Strolladoù luskad De Gaulle dindan ar Pempvet Republik

Aozer : Christian Bougeard / Kerzu 2023
Pennañ eo bet roll luskad politikel de Gaulle e Breizh adalek diazez ar Pempvet Republik e 1958 betek ar bloavezhioù 2010. Votet o deus ar Vretoned evit ar jeneral de Gaulle, hag evit Georges Pompidou pa 'z eo deuet d'e heul, hep mank ebet. War-lerc'h eo aet ar familh politikel-se war wanaat e-pad ar seizh vloaz ma oa prezidant Valéry Giscard d’Estaing, ha goude-se pa oa en em gavet an tu kleiz da ren ar vro e 1981. E 2002 e kemmesk gant strolladoù all eus an tuoù dehoù hag an tu kreiz, pa 'z eo krouet ur strollad ledanoc'h, an Unvaniezh evit ar muianiver prezidantel (UMP).

Bretoned a-du gant De Gaulle ? (1958-1969) ?

Brezel Aljeria hag enkadenn an 13 a viz Mae en Aljer, a gas ar jeneral de Gaulle da ren ar vro en-dro, a ra diazezoù ar 5vet Republik. Eñvorennoù ar brezel 1939-1945, ar Rezistañs hag evit lod, mare Bodadeg pobl Frañs (RPF), ar strollad gaullist kentañ (1947-1954), a zeu da vezañ bevoc'h. Evel an holl e Frañs e sav ar Vretoned a-du gant ar cheñchamant renad, gant penn nevez ar Stad, e bolitikerezh aljerian kement hag e bolitikerezh modernaat e Frañs. Etre 5 ha 12 poent ouzhpenn d'e geidenn vroadel a ro ar Vretoned d'ar jeneral de Gaulle er referendomoù bet mouezhiet eus 1958 da 1962, hag en hini diwar-benn adreizh dilennadeg ar prezidant dre vouezhiañ hollek. A-du emañ ar Vretoned gant ar prezidant de Gaulle, ha chom a raio gwir betek penn : evit referendom ar 27 a viz Ebrel 1969, a vo kaoz d'ar jeneral de Gaulle da guitaat ar galloud, en em gav ar « ya » da gentañ gant 55,8 % eus ar mouezhioù eztaolet pa 'z eo muianiver an nac'hañ e Frañs (53,2 %). Gwir e oa kazi muianiver De Gaulle e Breizh da dro gentañ dilennadeg ar prezidant (48,5 %), hag e oa bet addilennet eno e miz Kerzu 1965 gant 62,5 % eus ar mouezhioù (54,5 % e Frañs).

Padal n'en doa bet an Unvaniezh evit ar Republik nevez (UNR), ar strollad bet krouet gant tud de Gaulle evit dilennadegoù kannaded miz Du 1958, nemet c'hwec'h kannad dre 33 er rannvro, a-enep da re an tu kreiz ha da re zizalc'h an tu dehoù. Ne zeu an UNR d'ober berzh nemet e miz Du 1962, e dibenn an enkadenn bolitikel p'o deus votet al lodenn vrasañ eus kannaded an tu dehoù ha kannaded vreizhat an tu kreiz an disfiz da c'houarnamant Georges Pompidou, pezh a zo bet kaoz d'ar vodadenn vroadel da vezañ divodet. 16 sez dre 33 a vez gounezet gant an UNR-UDT neuze. Ouzhpenn da se e c'hell muianiver De Gaulle kontañ war harp ar Republikaned dizalc'h (RI) eus tu Giscard, Raymond Marcellin en o fenn e Breizh. Met diaes, strizh ha diwezhat a-walc'h e vo o wriziennañ lec'hel (maered, kuzulierien-veur, senedourien).

