Un dro-vorianeta ne oa ket ur verdeadenn voutin, mod ebet, forzh pelec'h e vefe bet aozet ha forzh pehini a vefe bet he hent. Evit an dud skrapet gant an drafikerien e oa ur mare taer ha kriz : mare an diframm, an diberc'hennañ diouto o-unan hag an dizenekaat. Evit ar baramantourien e oa un oberiadenn genwerzh, o doa postet kalz arc'hant warni hag a oa bet prientet e-pad pell. Distroioù diwar bostañ a c'hortozent.
Al lestr Marie-Séraphique a oa bet prenet e miz Genver 1769 gant Jacques Barthélémy Gruel, un trevadennour eus enez Santo Domingo deuet da Naoned da glask ober fortun er morianeta. Digaeañ a reas al lestr war-zu Loango d'ar 1añ a viz Mae 1769. Urzhioù splann en doa roet ar paramantour d'ar c'habiten, Jean-Baptiste Fautrel-Gaugy : ret e oa prenañ ha dezougen ar muiañ a dud gaouedet ma c'helle. Ne raio o niver nemet kreskiñ gant an troioù-morianeta. Evit an hini gentañ e oa bet sammet ouzhpenn daouzek mil pezh marc'hadourezh war vourzh.
Merdeüsted al listri-morianeta n'en doa perzh ispisial ebet. Disheñvel e oant peurgetket rak dispartiet e oa ar pont anezho e div rann : unan a oa digor d'an dud gaouedet, hag eben a oa miret outo. En em serriñ e-barzh a c'helle an akipaj, neuze, ma save un emsavadeg. Ne veze ket fichet an etrepont hag ar stradoù memes mod hervez prantadoù an dro-vorianeta. Ret-mat e oa neuze kaout kilvizien war vourzh, muioc'h c'hoazh eget da gustum.
P'en em gave en drevadenn ar wazed, ar maouezed hag ar vugale parket en etrepont, e echue ar c'hemm bet kroget en Afrika etre o buhez a zud frank ha buhezioù tud lakaet da sklaved. Ne veze ket paramantour al lestr a veze perc'henn diouto ken, met unan bennak anvet « mestr » pe « mestrez » en teulioù, hag a redie anezho da labourat.