Morlaeron : ur riskl ha ne oa ket ken bras ?

Aozer : Kévin Porcher / Meurzh 2022

N’eo ket aes gouzout pet batimant a oa bet paket gant morlaeron e-pad « oadvezh aour » al laerezh war vor : hervez Marcus Rediker e vije bet tapet 2400 bag penn-da-benn d’ar mor Atlantel. Ma seller ouzh Inizi an Avel nemetken e weler penaos, e-touez al listri eus Frañs bet paket gant morlaeron, e oa 63% anezho bagoù bihan eus an Antilhez, o verdeiñ etre an inizi evit ober kenwerzh pe floderezh. Aesoc’h e oa tagañ ar re-se, gant an nebeud a zifennoù a oa ganto. Ar batimantoù kenwerzh deuet eus porzhioù ar rouantelezh Frañs, re an Naoned ha Bourdel dreist-holl, a save da 37% eus an holl re bet taget gant forbaned.

Pa seller ouzh dielloù an Amiraliezh en Naoned e hañval palioù ar vorlaeron bezañ bet, dreist-holl, bagoù kenwerzh e-touez ar re vihanañ (dindan 100 tonell) hag armet nebeut. Hevelep evezh eus o ferzh en deus talvezet dezho, rak 84% eus an argadennoù gant morlaeron a rae berzh. Ul lestr paket n’eo ket dalc’hmat ul lestr kollet evit kelo-se : 75% eus al listri paket a veze laosket da zerc’hel gant o hent ha gant o c’henwerzh ; ar re all a veze devet pe skrapet da vat. Ar feulster a-berzh morlaeron a ranker sellet outañ a-nevez ivez : diwar 205 batimant eus Frañs bet taget etre 1713 ha 1730, ne weler nemet 6 muntr dre faot forbaned. Yann Vorlaer zo da gentañ… ul laer.

Hervez dielloù an Naoned atav, 34% eus al listri o verdeiñ e mor an Antilhez e-pad brezel Hêrezh Spagn (1701-1713) a voe paket gant kourserien pe gant flibisterien ; e-skeud-se, e-doug « oadvezh aour » al laerezh war vor (1713-1723) ez eo 10% hepken eus ar bigi a voe paket gant morlaeron. Na pa vije bet bihanoc’h ar riskloù ganto eget na oant da vare ar brezel, ar vorlaeron n’halle ket o zaolioù bezañ gouzañvet peogwir e tremenent dreist reolennoù ar feulster-hervez-lezenn, hennezh graet gant ar gourserien.

MENEGIÑ AR PENNAD

Aozer : Kévin Porcher, « Morlaeron : ur riskl ha ne oa ket ken bras ? », Bécédia [en ligne], ISSN 2968-2576, mis en ligne le 28/03/2022.

Permalien: https://bcd.bzh/becedia/br/morlaeron-ur-riskl-ha-ne-oa-ket-ken-bras

Kinniget gant : Bretagne Culture Diversité