Léon Azoulay, dastumer abretañ yezhoù Breizh

Aozer : Tudi Crequer / Mae 2025
E deroù an 20vet kantved e tivizas an doktor Léon Azoulay sevel ur mirdi fonografek. Ne oa ket hini ebet e Frañs d'ar mare-se. Diskouezadeg hollvedel Pariz a vefe un digarez dibar da zastum yezhoù eus ar bed a-bezh, a soñjas an den a oa ezel eus Kevredad antropologiezh Pariz. Ar roudoù koshañ eus ar brezhoneg hag ar gallaoueg a vo engravet e rolloù koar gantañ e miz Gouere 1900.

D'an 3 a viz Mae 1900 e reas Léon Azoulay ur brezegenn heverk dirak izili all eus Kevredad antropologiezh Pariz. Perzhioù mat implij ar fonograf a ziskoueze evit pep tachenn a zo : ar yezhoniezh, deskiñ ar yezhoù, an antropologiezh, an industriezh, studi an amzer, ar vezegiezh, an arzoù. Treuzfurmet e c'hellfent holl bezañ gant ar benveg nevez. « Goap a raer outañ c'hoazh, emezañ diwar-benn ar fonograf. […] Tonkad kement ostilh ha kement hentenn eo, pa zeu da wir. Bugale pe tud ouez e vezomp ganto, evit al lodenn vrasañ ac'hanomp. Nec'het omp, pe c'hoari a reomp ganto. N'eo nemet dre hir amzer ma teuomp da vezañ kustumet outo, ha neuze gwazed ha tud sevenaet en o c'heñver. D'ar poent-se neuze e empennomp pegen bras e c'hell bezañ o efedoù teorikel ha pleustrek, hag e kavomp doareoù a bep seurt d'ober ganto. »

Ur miz war-lerc'h e c'houlennas skoazell ar C'hevredad antropologiezh dirak ar memes bodad. Fellout a rae dezhañ diazezañ ur mirdi fonografek gouestlet da yezhoù ar bed a-bezh. Tennañ splet eus an Diskouezadeg hollvedel a felle dezhañ ober. Milionoù a dud a zeufe d'he gweladenniñ. Leun e vefe ruioù kêrbenn Frañs gant yezhoù an hollved, ha ne vefe nemet dastum anezho gant ur fonograf e pabell pep broad d'ober.

Enrollañ kement yezh a zo er bed

A-du e voe Kevredad antropologiezh Pariz da baeañ evit prenañ an dafar (ur fonograf, rolloù koar, follennoù enrollañ). E-pad ouzhpenn pemp miz e redas Léon Azoulay an Diskouezadeg hollvedel. Eno e tastumas « muioc'h eget 400 enrolladenn war rolloù. Danevelloù, kontadennoù, kaozeadennoù e muioc'h eget 74 yezh ofisiel, rannyezh ha trefoedaj, fonetik, kanaouennoù ha sonerezh o tont eus meur a gorn-bro er bed ».

Gant an dastumad bras-se e vefe « anavezet lezennoù emdroadur an distagañ, [gouezet] pehini eo ar stumm peurvat, ma c'heller lavaret, a ya hor yezhoù war e du ; […] tapet kaout keloù diwar-benn orin, kerentiezh hag hironañ ar yezhoù a-vremañ », hervez Léon Azoulay. Seul vui mallusoc'h e oa enrollañ yezhoù ar bed-holl ma oant tonket da vont da get, a soñje d'an antropologour ha medisin, evel ma vije bet eus ur reolenn diuzañ naturel evit ar yezhoù, kar d'an hini en doa kavet Charles Darwin evit ar spesadoù plant ha loened un nebeud bloavezhioù abretoc'h. Ne c'helled ket harzañ ouzh ar vodernelezh, a oa o vont da gas ar yezhoù pobl d'an disoñj, d'e soñj. Ken sur e oa e oa tonket sevenadur an araokaat da cheñch ar bed a-bezh, ken e tibabe ar pobloù evel « sevenaet », « hanter-sevenaet » ha « gouez », hag e rae anv zoken eus « gouennoù izel (morianed, Papoued) ».