Pennoù bras luskad de Gaulle kaset da Vreizh da vezañ dilennet (1967-1974)

Un douar gounezet da strolladoù De Gaulle e tiskouez Breizh da vezañ er bloavezhioù 1960. E miz Meurzh 1967 emañ De Gaulle e penn ar Stad abaoe meur a vloavezh dija. Dont a ra neuze ouzhpenn ur penn eus an UNR, bet adanvet neuze UD Ve, ha kargidi uhel yaouank er c'habinedoù ministrel, da vezañ dilennet er rannvro, diwar skouer Yvon Bourges, bet dilennet e Sant-Maloù e 1962 ha deuet da vezañ ministr. Tud eus Pariz, o fal dont da vezañ ministred alies, a vez kaset da Vreizh : Edmond Michelet da Gemper, Olivier Guichard da Wenrann-Ar Baol, Michel Cointat da Felger. « Baroned » strollad de Gaulle ma 'z int tout, e chomint gwriziennet en o c'humunioù nevez evit pell. N'ez eus nemet ur c'hwitadenn wir : faezhidigezh Pierre Messmer, ministr an Armeoù, en Oriant abalamour d'an tuoù kleiz bezañ a-unvan. Pemp sez a vez gounezet neuze gant ar sokialourien SFIO ha PSU e Breizh.

Ar strollad gaullist, a zeuio da vezañ an UDR (Unvaniezh evit difenn ar Republik) da vare enkadenn miz Mae 1968, a zalc'h 14 kannad e 1967 a-raok mont d'e live uhelañ e miz Even 1968 p'en deus 20 den dilennet dre 33 hag 28 kannad etre tout evit ar muianiver. Gabriel de Poulpiquet, kannad Landerne abaoe 1958, a zo dilennet gant an dregantad uhelañ a vouezhiañ e Frañs, dezhañ 88,3 % eus ar mouezhioù en dro gentañ. Pilet eo re an tu kreiz hag an tu kleiz. E pep gouarnamant renet gant tud de Gaulle er bloavezhioù 1968-1974 e teu pemp, c'hwec'h ha betek eizh ministr eus an UDR. Kement-se a ziskouez pegen bras eo pouez pennoù-bras an UDR ha tud deuet da vezañ a-du gantañ (Marie-Madeleine Dienesch, bet en MRP) bet dilennet e Breizh.

Da Vreizh e teu ar jeneral de Gaulle da embann e aozo ur referendom diwar-benn ar rannvroelaat hag adreizh ar Sened, e-pad ur brezegenn graet e Kemper d'an 2 a viz C'hwevrer 1969.

Ar jeneral de Gaulle e Kemper d'an 2 a viz C'hwevrer 1969. Poltred : S. Michalowski. Mammenn : Dastumadoù Mirdi Breizh. Niverenn renabl : 986.0028.8014

Kuitaat a ra penn ar Stad pa vez nac'het e referendom. Met dont a ra Georges Pompidou, bet e gentañ ministr, da vezañ prezidant ar Republik d'ar 14 a viz Even pa 'z eo trec'h war Alain Poher, war ar renk evit an tu kreiz, gant 63,1 % eus ar mouezhioù eztaolet e Breizh (57,5 % e Frañs). Eno en deus tennet gounid Pompidou eus souten ul lodenn eus politikourien an tu kreiz, da heul René Pleven. Koll a ra mouezhioù an UDR e Frañs a-bezh, met delc'her mat a ra e Breizh e dilennadegoù kannaded miz Meurzh 1973 pa 'z a an tu kleiz sokialour war-raok. Met e Dinan e c'hoarvez un dra dic'hortoz : evit un nebeud mouezhioù eo trec'het René Pleven, a oa neuze ministr ar Justis, gant Charles Josselin, ur sokialour yaouank dianavezet.

