War roudoù ar Venec’h Ruz e Breizh

Aozer : Philippe Josserand / Genver 2021
Biskoazh n’eo steuziet kuit da vat ar Venec’h Ruz e Breizh. Kaoz a oa dioute c’hoazh e meur a lec’h ha chomet e oa bev ar soñj en doa ar bobl anezhe, pell goude ar Grennamzer, ha pa oa bet divodet o urzh e Sened Vienne an Iliz katolik e 1312. En em vesket eo ar vojenn gant an istor ken ez eo deuet diaes ober kemm etre an eil hag egile. N’eo ket an danevelloù istor diwar ar Venec’h Ruz a vank e Breizh koulskoude, savet gant gouizien an XIXvet kantved pe gant skolveuridi an amzer a-vremañ. Kalz muioc’h a ouzer diwar ar Venec’h Ruz hiviziken, ha pa chom diglok an anaoudegezh-se evit c’hoazh. Klokaet e vo c’hoazh a-dra-sur, a-drugarez da c’houlennoù nevez, evit a sell ouzh al lec’hioù annez koulz ha tisavouriezh an urzh dreist-holl, peadra da zedennañ muioc’h-mui a dud moarvat.

Un istor tost daou gantved-pad

E Jeruzalem (Al Qods) e oa bet krouet urzh an Templ e 1120 da wareziñ ar birc’hirined a yae da bediñ war ar Bez Santel ha, muioc’h c’hoazh, da reiñ harp da dalc’hoù katolik ar Sav-Heol. Erruet e oa ar venec’h-se e Breizh a-raok na voe bet anavezet o urzh gant an Iliz, nav vloaz goude-se. E 1128 e kaver menneg eus ur marc’heg breizhat, Garsire, aotrou Raez ha Machikoul, en un donezon da Gemenned Coudrie e Challans (Vañde). Er memes bloavezh, moarvat, e voe aotreet ar vreudeur gant an dug Konan III d’en em staliañ war enez La Hanne e Naoned. E 1141 e voe frankaet an aotre-se hag astennet gant un dachenn da sevel ti warni er Pré d’Anian. Ouzhpenn an duged, bet o souten ar Venec’h Ruz a viskoazh, o doa ar Vretoned en o fezh roet harp da ziorren an urzh. E fin an XIIIvet kantved hag e deroù ar XIVvet kantved  e oa deuet-mat ar Venec’h Ruz e-touez ar bobl, tomm he c’halon ouzh an Douar Santel. Gorrekaet eo bet o emled sur-awalc’h, enket avat n’eo ket bet. N’he doa bet Breizh perzh ebet er prosez bet kaset gant Philippe le Bel a-enep menec’h an Templ. Harzet e oa bet ar vreudeur ha sparlet o madoù, e Breizh evel e kement tiriad a oa dindan galloud rouaned Bro C’hall. Enklaskoù, ma oa bet dioute e Breizh, ne chom roud ebet anezho. An nebeut menec’h bet goulennataet e Pariz goude bezañ bet en urzh e Breizh a oa bet didamallet eus kement tra a oa bet lakaet war o choug. N’ouvezer ket avat petra e oant deuet da vezañ pa oa bet divodet an urzh, bout ma oant deuet war o c’hiz en dugelezh, moarvat, betek fin o buhez en o c’hemennedoù, aet gant an Ospitalidi a-benn neuze.

Annezioù pennañ an urzhioù-brezeliñ e fin an XIIIvet kantved

Ha stank e oa ar Venec’h ruz e Breizh ?

N’eo ket aezet goût pegen stank eo bet ar Venec’h Ruz e Breizh. Evit en ober e ranker kemer harp ouzh ur garta bet sinet e 1182 gant Konan IV hervez kont, a gaver enni meneg eus ur c’hant bennak a lec’hioù, hep tamm resisadenn ebet, a oa ar Venec’h Ruz perc’henned war madoù eno. Talvoudus eo an diell rak dibar eo… ha pa n’eus nemet ur fallskrid anezhañ. Adal ma oa bet klasket gant unan reiñ kred da gement-mañ ez eo talvoudus evit an istorourien memestra, gant ma vo deiziataet, da glask goût da be vare e c’helled sevel ur seurt renabl eus madoù urzh an Templ e Breizh. Abegoù mat zo da soñjal eta e oa bet savet ar garta-se war-dro 1312, pa oa bet treuzkaset madoù ar Venec’h Ruz d’an Ospitalidi. Madoù kompagnuned Jacques de Molay an hini zo kaoz anezho a dra-sur en diell-se, bet savet ur roll anezho pa oa o frosez war ar stern. Pell zo, ha stank-mat moarvat, e oant staliet e eskopti Naoned, hag alese e eskoptier all Breizh, war-bouez hini Leon. Ne oa ket kresket o finvidigezh dre zegouezh pe diwar an donezonoù a oa da gaout… pe get. A viskoazh o doa gouvezet ar vreudeur, gwellañ m’hallent, sachañ gante frouezh an dalc’helezh a oant perzh anezhi, ha hadañ segal e lec’h ma c’hellent paotañ - e kêr alies - ha talvezout d’o c’hefridioù. Degas sikour d’an Douar Santel a oa o c’hefridi gentañ ha frammet e oa an urzh evit he seveniñ. Kement-mañ a oa gwir e Breizh ivez, dindan aotrouniezh rannvro Akwitania, etre c’hwec’h ha dek kemenned anezhi, un tregont bennak a vreudeur e pep hini anezho - marc’heien, chapalaned ha serjanted muioc’h c’hoazh – hag a zalc’he liammoù gant ar Sav-Heol, koulz evit a selle ouzh ar wazed hag ouzh ar madoù.