Ar Gêriadenn vreton en Diskouezadeg hollvedel

D'ar 15 a viz Gouere 1900 e kejas Léon Azoulay ouzh ur vaouez en he zregont vloaz, a-orin eus Liger-Izel. Roudenn dre gomz koshañ ar gallaoueg a enrollas ganti. Un nebeud devezhioù war-lerc'h, d'an 20 a viz Gouere, ez eas Léon Azoulay d'ar babell vreton evit ar vezh kentañ. Kaset en doa e fonograf gantañ. Ar monumantoù hag ar savadurioù arouezel eus Breizh « wirion » a oa bet adkrouet eno, etre ar ruioù Sant Dominig ha Constantine. Kejañ a raed ouzh deskidi Breizh, ouzhpenn da « dropad Bretoned ar gêr vras », etre eiladennoù eus ur maen-hir eus Liger-Izel, eus un amzor eus Penn-ar-C'hrann, eus un ti gant bannoù koad a veze kavet e ru Nobl Montroulez, pe c'hoazh eus ur chapel-gañv eus Sant-Yann-ar-Biz.

Paul Sébillot, eil prezidant an Diskouezadeg vreton ha breur-kaer da Yves Guyot, prezidant ar C'hevredad antropologiezh, a c'hortoze donedigezh Léon Azoulay. E-pad meur a zevezh e engravas mouezhioù Sébastien hag Aline Le Bot, Pierre Laurent, Marie-Joseph Rio, Jean-Mathurin Pocard ha Corentin Pichavant, oc'h implij e fonograf. Dastum a reas kanaouennoù, kontadennoù ha gerioù brezhonek ganto. An enrolladennoù brezhonek koshañ anavezet eo ar re-se, bet graet etre an 20 hag an 29 a viz Gouere 1900. D'ar mare-hont e enrollas tonioù sonerezh-benveg eus Breizh evit ar wech kentañ ivez, gant Lanig Pen-ar-Pont, un talabarder a oa Alain Pierre Gueguen e anv ofisiel.

Bretoned ha Bretonezed a enrollas Léon Azoulay en-dro daou vloaz war-lerc'h, e miz Kerzu 1902. Gant ur vaouez eus Plouider e tastumas meur a zoare eus ur ganaouenn vrezhonek hag e reas div enrolladenn c'hallek ouzhpenn : unan gant un den dizanv eus Pledeliav, egile gant Yves Guyot. D'ar memes koulz e savas dizemglev e-barzh ar C'hevredad antropologiezh, ha dibabet e voe serriñ ar mirdi fonografek. Raktresoù damheñvel a voe savet e pep lec'h en Europa e penn-kentañ ar bloavezhioù 1900. Daoust d'e c'hwitadenn e kendalc'has Léon Azoulay da eskemm gant an dud a gase anezho, ha d'o aliañ.

Kazi dek vloaz a dremenas a-raok na vije savet ur raktres hardizh nevez e Frañs evit enrollañ ar gomz. E 1911 e voe digoret Dielloù ar gomz (Archives de la Parole) e skol-veur ar Sorbonne e Pariz, diwar intrudu ar yezhoniour Ferdinand Brunot. Léon Azoulay a gomzas en-dro dirak izili ar C'hevredad antropologiezh, neuze, dipitet ma oa e vije bet serret e virdi fonografek. Disklêriañ a reas e tiouere an ensavadur a boell. « Abaoe m'eo bet krouet Dielloù ar gomz e komprenit, sur a-walc'h, emezañ dirak emvod an izili, peseurt strivoù en dije ranket ar C'hevredad antropologiezh ober evit mirout ar renk lorc'hus en deus bet en istor ar fonografiezh skiantel (lorc'h a felle din-me ma-unan delc'her, hen lavar a ran dinec'h, gant ma labour hag ar propaganda a raen), met ivez evit dont da vezañ ar greizenn studioù en doa c'hoant an Ao. Yves Guyot da gaout e 1901 hag en dije roet dezhañ muioc'h a lufr hag a vuhezegezh. »

