Jeanne Malivel, livourez ha kizellerez

Aozer : Jean-Jacques Monnier / Gwengolo 2023

Ganet eo bet Jeanne Malivel e Loudieg e 1895. Marc'hadourien a oa he zud. Studioù eil derez a ra e Roazhon, ha gwelet a ra he c'helenner war an tresañ eo hi donezonet mat. E-kreiz ar brezel (1915) e teu war-lerc'h da vezañ klañvdiourez a-youl vat en ospital an arme e Loudieg. E 1916 ez a an arzourez yaouank da Bariz da heuliañ kentelioù an Académie Julian, ur skol livañ ha kizellañ prevez. Emezelañ a ra er Gilde Notre-Dame, ur strollad a glask mammennoù kristen er Grennamzer evit nevesaat an arz sakr. Ouzhpenn d'he studioù e skol an arzoù-kaer ez a Jeanne Malivel da gentelioù yezh ha lennegezh keltieg er c'hCollège de France, ha da gentelioù brezhonek er C'helc'h keltiek. E 1919, e teu an arzourez da vezañ ezel eus ar strollad breizhat nevez Unvaniez Yaouankiz Breiz. Anvet eo Breiz Atao he c'hazetenn. Anavezout a ra meur a arzour breizhat o chom e Pariz, evel René Quillivic, James Bouillé pe c'hoazh Reun ha Suzanne Creston. Dont a ra ivez da vezañ unan eus ar re o deus nevezet an engraverezh war goad ar muiañ e Breizh. Krouiñ a ra 74 skeudenn evit Histoire de notre Bretagne, ul levr skrivet gant Jeanne Coroller-Danio evit ar vugale da gentañ. Met n'he deus ket ar memes sell war ar vroadelouriezh evelato.

Empennañ a ra Jeanne Malivel arrebeuri ivez evit kerent pe mignoned. Gant he fezhioù annez e fell dezhi neveziñ an arzoù pleustrek. Awenet eo gant arrebeuri bro Loudieg a-wechoù. Kalveziet int gant ebenourien eus ar vro : Julien Bacon e Kaorel, Christian Lepart e Roc'h-an-Argoed pe Gaston Sébilleau e Redon.

Lizher gant Jeanne Malivel da c'hGaston Sébilleau. Lizhiri etre 1920 ha 1925. Mammenn : Dastumadoù Mirdi Breizh. Niverenn renabl : 2006.0007.15

Meur a liv a c'hell kaout an oberoù-se. Ganti e vez treset kement houarnadur a zo en arrebeuri ha lakaet d'oberiañ gant ur gov eus Loudieg. En ur pennad embannet ganti e kont he spi e teufe un arz poblek, melezour identelezh Breizh, da vleuñviñ. Empennañ a ra arrebeuri, tresoù evit gwiadoù, ha labourat a ra ar pri-poazh a-du gant hec'h engouestl. Ober a ra « skeudennaouañ » kentoc'h eget stamp eus an engraverezh a vez graet ganti, pezh a ziskouez e fell dezhi krouiñ evit ar bobl ha n'eo ket evit pratikoù pinvidik.

Kelennerez e skol an arzoù-kaer e Roazhon e teu Jeanne Malivel da vezañ e 1923. Kelenn a ra an engraverezh dreist-holl, hag hollbouezus e vo hec'h atalier evit ma vefe desket teknik an engraverezh war brenn gant arzourien yaouank ar skol. Dilezel a ra he labour tri bloaz war-lerc'h abalamour d'he yec'hed fall. E-pad an hañv, ar memes bloavezh, e kemer perzh da vat e krouidigezh emsav ar Seiz Breur war-lerc'h m'eo bet e pardon ar Folgoad asambles gant Reun Kreston . Jeanne Malivel an hini a ginnig un anv evit o strollad : ar « Seiz Breur », diwar « Le conte des Sept frères », titl ur gontadenn bet dastumet gant he mamm-gozh e gallaoueg, en Il-ha-Gwilen. Ken abred ha 1922 he doa lakaet an arzourez embann anezhi dindan stumm un heuliad, en ur gazetenn sizhunvezhiek eus Loudieg.

Dont a ra ar strollad a-benn d'ober ur c'hinnig unvan (an Osté) evit diskouezadeg etrebroadel arzoù ar c’hinklañ hag ar greanterezh a-vremañ, bet dalc'het e Pariz e 1925, daoust d'o darempredoù bezañ tenn gant al livour Jean-Julien Lemordant. Meur a briz a vo roet dezho evit al labour-mañ.

Raktres engravadur ur gegin gant Jeanne Malivel. Mammenn : Dastumadoù Mirdi Breizh. Niverenn renabl : 2000.0043.2

Bec'h a sav e strollad ar Seiz Breur ken abred ha deroù ar bloavezh 1925. Pellaat a ra Jeanne Malivel outañ evel Pierre Abadie-Landel, a zo livour ha mignon dezhi. Dimezet eo e miz Gouere 1925 ha mont a ra ar c'houblad da chom da Witreg. Klañv eo gant an derzhienn difoid. Mervel a ra ur bloavezh war-lerc'h, d'an 2 a viz Gwengolo 1926 en ur glinikenn eus Roazhon, d'an oad a 31. Beziet eo Jeanne Malivel e Loudieg.

MENEGIÑ AR PENNAD

Aozer : Jean-Jacques Monnier, « Jeanne Malivel, livourez ha kizellerez », Bécédia [en ligne], ISSN 2968-2576, mis en ligne le 28/09/2023.

Permalien: https://bcd.bzh/becedia/br/jeanne-malivel-livourez-ha-kizellerez

LEVRLENNADUR

  • Jeanne Malivel, une artiste engagée : exposition au Musée Forney (Paris) à partir du 8 mars 2023  https://bibliothequeforney.wordpress.com/2022/01/26/jeanne-malivel/
  • Levasseur Olivier, Jeanne Malivel, Coop Breizh, 2013.
  • Le Couédic Daniel et Veillard Jean-Yves (dir.), Ar Seiz Breur, 1923-1947, la création bretonne entre tradition et modernité, Terre de Brume/Musée de Bretagne, 2000.

Kinniget gant : BCD Sevenadurioù

Dielloù e liamm war Bretania.bzh 
Bretania - Le portail des cultures de Bretagne