Sophie Chmura
Sophie Chmura a zo istorourez an arzoù ha doktorez war an istor. Anavezet eo evit he labour diwar-benn ar glad hag an argerzhoù ma teu fedoù ha danvez sevenadurel da vezañ glad, dre zielfennañ ar skeudennoù hag ar mod da daolenniñ an traoù, peurgetket. E-pad ar bloavezhioù tremenet he deus ken labouret gant Gauthier Aubert ha Georges Provost (dir.) evit o levr : Rennes, 1720. L’incendie, Roazhon, PUR, 2020 hag embannet he deus ar pennad "La patrimonisalisation de la ville classique : Rennes, XVIIIe-XXe siècle" (Annales de Bretagne et des pays de l'Ouest, 129-1/2022, 47-69). Kemer a ra perzh alies e studiañ dastumadoù Mirdi Breizh ha skignañ a ra hec'h enklaskoù d'an holl war ar blog Musée Dévoilé.