Aline Moulin
Aline Moulin he deus diazezet ar gevredigezh Faune Ethique. Labouret he deus a-youl vat evit Strollad bronnegourien Breizh (Groupe mammalogique breton), ur gevredigezh gwareziñ an natur, e-pad meur a vloavezh, ha liammoù tost he deus gant ar gevredigezh c'hoazh. Labourat a ra an daou aozadur asambles war demoù stag : unan a studi ar bronneged ha mirout o annez, egile a labour diwar-benn al liammoù etre an dud hag al loened gouez.