Pa rank strolladoù de Gaulle lezel an dorn

Dilennadegoù ar prezidant, e 1974 hag e 1981 war-lerc'h, a lak en arvar an hegemoniezh o doa luskadoù de Gaulle ha Pompidou war an tu dehoù abaoe 1958. Marv ar prezidant Pompidou e miz Ebrel 1974 a cheñch bazh en taboulin. En dro gentañ e lañs kalz levier an RI, Valéry Giscard d'Estaing, war Jacques Chaban-Delmas, war ar renk evit an UDR ha bet kentañ ministr (1969-1972). Dilennet eo en eil tro, d'an 19 a viz Mae 1974, gant 50,8 % eus ar mouezhioù a-enep da François Mitterrand (PS), e-unan war ar renk evit an tu kleiz. N'eus nemet 13,7 % eus ar Vretoned o deus votet evit Chaban-Delmas en dro gentañ, nebeutoc'h eget e Frañs a-bez (15,1 %). Dilennourien an tu dehoù a zilez ur gaullist, en deus kaset ur politikerezh a vez gwelet evel re frankizour ganto, evit e enebour. Tri c'hannad UDR eus Penn-ar-Bed, gwir eo, o deus sinet an « appel des 43 », ur galv skrivet war intrudu Jacques Chirac hag en deus kaset emstrivañ Jacques Chaban-Delmas d'ar strad.

Dont a ra Jacques Chirac da vezañ kentañ ministr (1974-1976) ha da ren an UDR o tiskar galloud baroned ar strollad. Int, evel Yvon Bourges hag Olivier Guichard, a glask derc'hel ouzh pouez brasoc'h-brasañ Jacques Chirac en o strollad. E Breizh eo harpet Chirac gant Guy Guermeur, kannad nevez Douarnenez. E miz Kerzu 1976, bet kuitaet Matignon gantañ abalamour d'e zizemglev gant ar prezidant, Jacques Chirac a dro an UDR da RPR, ar Vodadeg evit ar Republik (Rassemblement Pour la République). Gant ar strollad-mañ e fell dezhañ gounit penn ar Stad. Ministred eo neuze Yvon Bourges hag Olivier Guichard e gouarnamantoù Raymond Barre. E Breizh ez a ra war-raok disoc'hoù Unvaniezh an tu kleiz hag ar PS dreist-holl (dilennadegoù kanton 1976, dilennadegoù-kêr 1977), met dilennadegoù kannaded miz Meurzh 1978 a ziskouez tuoù dehoù oc'h harzañ mat er rannvro hag e Frañs a-bezh.

Met abaoe 1974 e koll an RPR mouezhioù a ya neuze da du Giscard, ha kenderc'hel a ra d'ober, daoust ma zalc'h tud de Gaulle 14 kannad. Al lusk-mañ a 'z aio buanoc'h gant donedigezh an tu kleiz e penn ar Stad e 1981. N'eus nemet 18,7 % eus ar Vretoned (18 % e Frañs) o deus votet evit Jacques Chirac en dro gentañ a-enep d'ar prezidant oc'h echuiñ e respet, pezh a ziskouez ez a nebeutoc'h ar Vretoned war-zu strollad de Gaulle en dilennadegoù prezidant, evit mont kentoc'h war-zu Giscard d'Estaing (30,9 %). En eil tro, d'an 10 a viz Mae 1981, n'eo ket muianiver François Mitterrand er rannvro c'hoazh (49,2 %) met berzh a ra ar sokialourien da vare dilennadegoù kannaded miz Mezheven. 19 kannad en deus ar PS daoust ma oa unvanet an tu dehoù. Ne zalc'h an RPR nemet seizh kannad, lod anezho bet ministred.

