Yvon Bourges

O terc'hel luskad De Gaulle e Breizh
Aozer : Christian Bougeard / Kerzu 2023

Mab un ofiser, bet ganet e Pau, Yvon Bourges (1921-2009) en deus liammoù familh en Il-ha-Gwilen. Studiañ a ra ar gwir e Roazhon e-pad ar brezel. D'an Dieubidigezh e labour e prefetioù dindan aotrouniezh ar prefed Cornut-Gentille. Asambles gantañ ez a d'al lec'hioù m'eo kaset er pennvro hag en Afrika war-lerc'h. Dindan ar Pevare Republik en deus Yvon Bourges postoù e melestradurezh an trevadennoù, evel gouarnour ar Volta Uhel peurgetket, a-raok dont da vezañ kargad uhel e ministrerezh an Diabarzh war-lerc'h dizalc'hiezh ar broioù afrikan. E 1962 e tiviz gwriziennañ en Il-ha-Gwilen. Dilennet eo da vaer Dinarzh, ha da gannad Sant-Maloù war-lerc'h.

Valéry Giscard d'Estaing, a oa neuze ministr an Arc'hant, Yvon Bourges, kannad ha maer Dinarzh, hag Alexandre Stirn, prefed Il-ha-Gwilen, e Dinarzh, d'an 20 a viz Eost 1964. Poltred : S. Michalowski. Mammenn : Dastumadoù Mirdi Breizh. Niverenn renabl : 986.0028.44444

N'ouzer ket mat e peseurt strollad politikel emañ, p'emañ en UNR e gwirionez. Sellet a reer outañ evel ur politikour deuet diouzh a lec'h all da vezañ dilennet, met ober a raio e lec'h-kreñv eus Bro-Sant-Maloù. Addilennet e vo bewech d'an dro gentañ betek 1978. Unan eus dileuridi renerezh an UNR hag an UDR war-lerc'h eo eñ e Breizh, lec'h ma ra war-dro dibab an dud war ar renk evit an dilennadegoù. Buhezañ a ra ar strollad en e zepartamant ivez.

Kregiñ a ra Yvon Bourges da gaout postoù er ministrerezhioù e miz C'hwevrer 1965. Adalek 1965 ha betek 1972 en deus dizehan postoù sekretour-Stad evit Georges Pompidou, Maurice Couve de Murville, Jacques Chaban-Delmas. E 1972-1973, e gouarnamant 1añ Messmer, eo anvet da vinistr ar C'henwerzh hag an Artizanerezh. Emañ Yvon Bourges e-touez « baroned » strollad De Gaulle, ha n'emañ ket a-du gant ren nevez Jacques Chirac war ar strollad. Anvet e vo da vinistr an Difenn gant Valéry Giscard d’Estaing eus miz Genver 1975 betek fin ar bloavezh 1980.

Ren a ra listenn an tu dehoù hag an tu kreiz en Il-ha-Gwilen evit dilennadegoù ar senedourien e miz Gwengolo 1980, ha paket eo ar peder sez ganto. Chom a raio e Palez Luksembourg betek 1998. E 1981 e talc'h Jean Hamelin (RPR), eiler hag heulier dezhañ, ar sez a gannad Sant-Maloù. Evit dilennadegoù kentañ ar rannvro e miz Meurzh 1986, Yvon Bourges a 'z a war-zu an ober lec'hel pa teu da vezañ prezidant Kuzul rannvro Breizh, dezhañ ouzhpenn ar muianiver. Dilennet eo en-dro e 1992. Ne 'z a ket war ar renk en-dro e 1998, e genseurt Olivier Guichard, edo e penn rannvro Broioù al Liger, kennebeut all, ha kuitaat a ra ar Sened. Un den didrouz anezhañ, graet en deus Yvon Bourges e hent politikel, parlamantel ha ministrel e-pad 36 bloaz hag unan eus pennoù bras ar strolladoù gaullist eo bet e Breizh.

MENEGIÑ AR PENNAD

Aozer : Christian Bougeard, « Yvon Bourges », Bécédia [en ligne], ISSN 2968-2576, mis en ligne le 4/12/2023.

Permalien: https://bcd.bzh/becedia/br/yvon-bourges

Kinniget gant : BCD Sevenadurioù