N’eus ken met soñjal penaos e vez hogozik bepred ur Gwenn-ha-Du bennak war bord hentoù ar redadegoù etrebroadel pennañ, ar bloavezh pad, evit reiñ da intent berr-ha-berr pegen stank eo an ereoù etre Breizh hag ar sport-se, mestal ur relijion. Evel ur meni arouez en istor, ganedigezh ar bisiklet er bloavezhioù 1860 zo liammet ouzh ijinegezh daou artizan – e-touez tud all : Pierre Michaux, bet karroñser e Sant-Brieg hag e vab Ernest, ganet eno. Dre ijinañ an droadikell o deus lakaet an draizianenn da vezañ ur gwir benveg kevlusk. A-raok pell e Frañs a-bezh e teu tud da vezañ tig gant ar velosiped ha krouet e vez kevredigezhioù sport forzh pegement, penn-da-benn da Vreizh, evel e Roazhon e 1869, e Gwened e 1870 pe en Naoned e 1871. Goude d’ar Brusianed trec’hiñ war ar Frañsizien ne vo ket ken bervidant ar c’hiz, kent kregiñ ganti en-dro adalek ar bloavezhioù 1890. Graet zo berzh gant an dro gentañ Pariz-Brest-Pariz e 1891, ha birvidigezh dreistordinal a sav diwar krouidigezh Tro Frañs e 1903, div redadeg a zo perzh er startijenn-se. Diwar neuze e tiviz kement kêr zo e Breizh kaout pep a redadeg, ha dont a ra ar re-se da vezañ gwir festoù pobl. Prestik e teu Yann Vreizhad da vezañ « mailh ar pedalennoù ».
Kalz muioc’h eget sport
D’ar c’houlz-se e oa ar c’hazetennoù pemdeziek en o barr, ha diskouez a raent pegen tomm e oant da baotred o beloioù. Ar re-se, dalc’hmat o kas pelloc’h an harzoù a zo da fiziologiezh korf mab-den, a vez lakaet war o zaolioù kaer ul liv brogarour anat. En ur ober 1 000 kilometr dindan un tammig nebeutoc’h eget 42 eurvezh e miz C’hwevrer 1893, ar Breizhad Jean-Marie Corre o tuvelliñ gant ar Parizian Charles Terront en doa prouet d’ar bed holl e oa « estreget gouennoù angl-ha-saoz a gement a zo kigennoù dezho », hervez ar skrivagner Louis Baudry de Saunier. Ha pa servijfe ar marc’hhouarnerezh da eztaoler ur spered raveñch, d’ar mareoù-se ma teu tennoc’h-tennañ ar jeu war dachenn ar geopolitikerezh, e chom evit afer-se ur sport a sach ur publik ledan, ha seul zigoroc’h pa zeu an dud a-benn da hevelebiñ da rederien eus o bro. Daou waz o deus c’hoariet ar roll-se, tre-ha-tre, evit a sell ar Vretoned : Yann-Vari Korr (Jean-Marie Corre), a zo bet anv anezhañ c’hoazh er pennad-mañ, ha Lucien Mazan, lesanvet « Petit-Breton », aet ar maout gantañ diouzh renk e Milan-San Remo, Pariz-Bruxelles, ha Tro Frañs dreist-holl, e 1907 hag e 1908.
