E 1821 e voe krouet gant mistri-goveloù eus Kembre ur c’hovel mod saoz evit purat 3 000 tonenn houarn. Ur skouer vat eo kement-mañ eus ar c’henlabour a c’helle bezañ etre patroned Bro Gembre ha reoù an Naoned. D’ar 5 a viz mae 1832 ez embannas ar gazetenn gembreat The Cambrian ur gemennadenn evit klask kenlabourerien nevez pa oa aet lod eus ar re gent da Anaon.
Diskouez mat a ra an diell-mañ pegen dedennet e oa ar Gembreiz gant lec’hiadur dibar genou al Liger. Gwelet a raent beg Breizh diwar ar mor ha kompren a rejont raktal pegen talvoudus e vije sevel uzinioù war an aod, dres pa oa an nerzh dre dan o vont d’ober e zispac’h en dezougen hag en armerzh. Resisaat a rae ar gemenadenn : « E Basse-Indre, war vord al Liger, tost ouzh porzh an Naoned emañ ar govelioù-se, savet mat ha distrob-kaer. Bezañ zo enno ardivinkoù kreñv dre dan, morzholioù pladañ ha lavnennerioù, teuzerezhioù, kenkizoù evit ar renerien ha lojeiz evit ar vicherourien, magazinioù pourveziñ ha kement tra zo tout. Savet eo bet al labouradegoù-se gant ur mestr-govelioù brudet-kaer a Vro Gembre, diwar gwellañ reolennoù an arboell hag ar gounid. Gante o deus tapet o ferc’henned bezañ dibabet gant ar gouarnamant da gement kevezerezh bet digoret betek bremañ. Teurel frouezh brav a raio, a dra sur, an arc’hant a vo postet enno, a-drugarez d’o lec’hiadur dibar evit kas ha degas marc’hadourezh war vag ».