Dalc’hoù ar Venec’h Ruz hervez fals-donezon Konan IV

Roudoù ar Venec’h Ruz hag an eñvor anezho

Diwar gement-mañ e c’heller soñjal e oa kreñv an eñvor eus ar Venec’h Ruz e diwezh ar Grennamzer… pa ne oa ket e gwirionez. Eus an XIXvet kantved d’an abretañ e teu ar pep brasañ eus an hengoun puilh diwar ar Venec’h Ruz e Breizh. Liv ar meuleudi warne pe, er c’hontrefed merket gant ar spont, e kas an holl danevelloù-se brud un urzh galloudus, savourien dispar ilizoù ha kastilli anezho. Skridoù zo bet savet e-leizh diwar gement releg eus dalc’hoù an Templ e Breizh, ken stank ha ken brav ken e seblant dister gwirvoud an istor sko ouzh ar mojennoù livet-kaer ha gwriziennet mat keit all zo. Adsavet eo bet an darn vrasañ eus chapelioù an Templ e Breizh, roudoù koshoc’h evit ar XIVvet kantved enno peurliesañ, ha tost d’o stad orin zoken evit div anezho :  La Nouée en Ivinieg hag ar Vadalen e Klison. Savadurioù lik an Templ avat n’eo ket stank o roudoù. Ar c’hastilli n’eus nemet mojennoù dioute. Evit lojerisoù ha pourpezioù ar c’hemennedoù, adframmet e oant bet gant an Ospitalidi en Amzerioù nevez pa ne oant ket aet da goll penn-da-benn. Ezhomm zo ober kemm etre istor ar Venec’h Ruz hag ar mojennoù, e Breizh muioc’h evit e lec’h all. Mat e vefe eta d’an dud a vicher ha d’an arbennigourien embann disoc’hoù o c’hlaskerezh muioc’h evit na reont. Emichañs e vo roet kred d’o labour gant ar bobl, kentoc’h evit lonkañ ar c’hozh kaozioù a vez klevet a-gleiz hag a-zehoù.

Kalvar Sant-Vaodez (2,5 km eus Dinan). Ur peulvan bet kristeniekaet gant ar Venec’h Ruz staliet nepell alese, e Vilde-Gwengalan, a vefe anezhañ hervez kont. Marc’heien o blev hir o pediñ, juntet o daouarn hag o c’hleze ouzh o c’hostez zo kizellet warnañ. Dibunadeg ar Venec’h a vez graet dioutañ. Ospitalidi, deuet war-lerc’h ar Venec’h Ruz e c’hellfent bezañ. Foto gant Philippe Lanoë
Chapel ar Vadalen e Klison. Gant aotre Kêr Glison

 

Teul bet troet diwar ar galleg gant Jean-Do Robin

MENEGIÑ AR PENNAD

Aozer : Philippe Josserand, « War roudoù ar Venec’h Ruz e Breizh », Bécédia [en ligne], ISSN 2968-2576, mis en ligne le 13/01/2021.

