Staliet e oa ar Venec’h Ruz e Naoned abaoe 1128 moarvat, pa oa deuet Hugues de Payns, krouer an urzh, da Broioù ar C’huzh-Heol. Testeniekaet eo o bezañs da vat a-raok 1141. Ober a rejont eus ar gemenned-se an hini vrasañ eus kêrioù dugelezh Breizh hag unan eus ar re bouezusañ e proviñs Akwitania. Lec’hiet er Bourg-Main - ar fabourzh Sant-Nikolaz – e oa ar gemenned deuet da vezañ perzh eus kêr pa voe astennet mogerioù kreñv Naoned war ribl dehou an Erzh gant an dug Pêr II e 1222. Neuze, kement ha digoll ar vreudeur eus an dachenn bet lamet digante evel-se, e voent aotreet da harpañ o savadurioù ouzh ar voger-greñv ; diwar gement-mañ e ouzer ivez e oa ur c’hloz eus o c’hemenned, ennañ ul lojeris hag ur vered, stag d’ur chapel dija moarvat. Testenniekaet eo ar gemenned-mañ, gouestlet da Santez-Katell, e 1277 en un diell a gaver meneg enni eus ur selier nevez hag eus labourioù a oa war ar stern da reneveziñ al lojeris. Degaset e oa bet he dismantroù war-wel pa oa bet toullet ar straed Charlez X e 1825, deuet da vezañ straed Orleans abaoe. Douaret e oant hed-ha-hed pe dost dre ma oa bet uhelaet diazezoù kêr Naoned a-hed ar c’hantvedoù. Bezañ zo anezhi un dachenn skouergornek, unnek metr hanter hed war seizh metr led, warni daou glaziad o bolzennoù-kroaz, ur wareg-treuz etreze. Stag e oa meur a di ouzh ar gemenned-mañ e Bro Naoned : Faugaret (e Assérac), Maupertuis (deuet da vezañ Le-Temple-de-Bretagne en deizioù a-vremañ), La Grée (ar Grec’henn) e-tal kichen Añsiniz. E 1312, war-lerc’h prosez an Templ e lec’h m’en doa kemennour Naoned klemmet d’ar fals-tamalloù a oa graet outañ, e voe divodet an urzh ha profet e vadoù e kêr – evel e pep lec’h war an douaroù kristen - d’an Ospitalidi, uveloc’h o stad betek neuze.
Kemenned an Templ e Naoned
MENEGIÑ AR PENNAD
Aozer : Philippe Josserand, « Kemenned an Templ e Naoned », Bécédia [en ligne], ISSN 2968-2576, mis en ligne le 13/01/2021.
Permalien: https://bcd.bzh/becedia/br/kemenned-an-templ-e-naoned
Aozer : Philippe Josserand
Normaliad, agregad war an istor ha bet ezel eus Skol Uhel ar Studioù spagnat hag iberat eo Philippe Josserand. Mestr-prezegenner eo e Skol-Veur Naoned abaoe 2000. Un arbennigour anavezet er bed a-bezh eo ivez war brezelioù ar Groaz hag an urzhioù-brezeliñ. Diwarne en deus skrivet al levr Eglise et pouvoir dans la péninsule ibérique ha Les ordres militaires dans le royaume de Castille, 1252-1369 (Madrid, Casa de Velasquez, 2004). Kenrenet en deus goude-se Prier et Combattre ha Dictionnaire européen des ordres militaires au Moyen-Age (Paris, Fayard, 2009). Emañ bremañ o plediñ gant urzh an Templ hag o prientiñ un danevell diwar-benn Jacques de Molay, e vestr diwezhañ, goude bezañ bet embannet Les Templiers en France (Paris, Gisserot, 2013).