Ur « siraj » deuet da sire

Ur pezh dilhad ret evit en em wareziñ, war zouar ha war vor
Aozer : Pascal Aumasson / Here 2023

Dont a ra ar sire Guy Cotten eus linennoù dilhad labour dizintrus oberiet gant nilon ha poliester (PVK). O soudañ ar gwrioù gant aer tomm, ha war-lerc'h oc'h implij teknologiezh ar frekañsoù uhel, e teuer a-benn da lakaat anezho dizintrus ivez. Ur pezh dilhad boaz eo deuet da vezañ evit ar besketaerien kement hag ar vageerien. Tennañ a ra gounit eus un neveziñ dizehan hag eus bruderezh efedus, kaset war-raok gant al logo bet empennet gant ar grafour Alain Le Quernec e 1974. Un hêrezh eo eus ar « sirajoù » kozh a veze kavet kustum e-touez dilhad ar besketaerien.

François Folgoas : aet ar maout gantañ en ur redadeg war vor. Ar Gelveneg, 1903.

Poltred gant Jacques de Thézac. Mammenn : Mirdi breizhek an departamant. Niverenn renabl : 990754 

Gant koton kriz solut-tre e veze oberiet ar « sirajoù ». Evit ma teufent da vezañ dizintrus e vezent soubet lerc'h-ouzh-lerc'h en ur poullad eoul lin ha lakaet da sec'hiñ dindan an amzer war daolennoù disjuntret o flankennoù evit ma tremenfe mat an aer. Gant al lien gros e veze kignet daouarn ar c'hemenerezed, pistiget ma oant ivez gant an nadoz na deue e-barzh an danvez nemet gant kalz a ziaezamant hag a sanke, a-benn ar fin, en o bizied. Dre forzh frotañ kroc'hen ar vartoloded e voe labezet gantañ ivez, hag e teue anafoù-kroc'hen dezho, a veze graet « bleunioù an Island » anezho.

Kustum a rae al labourerien gwiskañ ar « sirajoù » war zouar, war ar chanteroù hag er parkeier. War vor e vezent gwisket ivez gant ar vartoloded az ae da besketa war vankadoù moru an Island hag an Douar-Nevez kement hag ar re az ae da besketa war aodoù Breizh. Gwiskañ a raent neuze ar « siraj » war-c'horre o roched, o sae-c'hloan, o forpant martolod hag o bragoù lien.

Sire lien eouliet. Beuzeg-ar-C'hab. Penn-kentañ an 20vet kantved. Dastumad JN Duchemin.

Ar yachtmen a berc'henn ar sireoù evit o abadennoù Belle plaisance e bloavezhioù kentañ an 20vet kantved, ha hen gwelet a reer pa lenner ar c'hatalogoù dilhad peurc'hraet a veze oberiet evito. Kopiañ a raent hierarkiezhioù ar Morlu broadel hag an « dilhad evit ofisourien ha perc'henned » kavet enno a voe doublet gant danvezioù blot dindan ar mezher kaoutchoug : flanell e-barzh dilhad kroc'hen du ; satin e-barzh ar bragoù.

Arouez an dilhad-mor eo deuet ar sire melen da vezañ hiziv. Berzh mat en deus graet ar c'hevredad Guy Cotten a-drugarez dezhañ, betek gwerzhañ en tu all da 80 % eus an dilhad pesketa micherel e Frañs en deiz a hiziv.

MENEGIÑ AR PENNAD

Aozer : Pascal Aumasson, « Ur « siraj » deuet da sire », Bécédia [en ligne], ISSN 2968-2576, mis en ligne le 5/10/2023.

Permalien: https://bcd.bzh/becedia/br/ur-siraj-deuet-da-sire

Kinniget gant : BCD Sevenadurioù