Adalek neuze, ha betek 2017, eo Breizh un douar a zisoc'hoù mat evit ar PS. Delc'her mat a ra e 1986 pa zeu en-dro an tuoù dehoù, rak dizemglev a zo etre o strolladoù e tri eus ar pemp departamant.  Nav sez dre 36 en deus an RPR gant ar mouezhiañ war listenn diouzh kenfeur, met dont a ra ar sifr-mañ da seizh nemetken e 1988 goude m'eo bet dilennet François Mitterrand en-dro da brezidant a-enep da Jacques Chirac, gant 55 % eus ar mouezhioù e Breizh. Pa ziskar ar PS e miz Meurzh 1993 evit delc'her pemp kannad nemetken e c'hell neuze an RPR kreskiñ en-dro (14 kannad dre 36). Met en tu dehoù emañ an UDF dirazañ bremañ : re an tu kreiz a zo bodet holl en Unvaniezh evit demokratelezh Frañs abaoe 1978 (17 sez). Jacques Chirac a zeu da vezañ prezidant e 1995 da heul un emgann taer ouzh Édouard Balladur, kentañ ministr ar c'hengouarn, ha deuet eus an RPR. Met pa 'z eo divodet ar vodadenn vroadel e 1997 e c'hell an tu kleiz breizhat dont da vezañ kreñvoc'h en-dro (20 PS, ur PCF) pa ne vir an RPR nemet pemp kannad. Breizh n'eo ket un dachenn gounezet da strollad de Gaulle ken, hag en tu dehoù zoken e vez kevezet muioc'h-mui an RPR gant an UDF. Dreistordinal eo an degouezhioù e 2002, pa 'z eo addilennet Jacques Chirac a-enep da Jean-Marie Le Pen (Talbenn broadel, tu dehoù pellañ). Diskouez a ra an 88,5 % eus ar mouezhioù bet roet d'ar prezidant kozh eo feal ar Vretoned d'an demokratelezh frankizek ha n'eo ket da levier ar strollad gaullist arnevez, rak n'en deus ket resevet anezhañ nemet etre 20 hag 21 % eus ar mouezhioù da dro gentañ an dilennadegoù e 1988, 1995 ha 2002.

Skritelloù Jacques Chirac ha Jean-Marie Le Pen evit eil tro dilennadegoù ar prezidant e 2002. Poltred : Alain Amet. Mammenn : Dastumadoù Mirdi Breizh. Niverenn renabl : 2002.0009.54

Diouzhtu war-lerc'h e krou Jacques Chirac ur strollad nevez ma vez bodet an tuoù dehoù ennañ : an Unvaniezh evit ar muianiver prezidantel (UMP). 22 sez a vo dezhañ e dilennadegoù miz Mezheven 2002, eizh en o zouez evit an RPR. Setu strollad de Gaulle e-barzh an UMP ha steuziet ennañ. E 2007 e vo an UMP strollad ar prezidant c'hoazh a-drugarez da Nicolas Sarkozy. Met e Breizh eo en em gavet Ségolène Royal (PS), war ar renk evit an tu kleiz, araozañ d'an eil tro gant 52,7 % eus ar mouezhioù. Lod eus dilennourien an tu kreiz a-du gant François Bayrou, en doa nac'het mont e-barzh an UMP, o deus votet eviti. Luskad De Gaulle en deus merket istor politikel Breizh dindan ar Pempvet Republik, met n'eo ket an nerzh kreñvañ eno ken, en tu dehoù zoken.

 

Troet diwar ar galleg gant Lena Catalan Marcos

 

MENEGIÑ AR PENNAD

Aozer : Christian Bougeard, « Strolladoù luskad De Gaulle dindan ar Pempvet Republik », Bécédia [en ligne], ISSN 2968-2576, mis en ligne le 4/12/2023.

Permalien: https://bcd.bzh/becedia/br/strolladou-luskad-de-gaulle-dindan-ar-pempvet-republik

LEVRLENNADUR

  • Bougeard Christian, L’évolution des forces politiques en Bretagne. Comment la région est passée de droite à gauche (1946-2004), Rennes, PUR, 2022.
  • Nicolas Michel et Pihan Jean, Les Bretons et la politique 1958-1988. 30 ans de scrutins en Bretagne, Rennes, PUR, 1988.
  • Pozzi Jérôme, Les Mouvements gaullistes. Partis, associations, réseaux 1958-1976, Rennes, PUR, 2011.
  • Richard Gilles, Histoire des droites en France de 1815 à nos jours, Paris, Perrin, 2017.

 

Kinniget gant : BCD Sevenadurioù