Met n’eo ket abalamour ma oa diouzh ar c’hiz hepken ez eus bet kemeret herr ken fonnus gant ar marc’hhouarnerezh. Ur marc’had en e vleuñv eo hini ar marc’hoù-houarn d’ar poent-se, o kas c’hoant da galz a bennoù bras eus an industriezh. Gwir brezel zo etre ar farderien beloioù ha pneuioù, pep hini o klask sachañ brud war e verk, hag arc’hant a lakont hep chom da dortal evit krouiñ redadegoù nevez. Keveziñ start a ra ar c’hazetennoù pemdeziek ivez diouzh o zu, ha komprenet o deus ez eo ar marc’h-treut diouzh an dibab evit lakaat bruderezh war e chouk. Ur skouer eus ar splannañ eo hini ar gazetenn L’Auto, digredus he flanedenn : bevañ-bevaik he deus graet daou vloavezh pad, kent dont da vezañ ar gazetenn dave evit ar sportoù, kement-mañ holl a-drugarez da dTro Frañs. D’an Dro-se eo ivez, pelloc’h, ha hi redadeg pennañ ar bloavezh, e voe daveet fraezh gant L’Ouest-Éclair pa voe roet lañs gant ar gazetenn d’he c’hentañ Hentad ar C’hornôg (Circuit de l’Ouest) e 1911.
Ur rummad aberzhet war an talbenn
Torret eo ar startijenn sebezus-se gant ar Brezel Bras a-greiz holl. Etre 18 ha 35 bloaz eo ar braz eus ar rederien, sed int bet engalvet holl, pe dost, da vont d’an armeoù. Den ebet ken war ar renk, den ebet ken evit aozañ, tamm c’hoant ebet ken : gwall alies eta e vez nullet ar redadegoù, evel hini Pariz-Brest-Pariz a oa da vezañ graet e 1916. Un hevelep arsav zo bet un taol da industriezh ar marc’h-houarn a oa en he bleuñv, forset-mat. Dav eo diarbenniñ adsav an ekonomiezh koulskoude, ar pezh a c’hoarvezo mod pe vod goude ar brezel, sed en em gav broudet an aozerien da reiñ lañs d’o redadegoù en-dro kerkent ha 1917. Adkroget e vez ganti neuze, tamm-ha-tamm, bihanoc’h an druilhad rederien, anezho permisionerien, koñskried, mac’hagnidi zoken... Ar Gwenedad Robert Asse zo unan eus ar « pennoù torr »-se, savet adarre war e varc’h-gaol en desped d’e zroug-penn spontus. Gwezh ebet ne vo barrek da vont pelloc’h eget ar pempvet tennad, daoust dezhañ bezañ bet war al linenn loc’hañ da geñver dek Tro Frañs, gant se avat e teuio da vezañ arouez ur rummad paotred drastet gant ar brezel. Na pet reder yaouank ne stago ket ganti en-dro, ha bet dirazañ koulskoude un dazont leun a bromesaoù, evel Franck Henry lazhet er brezel d’an 9 a viz Du 1914 ? D’an oad a 22 vloaz, en ur ober 18 miz hepken el live uhel, e oa paotr Landerne o paouez lipat ar maout ur wezh war Pariz-Tours ha div wezh war Pariz-Roubaix, na mui na maez, ar pezh a rae anezhañ ar brasañ spi evit ar marc’hhouarnerezh er C’hwec’hkogn…
En aner eo bet suporterien Breizh war glask ur c’hampion eus o bro e-doug ar bloavezhioù 1920, koulskoude n’o deus ket troet kein ouzh ar redadegoù war varc’h-houarn evit afer-se. Bamet ma ’z int gant an niver a dud a zeu da arvestiñ war bord an hentoù hag er velodromoù, e tiviz embregerezhioù bras ar wask arc’hantaouiñ o-unan pep a redadeg e Breizh : adlañset he Circuit de l’Ouest gant L’Ouest-Éclair e 1931, aozet Manche-Océan gant Paris-Soir adalek 1938… Gwelet a ra Breizhiz ur sklaeradenn war dachenn ar sport-se, erfin, e diwezh ar bloavezhioù 1920, dre berzh Ferdinand Le Drogo. Hemañ eo ar Breizhad kentañ bet gantañ ar chupenn velen, e Tro Frañs ar bloaz 1927, ha dre ziv wezh eo bet kampion Frañs, e 1927 hag e 1928, kent bezañ bez-kampion ar bed e 1931. Digoret en deus an hent d’ul lignezad voemus a varc’hhouarnerien, kaset war-raok gant Pierre Cloarec, Pierre Cogan, Jean-Marie Goasmat « lallig » ar publik, ha René Le Grevès, ur mailh war ar sprint bet aet ar maout gantañ war 16 tennad eus Tro Frañs. Paotred ar rummad-se, erru e barr o brud e fin ar bloavezhioù 1930, n’o deus ket bet digarez siwazh da lakaat da splannañ da vat an talant a oa enno tra-penn eo tarzhet neuze an Eil Brezel Bed.
