Krystel Gualdé
Krystel Gualdé a zo istorourez hag istorourez an arzoù anezhi. Renerez skiantel Mirdi istor Naoned ha Kounlec'h torridigezh ar sklaverezh eo. Arbennik eo war ar morianeta atlantel hag ar sklaverezh trevadennel. Lakaet he deus ar mirdi da gemer perzh e meur a gevelerezh hag a rouedad skiantel e Frañs hag er bed. Ezel eo eus kuzul heñchañ an Diazezadur evit koun ar sklavelezh hag eus ar raktres SLAFNET (Slavery in Africa). Emañ o kas da benn ul labour evit didrevadenniñ ar selloù hag al lavar e Mirdi istor Naoned, gant ur galv da gemenn da istorourien afrikan hag emell arzourien afrikan a-vremañ evit an emgav daouvloaziek « Expressions décoloniales ». E 2021 ha 2022 e oa komiserez an diskouezadeg « L’abîme, Nantes dans la traite atlantique et l’esclavage colonial, 1707-1830 » . Skrivet he deus meur a destenn liammet gant an darvoud-se.