Tudi Crequer
Tudi Crequer a zo danvez-doktor el labourva Celtic-BLM e skol-veur Roazhon 2. Kazetenner eo war e vicher. Labouret en deus e meur a vedia, evel France Bleu Breizh Izel, ar radio publik, lec'h ma oa kazetenner divyezhek. Dedennet ma oa gant ar son en deus soutenet, e 2021, ur memor enklask diwar-benn Léon Azoulay, kentañ dastumer son ar brezhoneg. Gouestlet eo e dezenn da zeroù enrollañ ar brezhoneg dre gomz (1897-1926), dindan renerezh Erwan Hupel, ha gant souten BCD/Sevenadurioù.