Pardon Sant-Erwan Bretoned Pariz

Aozer : Thomas Perrono / Mae 2021
Pell kent e voe krouet Gouel Breizh, ur gouel pobl all anezhañ, ez eo bet pardon Sant-Erwan e Pariz, betek ar bloavezhioù 1970, ur skeudenn eus ar c’hemmoù bras a c’hoarvezas er gevredigezh c’hall en eil hanterenn eus an XXvet kantved.

D’an 19 a viz mae 1968 e oa Bro Frañs o virviñ. Aloubet e oa skol-veur La Sorbonne abaoe an 3 a viz mae, stoc’het kement ru ar C’harter latin gant fardelloù e-leizh. Estroc’h evit un eñvorenn eus Talbenn ar Bobl e oa eus an harz-labour meur a-benn neuze, pa oa oc’h en em ledet en-dro eus an eil labouradeg d’eben. Aet an esañs da hesk abaoe ar 17 e oa seizet-mik an dezougen. O tont er-maez eus kuzul ar vinistred e kredas Georges Pompidou, unan anezhe, esteurel soñj ar jeneral de Gaulle dre al lavarenn grenn-mañ a zo chomet brudet abaoe : « La réforme, oui. La chienlit non ». (Ar reform, ya ‘vat. Ar veskailhez, naren !) E kreiz an dispac’h parizian-se an hini e voe aozet dibunadeg pardon Sant-Erwan Bretoned Pariz, eus lisoù lutesia betek iliz-veur Itron-Varia Bariz. Soñj mat en deus an abad Fañch Kemener a sikoure an abad Elie Gautier e penn Ti ar Vretoned, eus an dibunadeg-se, 15 000 a Vretoned Pariz anezhi, gante « daou pe dri bagad klok hag un ugent bennak a gelc’hioù keltiek ».

« Hag an iskis a zibunadeg-se da loc’hañ neuze, dres pa oa emsavadeg mae 68 en he barr, ha da dreuziñ Pariz didrouz-kaer : na karr, na kamion, na marc’h-tan ebet. Treuziñ bali Sant-Jermen a reas an dibunadeg ; Ha dugez Bretoned Pariz (Anaig Guerin evit ar bloaz-se), pintet war hec’h inkane da saludiñ an engroez ha da vousc’hoarzhin par ma c’halle e-kreiz an disac’hadegoù lastez bet taolet bern war vern war ar riblennoù, e-tal restachoù otoioù o tivogediñ choazh. »

Ne oa ket dreistordinal ar brosesion-se e gwirionez panevet da darvoudoù dibar ar bloavezh-se. Abaoe deroù ar bloavezhioù 1950 betek ar bloavezhioù 1980, diwar intrudu an abad Gautier ha Ti ar Vretoned e Pariz, e veze lidet Gouel Erwan, skeudenn ar Vreizhadelezh anezhañ hag arouez al liamm didorr etre ar Vretoned harluet e Pariz hag ar Vro. War an hevelep patrom pe dost e veze aozet an devezh-se a vloaz da vloaz. Da gentañ-penn en em vode an dud e lisoù Lutesia e lec’h e tegouezhe dugez Bretoned Pariz, pintet war hec’h inkane ha gwisket e-giz Anna Vreizh tra ma veze kaset an abadenn gant ar bagadoù hag ar c’helc’hioù keltiek, dindan ar banielloù relijiel ha reoù broioù Breizh, ar Gwenn-ha-Du en o fenn. Neuze en em astenne ar brosesion e straedoù Pariz betek al lec’h gouestlet d’al lid relijiel. Ne veze ket ar memes lec’h ingal avat : iliz-veur Itron-Varia Bariz e oa bet e 1968, iliz Sant-Jermen a Auxerre e-tal palez al Louvre e 1969, iliz Sant-Medard e traoñ ar ru Mouffetard betek 1975 hag a-benn ar fin Iliz Sant-Jarvez e-tal an Ti-Kêr betek 1980. Diskouez a ra ar cheñchamantoù-se penaos en em lede ar Vretoned un tamm e pep lec’h e Pariz, pelloc’h evit o « chreñvlec’h » e Montparnasse.

