Thomas Dulain, ur morlaer breizhat en inizi Karib

Aozer : Kévin Porcher / Ebrel 2022
Kresk bras a oa bet gant al laerezh war vor war-lerc’h brezel Hêrezh Spagn e 1713, ha neuze e oa deuet war wel forbaned vrudet evel Edward Teach (« Barv Du ») pe Bartholomew Roberts. Meur a vorlaer a orin eus rouantelezh Frañs a weler ivez, daoust pegen bihanoc’h o brud eget hini o c’heneiled saoz pe amerikan. E-touez ar re-se, ar Breizhad Thomas Dulain ez eo aes a-walc’h deomp dispenn roudoù e blanedenn, a-drugarez d’an dielloù kozh.

« N’on ket ganet evit ober ar vicher morlaer »

Mab d’ur breutaer e oa Thomas Dulain. Ganet e oa bet d’an 20 a viz Du 1704 e Bourc’h-Baz ha desavet e voe er Poulgwenn en ur familh en hec’h aez hag enorabl, diouzh a veze graet anezhi. Pa varvas e dad ez eas gant e vreur da ofisour a vor war bigi kenwerzh. Dizertiñ a reont o-daou er Martinik koulskoude, den ne oar perak, an eil e 1726 goude egile e 1723. Goude tremen ur marevezh start « o kantren » dre Inizi an Avel (un drevadenn a oa enni an inizi Martinik, Gwadloup ha Grenada) setu ma reas ar baotred Dulain o soñj da vont da gourserien e servij ar Spagnoled. E 1728, tra-penn ma oa bet muntret e vreur gant moraerien spagnol, e vroudas Thomas Dulain an ekipaj da hutinañ. Aet ar maout gantañ, e voe dilennet da gabiten gant ar vartoloded hutinet ha neuze eo e stagas gant ar vicher morlaer.

Reiñ a ra an anv Sans-Pitié d’e vatimant hag e teu a-benn da lakaat war roll e ekipaj ouzhpenn 120 a vorlaeron, « koulz gwenn, koulz du ». Ha pa vefe un nebeudig Saozon en o mesk, ar pep muiañ anezho a zeu eus ar Martinik hag ar Gwadloup. Paotred zo, avat, arbennik o micherioù evel lomaned, surjianed pe kilvizien, a vez kemeret dre heg diwar bourzh al listri bet paket. « Enebourien mab-den » a ra Dulain e-unan eus e ekipaj en ul lizher skrivet gantañ, hag anzav a ra ez eo diaes-bras dezhañ dont a-benn da herzel ouzh feulster ha taerder e baotred. Reolennoù strizh a zo lakaet gantañ da dalvezout e-bourzh, eta, kastiz evit kement emgann, mezventi, laeroñsi, hag evit an neb ne sent ket d’an urzhioù. Bez’ e c’hell ar c’hastiz bezañ ur binijenn gorf, pe ar marv.

Skrapadegoù gant unan eus morlaeron ziwezhañ ar mor Karib

Mont a ra Dulain e spi war-dro an hentoù merdeiñ pennañ, hag enez Dominika (un enezenn ha n’eo ket trevadennet, pa’z eo diwallet, sañset, evit ar bobl Kalinago) a dalvez dezhañ da doull-laeron. E-pad ar bloavezh 1728 e c’heller lakaat war e gont un ugent bag skrapet da vihanañ, ar braz anezho tro-war-dro Dominika, Gwadloup ha Martinik, peadra da lakaat da imoriñ ar gouarnour meur en e zemeurañs a Fort-Royal (Fort-de-France). Batimantoù eus forzh petore bro a vez taget gant Dulain, pe e vent bigi eus an Antilhez o verdeiñ etre an inizi, pe listri kenwerzh eus Europa.

Ar mor Karib, lec’h e walldaolioù da dThomas Dulain. Kartenn eus ar mor Karib, e aodoù hag e inizi, gant Nicolas Sanson, 1656. Gallica / Levraoueg Vroadel Frañs : rann ar C’hartennoù hag ar plañioù, GE DD-2987 (8948).Ul « laer war vor » e chom ar morlaer Thomas Dulain dreist pep tra, evel ar braz eus e genseurted, unan hag a glask kemer an nebeutañ a riskloù ar gwellañ, koulz evit e vag hag e baotred. Ne vez taget gantañ nemet listri bihanoc’h hag armet nebeutoc’h eget e hini. N’eo ket derc’hel penn e-barzh emgannoù glorius a oar ar forbaned ober, pep argad ganto a rank bezañ sur ha spletus. Un dornad taolioù teñs ha sevel ar pavilhon du a zo trawalc’h, peurliesañ, evit d’ar vatimant taget en em rentañ. Un abourzhaj dre stokiñ e-barzh rust ha kalet, kement-mañ ne c’hoarvez nemet ral-ral a wech, ha kalz nebeutoc’h a dud a vez lazhet gant gwalldaolioù morlaeron eget na vez gant argadoù flibisterien (kourserien Amerika) pa vez brezel. Tammig-ha-tammig eo e vez skrapet o madoù ganto moarvat, padal e teu a-benn ar vorlaeron da verniañ un teñzor a bezhioù aour hag arc’hant hag a c’helle sevel da 160 000 lur memestra, hervez testeni ur prizoniad dichapet kuit. An « arc’h vras ma oa serret o zeñzor enni » a chome dindan evezh Antoine Durand, orin eus Lyon, ha letanant da Dulain.