Etrezek amzer ar vodernelezh
Diouzhtu goude ar brezel e 1945 n’eo ket bet tamm ebet ken start ar jeu evit ar marc’hhouarnerezh e Breizh evel ma oa bet e 1919, peogwir zo deuet raktal war wel, dirak daoulagad an holl, ur rummad alaouret nevez-flamm. Aet ar maout gant Jean Robic e Tro Frañs 1947, kent ma vije graet lamm dezhañ da c’houde gant Louison Bobet. Hennezh zo bet trec’h e Tro Frañs dre deir gwech, e 1953, 1954 hag e 1955. A-dra-sur eo-eñ ar c’hampion meur e oa ar Frañsizien o c’hortoz abaoe meur a zek vloaz, unan gouest da drec’hiñ da geñver ar redadegoù etrebroadel brasañ a vez e-pad ar bloaz. E-kreiz ar bloavezhioù 1950 emañ Breizh koulz lavaret war toenn ar bed evit a sell ar marc’hhouarnerezh. E 1953 en em gav Louison Bobet ha Jean Malléjac – souezhus hennezh – o pignat war an div bazenn uhelañ eus podiom Tro Frañs. Un estlamm da Vreizhiz, hag a ya diwar neuze a griteriom da griteriom, a-vil-vern, evit gwelet o idoloù ha klask kaout ur sinadur diganto, evel e Kastellin ma ya miliadoù a suporterien bep bloaz en hañv da arvestiñ ar c’hrogadoù etre ar rederien wellañ.
Diaes an hêrezh war-lerc’h Louison Bobet, padal emañ Breizh en he splannder adarre er bloavezhioù 1970-1980, gras da Cyrille Guimard ha goude-se da v/Bernard Hinault. Guimard, goude graet berzh bras evel reder, a zo aet ar maout gantañ e seizh Tro Frañs evel rener skipailh. Hinault en deus bet pilet e gevezaerien er redadegoù etrebroadel pennañ, pa ’z eo ar maout gantañ tost da 150 gwech war redadegoù a-vicher, en o zouez dek gwech en troioù brasañ, hep kontañ ar braz eus ar redadegoù klasel. Abaoe ma ’z eo aet ar « broc’h » war e leve avat he deus bet poan Breizh o stummañ kampioned all. En desped d’un taol kaer bennak gwezh ha gwezh all gant Ronan Pensec, Pascal Lino peotramant Frédéric Guesdon, n’eus deuet Breizhad ebet a-benn da splannañ gwall bell war al live etrebroadel… Gant paotred evel Warren Barguil, David Gaudu ha Valentin Madouas o tont war wel, e sav adarre hunvreoù eus un oadvezh aour nevez e soñjoù ar suporterien. Da c’hortoz, atav, e chom ken entanet all pobl ar vro-mañ pa vez anv eus redadegoù beloioù. Trawalc’h eo gwelet ar berzh a ra bep bloaz ar redadeg Breizh Classic, an hini nemeti e Breizh ganti al label prizius UCI World-Tour. Un arouez all evit echuiñ, ha n’eo ket an hini disterañ : abaoe 2017 ez eo ur Breizhad a zo e penn an UCI (Union Cycliste Internationale) : David Lappartient. Tamm ezhomm ebet da lavaret hiroc’h evit disklêriañ ez eo Breizh, da vat, « ebeulez henañ » ar marc’h-houarn.