« Gant an dianav eo e vezer sonnet, moarvat, e deportadeg an Afrikaned war-zu an Amerik, a ranker talañ outañ hep prientiñ na zifi. […] Met n'eo mann ebet c'hoazh. Islonk eo ar spontus […]. » Édouard Glissant, « La barque ouverte » e Poétique de la Relation (Poétique III), Gallimard, 1990.
Ar morianeta atlantel o kregiñ e Naoned
Kreskiñ kalz a reas kêr Naoned e-pad eil lodenn ar 17vet kantved, pa vefe anv eus an terkañ pe eus an oberiantizoù. Ar paramantiñ etrebroadel a voe diorroet asambles gant ul lestraz o kreskiñ. A-dreuz ar meurvor e voe oberiant tud ar gêr war meur a dachenn, eus ar pesketa d'an trevadenniñ. Dont a rejont da vezañ pouezusoc'h-pouezusañ, goude 1660 peurgetket. Kenwerzh eeun a oa neuze dreist-holl, da lavaret eo kenwerzh a zaremprede an trevadennoù war-eeun. O kregiñ edo an trafikerezh morianed en Naoned evelato.
Da vare an Indes galantes : Naoned, porzh-morianeta ha sklavelour pennañ Frañs
E penn-kentañ an 18vet kantved e teuas Naoned da vezañ porzh paramantiñ pennañ ar rouantelezh. Eus Naoned e lestre neuze, etre 1707 ha 1711, 75 % eus koulzadoù morianeta Frañs. Mathurin Joubert, Jean Terrien, ha René Montaudouin (1673-1731) dreist-holl, a voe armatourien bennañ Naoned evit an troioù-morianeta kentañ. E 1713 ez eas kuit pevarzek lestr eus ribl al Liger war-zu aodoù Afrika. Kreskiñ a reas o niver da naontek e 1718, ha da bevar warn-ugent e 1721, ha prest e oa da greskiñ c'hoazh. Gwir eo en doa Naoned daou berzh mat. An hini kentañ a oa kaout monopol ar gwerzhioù evit Kompagnunezh Indez ar Reter, etre 1720 ha 1733, a-drugarez da hanterouriezh an aotrou maer. Diouzhtu e teuas an dilerc'hioù. Pinvidikaat a reas ar gêr evel n'he doa ket graet james. Uhel e oa gwerzh ouzhpennet ar produioù o tont eus India hag eus Azia, ha deuet e oa da vezañ ul lerc'h penn evit skignañ anezho en Europa ar C'hornôg. An eil perzh mat a zeue eus kargadoù al listri o tistreiñ eus ar Reter ivez. En em gavout a rae e porzh al Liger kementadoù hep par a bezhioù gwiad degaset eus an Indez hag a gregin bihan dastumet en Inizi ar Maldivez, monetaria moneta eus o anv skiantel pe cauri e galleg. An eil re hag ar re all a rae brasañ talvoudegezh ar c'hargadoù eskemmet ouzh tud gaouedet en Afrika.
Pinvidikaat a reas kalz lod eus ar baramantourien hag eus an drafikerien, daoust ma seblant ar gounidoù eeun bezañ dister a-walc'h da gentañ, war-dro 6 %. Mat-divat e oa seurt treizhadennoù, setu ar pezh a ziskoach ar sifr-mañ dreist-holl. Ampletus pe drastus e c'hellent bezañ evit ar re o doa arc'hantaouet anezho. Gant ar gounidoù e kreskas porzh Naoned muioc'h eget n'en doa graet biskoazh. Begenn ar varc'hadourien, a zeue eus ar vourc'hizelezh vihan, eus ar vourc'hizelezh kenwerzh hag eus an noblañs, a dennas o mat anezho. Desachañ a rejont ivez ur gumuniezh vras a drafikerien estren, evel ma rae gwerzhioù Kompagnunezh an Indez e penn-kentañ an 18vet kantved. Oberiant-tre e oant evit diorren an trafikerezh morianed hag evit skignañ produioù an trevadennoù en Europa a-bezh, gant rouedadoù familh gwriziennet mat.