Permalien: https://bcd.bzh/becedia/br/war-roudou-ar-venec-h-ruz-e-breizh

Levrlennadur

  • Ogée Félix-François, « Notice sur l’ancienne chapelle des Templiers [à Nantes] », Le Lycée armoricain, 3.2 (1825), p. 252-255.
  • Hersart de La Villemarqué Théodore, Barzaz Breiz. Chants populaires de la Bretagne, Paris, 1839.
  • La Poix de Fréminville Christophe-Paulin de, « Notice sur quelques monuments de l’ordre des Templiers dans le département des Côtes-du-Nord », Mémoires de la Société Nationale des Antiquaires, 15 (1840), p. 343-359.
  • La Bigne-Villeneuve Paul de, « Sur les possessions des Templiers en Bretagne », Bulletin archéologique de l’Association bretonne, 4 (1852), p. 188-202.
  • Barthélemy Anatole de, « Chartes de Conan IV, duc de Bretagne, relatives aux biens de l’ordre du Temple et de l’ordre de Saint-Jean de Jérusalem », Bibliothèque de l’École des Chartes, 33 (1872), p. 445-456.
  • Guillotin de Corson Amédée, Les Templiers et les Hospitaliers de Saint-Jean de Jérusalem en Bretagne, Nantes, 1902, rééd. Marseille, 1987, puis sous le titre Les Templiers en Bretagne et les Hospitaliers de Saint-Jean de Jérusalem, Yoran Embanner, Fouesnant, 2006.
  • Berthou Paul de, Clisson et ses monuments. Étude historique et archéologique, Nantes, 1910.
  • Dailliez Laurent, La France des Templiers, Marabout, Paris, 1974.
  • Lascaux Michel, Les Templiers en Bretagne, Éd. Ouest-France, Rennes, 1979.
  • Villeroux Nicole, « Les Templiers en Bretagne », dans Sur les pas des Templiers en Bretagne, Normandie et Pays de Loire, Copernic, Paris, 1980, p. 25-69.
  • Tillet Louise-Marie, Bretagne romane, Zodiaque, La Pierre-qui-Vire, 1982.
  • Boccard-Billon Michèle, « L’architecture religieuse des Hospitaliers en Bretagne au Moyen Âge : une étude à entreprendre ? », Bulletin de la Société archéologique du Finistère, 129 (2000), p. 87-96.
  • Deceneux Marc, « Le grand calvaire breton : une formule née dans le haut pays », Ar Men, 132 (2003), p. 34-41.
  • Demurger Alain, Les Templiers. Une chevalerie chrétienne au Moyen Âge, Seuil, Paris, 2005.
  • Le Sauce Xavier, « La commanderie de Clisson au Moyen Âge. Étude d’un établissement templier et hospitalier du duché de Bretagne (XIIe-XVe siècle) », Mémoire de première année de master (2 vol.), Université de Nantes, 2006.
  • Colin François, « Templiers et Hospitaliers en Bretagne du XIIe au début du XIVe siècle. Histoire, historiographie et mythe », Mémoire de première année de master, Université de Nantes, 2007.
  • Cassard Jean-Christophe, L’Orient des Bretons au Moyen Âge, Skol Vreiz, Morlaix, 2007.
  • Gautier Louis-Christian, Histoire des Templiers en Bretagne, Yoran Embanner, Fouesnant, 2008, version publiée d’un mémoire de l’Enseignement militaire supérieur scientifique et technique, « L’ordre du Temple et son implantation en Bretagne », déposé en 1987.
  • Colin François, « Quand l’historien doit faire confiance à des faux : les chartes confirmatives de Conan IV, duc de Bretagne, aux Templiers et aux Hospitaliers », Annales de Bretagne et des Pays de l’Ouest, 115.3 (2008), p. 33-56.
  • Roger Jean-Marc, « La prise de possession par l’Hôpital des maisons du Temple en Bretagne et en Poitou (mai 1313) », Revue historique du Centre-Ouest, 7.2 (2008), p. 215-243.
  • Colin François, « Templiers et Hospitaliers dans les villes de l’ouest de la France (XIIe-XVe siècle) », Mémoire de deuxième année de master (2 vol.), Université de Nantes, 2008.
  • Colin François et Josserand Philippe, « Bretagne », dans Prier et combattre. Dictionnaire européen des ordres militaires au Moyen Âge, Nicole Beriou et Philippe Josserand (dir.), Fayard, Paris, 2009, p. 175-176.
  • Josserand Philippe, Les Templiers de Bretagne, Gisserot, Paris, 2011.
  • Josserand Philippe, « Les Templiers en Bretagne au Moyen Âge : mythe et réalité », Annales de Bretagne et des Pays de l’Ouest, 119.4 (2012), p. 7-34.
  • Josserand Philippe, « Templiers », dans Dictionnaire de Nantes, éd. par Alain Croix et alii, Rennes, 2013, p. 958.
  • Lemaître Steven, « Les ordres religieux-militaires en Bretagne. Histoire, art et mémoire (XIIe-XVIe siècle) », Thèse de doctorat de l’Université de Rennes-II, en cours d’achèvement.

Kinniget gant : Bretagne Culture Diversité