Ar skritell bet treset evit Pardon bras Sant-Erwan d’an 28 a viz mae 1961. Mirdi Breizh : 985.0020.67« Oadvezh aour » kevredigezhioù Bretoned Pariz eo bet ar bloavezhioù 1950 ha 1960, hervez an istorourez amerikan Leslie Page Moch. Sevenadur Breizh, ha n’eo ket ar c’henskoazell kement-se ken an hini a vage buhezegezh kevredigezhioù Bretoned Pariz a-benn neuze : paotañ a rae ar bagadoù hag ar c’helc’hioù keltiek un tamm e pep lec’h, koulz e Kêr Bariz ha tro-war-dro. Tost da 800 a dud a zeue da zañsal bep sul e Ti ar Vretoned. Ar strolladoù muzikanerien hag ar strolladoù dañserien an hini a sache ar pep brasañ eus an arvesterien da bardon Sant-Erwan e gwirionez, en tu all d’e orin relijiel ha d’ar Vretoned engouestlet reoliek e buhez ar gumuniezh. Gant ar bloavezhioù 1970, da heul berzh ar folk music, e teuas koulz an azginivelezh keltiek a ‘n em gavas e barr e vrud gant sonadeg ar paotr yaouank Alan Stivell d’an 28 a viz c’hwever 1972 e sal veurdezus an Olympia. Adal neuze en em ledas sonerezh Breizh en tu all d’ar bagadoù war dachenn ar sonerezh tredan pe klev, tra ma koazhe pardon Sant-Erwan koulz ha buhez kevredigezhel Bretoned Pariz. E 1975 e voe dilennet Nadine Colin da dugez diwezhañ Bretoned Pariz.

Skritell Gouel ar Vretoned, 12 a viz even 1983 (lodenn). Mirdi Breizh : 983.0001.419War-lerc’h 1980 e voe degaset kemmoù bras da bardon Sant-Erwan, a voe lidet e diabarzh Ti ar Vretoned adal neuze. Gouel ar Vretoned e teuas da vezañ adalek 1982. Estroc’h evit diverkañ perzh relijiel ar gouel a voe graet gant ar cheñchamant anv-se. E dalvoudegezh sokial an hini a voe cheñchet ivez, kaset kenskoazell kumuniezh Bretoned Pariz d’an eil renk bep ma teue da vezañ ur beñveg da vrudañ Breizh e-touez ar peurrest eus annezidi bro Bariz. Estroc’h evit pardon Sant-Erwan a vode Bretoned bro Bariz forzh penaos, pa veze aozet bep bloaz abaoe 1933 un dibunadeg all e Saint-Denis, e banlev ar vicherourien e norzh Pariz,  gant Les Bretons Émancipés (« ar Vretoned Digabestr »), tost d’ar Strollad Kumunour. Goude an eil brezel bed e voe dalc’het da aozañ ar pardon lik-se betek kreiz ar bloavezhioù 1990 gant an USBIF (Unvaniezh Kevredigezhioù Bretoned an Ile-de-France).

 

Bet troet gant J-D Robin diwar ar galleg

MENEGIÑ AR PENNAD

Aozer : Thomas Perrono, « Pardon Sant-Erwan Bretoned Pariz », Bécédia [en ligne], ISSN 2968-2576, mis en ligne le 27/05/2021.

Permalien: https://bcd.bzh/becedia/br/pardon-sant-erwan-bretoned-pariz

Evit mont pelloc'h :

 

  • Violain Didier, Bretons de Paris. Des exilés en capitale, Paris, Les Beaux Jours, 2009.
  • Calvé Armel, Histoire des Bretons à Paris, Spézet, Coop Breizh, 1994.
  • Moch Leslie Page, The Pariahs of yesterday. Breton Migrants in Paris, Durham and London, Duke University Press, 2012.

Kinniget gant : Bretagne Culture Diversité