Tamm-ha-tamm e voe disoñjet rolloù koar mirdi Léon Azoulay, diseblant ma teuas an dud da vezañ outo abalamour da Zielloù ar gomz. Diverket e voent, pe dost, diouzh istor ar fonografiezh. E 1943 e voe roet an enrolladennoù da Virdi mab-den. Diwezhatoc'h e voe fiziet ar mouezhioù kozh-se da Greizenn an enklaskoù etno-muzikologiezh (CREM) Skol-Veur Paris Nanterre. Eno e vez miret fichennoù dastum ha notennoù dornskrivet Léon Azoulay ivez. Kinnig a ra ar greizenn CREM selaou enlinenn ouzh an holl enrolladennoù a oa bet graet e-pad Diskouezadeg hollvedel 1900. Met e Levraoueg vroadel Frañs eo e vez miret rolloù koar Léon Azoulay, en ur sal gouestlet da virout an danvezioù koar prizius-se.

Listenn rolloù koar brezhonek Léon Azoulay :

Sébastien Le Bot, Ploudiry, Léon

Ar c’hleuz alaouret hac an tour dantelezet – 20 juillet – 02:14.45

Keuzial d’am yaouankiz – 20 juillet ? – (cassé)

Aline Le Bot, Ploudiry, Léon

Ar mab prodig, version éditée par Leon Alfred Llewellyn Jenkins – 20 juillet ? – 02:55.07

Corentin Pichavant, Pont-l’Abbé, Bigouden – 04:33:62

Yann ha Marjan – 24 juillet – 1:38.53

Ar mab prodig version de Pont-L’Abbé – 24 juillet – 02:55.09

Jeanne Le Gouil, Quimper, Cornouaille – 06:49:44

An dezertour – 20 juillet – 2:44.05

An den desolet gant e wreg – 20 juillet – 01:50.41

O tont d’ar gêr eus Pont-’n-Abad – 20 juillet – 02:09.98

Marie-Joseph Rio, Pluvigner Vannes

Disul vitin a pa sauèn - 26 juillet – 02:49.53

Jean-Mathurin Pocard, Erdeven, Vannes – 06:22:11

A p’em behé ur galand – 26 juillet – 02:12.45

Guéharall a pa oen yeuank – 26 juillet – 02:03.28

Imen e kavein-me ur pasajer – 26 juillet – 2:06.38

Budjaledjeou – 26 juillet – (cassé)

Pierre Laurent, Belz, Gwened – 05:52:44

Sonenn en deinserion – 24 juillet ? - 1:26 (sur le même rouleau que Pen da d’ein mé)

Pen da d’ein mé – 24 juillet ? - 1:25 (sur le même rouleau que Sonenn en deinserion)

Ar mab prodig version de Belz – 24 juillet – 02 :53.55

Alain-Pierre Gueguen, talabarder Pont-l’Abbé

Quatre airs de bombarde – 21 juillet – 02:41

La Tourterelle – 21 juillet – (cassé)

Chanteuse de Plouider 1902 – 09:05

Disul vintin mintin mat – 21 décembre 1902 – 02:32

Soudard yaouank Kommanna (trois rouleaux) – 21 décembre 1902 – 2:36 / 2:21 / 1:36

 

Bet troet diwar ar galleg gant Lena Catalan Marcos

 

MENEGIÑ AR PENNAD

Aozer : Tudi Crequer, « Léon Azoulay, dastumer abretañ yezhoù Breizh », Bécédia [en ligne], ISSN 2968-2576, mis en ligne le 8/05/2025.

Permalien: https://bcd.bzh/becedia/br/leon-azoulay-dastumer-abretan-yezhou-breizh

LEVRLENNADUR

  • Ar Gall Yann Kaourintin, « Collectages du Docteur Azoulay (1900) », Musique Bretonne, 1986.
  • Azoulay Léon, « L’ère nouvelle des sons et des bruits, Musées et archives phonographiques », Bulletins et Mémoires de la Société d’Anthropologie de Paris 1, n°1 (1900)
  • Belz Jorj, « Les moissonneurs de la tradition orale dans le Vannetais », Musique Bretonne, juillet-août 1995.
  • Laorans Pier-Pengleuig et Denes Per,  Sonenneu en deulegad hag er galon, Quimper, Mouladurioù Hor Yezh, 1984.
  • Le Besco Patrick, Variations bretonnes sur la parabole de l’enfant prodigue, Rennes, Université de Rennes 2, 2016.

Kinniget gant : BCD Sevenadurioù