Ar morianeta trevadennel atlantel a veze diskouezet splann pa veze poltredet e oberourien, evel ma veze gwelet en ul lodenn vras eus o endro pemdeziek. Roudoù anezhañ a oa en o zraoù dezho, e kinkladur o demeurañsoù, el levrioù a zedenne anezho. Ne voe ket nagennet ar morianeta a-raok fin ar bloavezhioù 1770, ha c'hoazh, ne veze ket graet nemet gant ul lodennig vihan eus gouizieien Europa. Evit al lodenn vrasañ eus ar vourc'hizien e oa un doare hep e bar evit o c'henwerzh d'ober berzh, ha lorc'hus e oant d'e lakaat war vel. Ar familhoù Wailsh, Grou, Michel, Bouteiller, Trochon, Bertrand, Montaudouin, gounideien bennañ ar morianeta e-pad meur a rummad, a lakae tro-dro dezho traoù e-leizh a zegase koun anezhañ, hag a dalvoudekae anezhañ, dreist-holl.
Ekonomiezh ar morianeta atlantel ne veze ket graet a-bell nemetken. Er vro e veze oberiantiz ivez. Industriezhioù 'zo a bourchase lod eus ar madoù eskemmet war aodoù Afrika. Reoù all a voe arbennik war treuzfurmiñ ar produioù bet degaset. Niverus e oa an oberourien eeun hag ameeun, a-raok ha goude an troioù-morianeta, er-maez eus strollad an drafikerien hag ar baramantourien.
Mantrus eo bilañs ar morianeta atlantel evit mab-den
Kriz-spontus e oa doareoù ar morianeta atlantel, ha gwasket e voe abalamour dezhañ etre trizek ha seitek milion a wazed, a vaouezed hag a vugale, e-pad ur c'houlzad a grogas en eil lodenn ar 16vet kantved, hag a echuas e fin an 19vet kantved. Ur milion ha tri c'hant mil Afrikan a voe deportet e-pad troioù-morianeta al listri gall. Kentañ porzh-morianeta Frañs a voe Naoned. 43 % eus koulzadoù morianeta ar rouantelezh a voe lañset ennañ. Gant gounidoù ar c'henwerzh-se e voe diorroet ar gêr hag hec'h oberiantizoù muioc'h eget biskoazh. Ar berz lakaet e 1815 ne harzas ket anezhañ a-raok 1831.
Hir, poanius ha luziet eo an istor-se. E roudoù danvezel hag e gleizhennoù don a vez gwelet c'hoazh, en deiz a hiziv. Anvioù-lec'h, karterioù-annez, munudoù e savadurioù Naoned a ziskouez dizehan, d'an hini na nac'h ket gwelout, petra a oa bet diorren trevadennel ur gêr, un tiriad, ur c'hevandir, harpet war ur c'henwerzh dibar : hini tud gaouedet bet tennet diouzh o bro, deportet evit bezañ lakaet da sklaved en trevadennoù europat.
Diniver eo an dielloù. Ganto e ouzer pizh peseurt mod e veze aozet an trafikerezh morianed hag ar reizhiad sklavelour. Ret-mat eo anzav, avat, o doa al lodenn vrasañ eus an dastumadegoù bet akuizitet a-raok 1945 ur pal resis : talvoudekaat istor trevadennel Frañs. Gwir e oa e Naoned ivez, pa voent savet gant embregerien, pennoù an industriezhioù ha trafikerien, e lodenn gentañ an 20vet kantved. Gant an hiraezh a c'heller kaout evit un oadvezh aour e voent prennet ha miret gant an dilennidi, sur ma oant e oa c'hoarvezet ur c'hresk bras en oberiantiz ar porzh hag ar gêr en 18vet kantved.
Hiziv e ranker stadañ, o vezañ objektivel, n'eus mod ebet ma c'hellfed « kontañ » da vat buhez an dud lakaet da sklaved gant ar glad a vez miret e Mirdi istor Naoned, ur porzh-morianeta bras. Gantañ n'ouzer ket james, kennebeut, pegen taer e voe ar statud-se evit ar re gaouedet. Koun ar re bet gwasket evit ar c'henwerzh-se, ha lakaet da nerzh labour er plantadegoù, a zeu betek ennomp gant lod eus ar pezhioù. Met tanav eo ar c'houn, kazi disgwel... Al lodenn vrasañ eus an traezoù hag eus an teulioù a ziskouez, dreist-holl, keñverioù moustrerezh ur rann eus ar boblañs ouzh eben. Setu perak e ranker burutellat anezho, rak savet int bet gant ur sell trevadennel, moustrer ha gouennelour. N'eo ket dizañjer pe objektivel hini ebet anezho, ha pa seblantfent bezañ boutin a-walc'h, pe deskrivañ nemetken.
Bet troet diwar ar galleg gant Lena Catalan Marcos