Morlaer n’eo ket ken, taer e chom avat

Evit talañ ouzh ar vorlaeron-se e klask gouarnour meur Inizi an Avel aozañ mod pe vod da zifenn an drevadenn. Hep tamm batimant brezel en Inizi an Avel koulskoude e rank ar gouarnour lakaat bagoù kenwerzh d’en ober, hag ar re-se n’int ket eus an efedusañ. Dulain avat, o welet an avel o treiñ, a ya da repuiñ da gichen enez Tortuga (Venezuela) e miz Genver 1729, hag aleshont e skriv meur a lizher d’ar gouarnour evit marc’hata e bardon digantañ, met nac’hañ a ra hennezh bewech.

Divizout a ra Dulain neuze traisañ e baotred : dilezel a ra ar re-se war e lerc’h en enez Tortuga goude bezañ roet aotre dezho da ebatiñ war zouar e-pad un nebeudig eurioù. Treizhañ a ra Thomas Dulain ar mor bras ha kas ar Sans-Pitié betek ar Poulgwenn, gantañ hepken un dornad martoloded feal dezhañ hag an teñzor preizet. Dre hanterouriezh e vamm, bet o c’houlenn pardon evitañ digant pennoù-bras an Naoned, e teu a-benn da gaout distaol e miz Meurzh 1729. Skoachañ a ra e arc’had evelkent, kement ha bezañ sur ne vo ket tapet e vadoù gant paotred ar roue. Kaer vo klask, biken ne vo kavet an teñzor da-c’houde. Kredabl-bras eo bet dispignet holl dre guzh, war-dro ar Poulgwenn hag an Naoned.

Dulain ne zeu ket a-benn da barfetaat, wechoude : d’an 9 a viz Ebrel 1729, hag eñ bet distaoliet un nebeud deizioù a-raok hepken, e vo serret goude klasket gantañ lazhañ un den gant un taol kleze. Fall-put e vrud da hennezh bet morlaer, ken ez eo, met diouzh an tu all arabat ober gaou da vrud vat e familh, setu ma tiviz pennoù-bras an Naoned, ken didrouz ha tra, dalc’her Dulain dindan o evezh, pell eus ar mor, e Pouancé war an harzoù etre Breizh hag Anjev. Anezhañ an diwezhañ forban bras eus Frañs er mor Karib, Thomas Dulain a ya diwar wel en dielloù, oadet a 24 bloaz, hag eñ kontet c’hoazh evel morlaer.

MENEGIÑ AR PENNAD

Aozer : Kévin Porcher, « Thomas Dulain, ur morlaer breizhat en inizi Karib », Bécédia [en ligne], ISSN 2968-2576, mis en ligne le 11/04/2022.

Permalien: https://bcd.bzh/becedia/br/thomas-dulain-ur-morlaer-breizhat-en-inizi-karib

LEVRLENNADUR :

 

  • Besson Maurice, Les frères de la côte, flibustiers et corsaires, Paris, Éd. Rombaldi, 1928, réed. 1971.
  • Buti Gilbert, Hrodej, Philippe (dir.), Histoire des pirates et des corsaires de l’Antiquité à nos jours, Paris, CNRS Éditions, 2016.
  • Hrodej Philippe, « L’État français face à la piraterie : les campagnes menées contre les forbans (1715-1727) », Battesti, Michèle (dir.), La piraterie au fil de l’Histoire, Un défi pour l’État, Paris, PUPS, 2014, p. 347-359.
  • Frostin Charles, « La piraterie américaine des années 1720, vue de Saint-Domingue (répression, environnement et recrutement) », Cahiers d’Histoire, vol. xxv, 1980, p. 177-210.
  • Moreau Jean-Pierre, Pirates au jour le jour, Paris, Tallandier, 2009.
  • Moreau Jean-Pierre, Une histoire des pirates, des mers du Sud à Hollywood, Paris, Tallandier, 2016.
  • Porcher Kevin, « La piraterie en Guadeloupe dans les années 1720 », Bulletin de la Société d’Histoire de la Guadeloupe, n° 183, 2019, p. 17-38.
  • Porcher Kevin, « Faire le métier de pirate dans les Antilles, L’exemple de Thomas Dulain (1728-1729) », Annales de Bretagne et des Pays de l’Ouest, tome 127, n° 1, 2020, p. 187-214.
  • Porcher Kevin, « Voleurs de mer, La piraterie et le commerce maritime dans les Îles du Vent (1713-1730) », in Guibert Jean-Sébastien et Lesueur Boris (dir.), Entre Exclusif et contrebande, Le commerce colonial aux Antilles (xviie-début xixe siècle), L’Harmattan, Paris, à paraître.
  • Rediker Marcus, Pirates de tous les pays, l’âge d’or de la piraterie atlantique (1716-1726), Paris, Libertalia, 2008.
  • Rediker Marcus, Les forçats de la mer, Marins, marchands et pirates dans le monde anglo-américain (1700-1750), Paris, Libertalia, 2010.