E-pad e labour dastum e voe aketus da vat Léon Azoulay o « lakaat [pep hini] da lenn un destenn skrivet e yezh an den da enrollañ, hag an destenn-se a zo ar Mab foran, tennet eus Aviel Lukas, bet troet gant Kevredad saoz ar Bibl d'an holl yezhoù a zo er bed, pe dost ».
57 gwech e tastumas Léon Azoulay an destenn-se eus ar Bibl, teir gwech e brezhoneg en o zouez. Ur wech e oa gant Aline Lebot, ur wech all gant Corentin Pichavant, hag an trede gwech gant Pierre Laurent. A-drugarez da se e c'hellomp selaou ouzh ar memes gwerzadoù eus ar Bibl lennet e teir rannyezh eus ar brezhoneg : rannyezhoù Bro-Leon, ar Vro Vigoudenn ha Bro-Gwened. Asambles gant an enrolladennoù gwenedek ha bigoudenn e teu ar barabolenn treuzskrivet gant an dorn. Prizius eo skrid Corentin Pichavant dreist-holl, rak nebeud a roudoù skrivet eus parabolenn ar Mab foran e brezhoneg ar Vro Vigoudenn a zo, pa vez un nebeud anezho e brezhoneg Bro-Leon ha Bro-Gwened.
Harpañ a reas Léon Azoulay e labour ouzh ar Bibl, an destenn bet troet ar muiañ er bed. Ur boaz kozh e oa dija evit an dastum yezhoù. Da vare an Impalaeriezh gentañ, e 1805, e oa bet Burev stadegoù ar Frañs e darempred gant 130 prefed evit goulenn ganto e vefe « pourchaset un doare eus parabolenn ar Mab foran, evel ma vez kavet en Aviel hervez sant Lukas, Pennad 15, evit kement rannyezh pobl a zo en departamant. ». Perzhioù mad a zo da barabolenn ar Mab foran : « berr eo he led, hag eeun a-walc'h he zroioù evit ma vefe troet aes da rannyezhoù warlerc'hietañ hor yezh ».
Enklaskoù dastum bras a vo graet war-lerc'h war ar memes patrom, e Suis gant Franz Joseph Stalder, en Izelvroioù gant Johan Winkler, e 90 kumun eus Savoia diwar intrudu Alphonse Despine, hag en akademiezh Bourdel, c'hoazh, lec'h ma vo dastumet 4 444 stumm eus ar barabolenn gant Édouard Bourciez. Hiziv e vez kaset mennadoù a denn eus ar re-se c'hoazh, evel ar raktres niverel Atlas linguistiques et Ethnographiques de Gascogne et Languedoc Occidental.