeta hag e vonedoneoù ez ae diorren an uzinoù lien Indez, bras pe vihan. Harzet e voe pa voe berzet ar sklaverezh, e 1794, da vare an Dispac'h gall, ha dindan ar Restaorasion da heul. Met re vrav e oa an apoue evit pennoù an industriezh, a gendalc'has didrubuilh da ginnig ur c'hatalog tresoù ha lienoù ledan a-walc'h evit kontantiñ ar baramantourien, a gendalc'he da drafikañ er-maez lezenn.
Garv e oa ar c'hevezerezh etre ar michererezhioù, atav. Meur a hini a raes freuz-stal e fin an 18vet kantved. E lodenn gentañ an 19vet kantved ne chome nemet un dornad anezho e Naoned, Favre Petitpierre et Compagnie, Dubey, Dubern et Compagnie, Gorgerat Frères et Compagnie ha Ferdinand Favre Petitpierre et Compagnie en o zouez. Honnezh a voe serret e 1848. C'hoarvezet e oa bet ar memes tra d'ar vichererezh all a rae kevezerezh dezhi. Ne badas ket ouzh cheñchamant ar gizioù er c'hinklañ hag er gwiskañ e Frañs hag en Europa, nag e fin ar morianeta atlantel. Ganto ez eas da get uzinoù lien Indez ar gêr ivez. An nezerezhioù koton, a oa bet digoret goude 1785 evit reiñ harp da c'hennad ar moullañ war wiad, hag a oa bet ar re gentañ o vekanikaat o industriezh er porzh, ne badjont ket kennebeut pa baouezas ar morianeta da vat.