Corentin Pichavant, broder eus Pont-'n-Abad

Aozer : Tudi Crequer / Mae 2025

Gwall souezhet e vije bet Corentin Pichavant, o vont d'an Diskouezadeg hollvedel e 1900, m'en dije gouezet e vije bet klevet e vouezh a baotr yaouank ouzhpenn 85 bloaz war-lerc'h e varv. Seizh bugel a oa en tiegezh Pichavant. Corentin, ar mab pempvet ganet, a voe kaset d'an Diskouezadeg hollvedel asambles gant Auguste Pierre Marie, e vreur henañ, da vezañ kannad embregerezh vroderezh e familh. Eus ar c'hentañ edo neuze ar stal bet savet e 1868 : da heul ur c'hresk buan-tre e vode 65 broder ha broderez e 1899. E barr o brud edo ar vroderien Pichavant pa grogas ar c'hantved nevez, peurvestroniet o arz ganto ha perc'henned war vrasañ stal broderezh kêr Pont-'n-Abad.

D'ar mare-se e kemere perzh hardizh ar re Bichavant en emsav rannvroelour nevez. Gwelet e veze perc'henned ar stal broderezh e bodadegoù bras Kevredigezh *Broadel Breizh (URB), ha meuleudi a veze graet d'o labour gant tud vrudet evel Charles Le Goffic, Théodore Botrel pe Frañsez Jaffrennou. Anat e voe neuze da berc'henned ar Maison Pichavant lakaat ur stal er Gêriadenn vreton, lec'h ma veze diskouezet perzhioù heverkañ Breizh, hec'h hengounioù, hec'h arzoù, he boazioù hag he gwiskamantoù.

Meur a wech e voe meneget ar vreudeur Pichavant er pennadoù a gonte pemdez ar Gêriadenn vreton, evit o labour a vroderien kement hag evit an amzer tremenet ganto ouzh taol en ti-plouz breton. O c'hoar yaouank, Corentine Marie Pichavant, lesanvet Mavinig, a oa deuet ivez. Hervez Per-Jakez Helias e voe gwelet hi brec'h-ouzh-brec'h gant ar c'hont Najac war vali ar Champs-Élysées, zoken.

D'ar 24 a viz Gouere e reas Corentin Pichavant div enrolladenn dindan renerezh Léon Azoulay. Parabolenn ar mab prodig (ar mab foran) a ro un testeni dibar eus brezhoneg ar Vro Vigoudenn. Disheñvel-tre eo an eil enrolladenn, un istor farsus gant tudenn Yann al Leue. Ral-tre e oa da Léon Azoulay dastum istorioù farsus, ha raloc'h-c'hoazh e oa d'an dastumerien all d'ar mare-se.

Dimeziñ a reas Corentin Pichavant gant Jeanne Boennec, a oa oadet a 18 vloaz, d'ar 25 a viz Du 1907 e Loktudi. Un nebeud bloavezhioù war-lerc'h e voe soudardet ha kaset d'an talbenn ken abred hag ar 4 a viz Eost 1914, betek miz C'hwevrer 1919 ma voe disoudardet. Gant e fichenn soudard e ouzomp e ouie lenn, skrivañ ha kontañ, e oa 1m.65 dezhañ, kistin e vlev ha ront e zremm. Marv eo Corentin Pichavant d'ar 1añ a viz Ebrel 1938, just a-raok an eil Brezel Bed.

Gant Auguste Le Berre, mab-bihan da ziazezourien ar Maison Pichavant, e voe renet atalieroù an embregerezh adalek 1932 ha betek ma voe serret, war-dro 1965.

« Kontadenn bobl diwar-benn ar briedelezh », kontet gant Corentin Pichavant. 

Treuzskrivet eo bet gant Yann Guillamot. [E-barzh gerioù 'zo ez eus lizherennoù stouet. Doare Yann Guillamot eo da gempouezañ ar yezh dre gomz gant an treuzskrivañ e peurunvan.]

Brezhoneg, rannyezh Pont-'n-Abad, Bigouter

« Ar briedelezh », kontadenn gozh.

Corentin Pichavant :

Doare petore e vez kaset ar briedelezh d’un den yaouank.

Gwechall e-barzh e Pornaleg e oa un den hag en doa ur mab. Ar mab-se e oa dizesperet o welet

anezhañ lar ne zimeze ket. Petra en doa graet dezhañ neuze ?

Eñ en doa ur vatezh a oa hec’h anv Ar Vadelezh, Marjann.

- Setu Marjann baourez ! Met petra bennak a rafez ivez evit lakaat ar paotr Yann aze e-giz-se

da zimeziñ ?

- Gortoz, gortoz, gortoz ! Me a zo o vont bremaik-tuchant da zegas dezhañ c’hoant

dimeziñ !

Hag hi da vont ivez da Bont’n-Abad, aze e-giz-se e oa ur patiser e-barzh ar ru vras, ha kas ganti

ur panerad gwastell. Ha mont goude-se neuze, pa oa aet Yann da gousket, da e wele gantañ.

-Yann…

-Petra a zo Marjannig ?

- Dal ! Bez’az to priedelezh ?

Hag hi hag ober ur wastellenn dezhañ neuze…

-Che… a lâr-eñ, ar briedelezh a zo mat ! Groez din un all c’hoazh !

-Un all c’hoazh ?

-Eya !

A-barzh fin he doa groet un dousenn dezhañ. Un dousenn gwastilli. Setu e-giz e dad a oa neuze

e-barzh ar gwele all e-kichen ivez, hag a lâre dezhañ :

-Ale, paotr Yann, pign !

Hag eñ ha pignal neuze war-c’horre ur sol. Ha dindan ar sol-se neuze e oa un nev a oa dour en

enni. Hag e dad ha laret dezhañ neuze :

-Diskenn, diskenn c’hoazh paotr Yann !

Hag eñ ha diskenn neuze :

-Tad, a lâr eñ, me a zo kouezhet e-touez an dour !

-Mat, mat emaout, mat emaout !

Ha setu e giz-se neuze. Hag eñ ha lâret da Marjann :

-Marjann ! A, Marjann ! Bez’ eo graet mat… ma peus trapet e briedelezh e vo mat neuze.

Hag en ur gouezhal e-barzh an dour en doa peget e-barzh en ur c’hazh hag ar c’hazh-se en doa

blev.

-Setu amañ ’ zo blev c’hoazh…

-Dres, dres, dres ! Mat emaout ! Mat emaout !

 

 

MENEGIÑ AR PENNAD

Aozer : Tudi Crequer, « Corentin Pichavant, broder eus Pont-'n-Abad », Bécédia [en ligne], ISSN 2968-2576, mis en ligne le 8/05/2025.

Permalien: https://bcd.bzh/becedia/br/corentin-pichavant-broder-eus-pont-n-abad

Kinniget gant : BCD Sevenadurioù