An Uhelgoad-Poullaouen : mengleuzioù kozh e kreiz-Breizh

Aozer : Vincent Daumas / C’hwevrer 2025
E-pad an 18vet hag an 19vet kantved e voe korvoet kailhegoù e Breizh, reoù plom arc'hantus peurgetket. Unan eus ar mengleuzioù brasañ a oa hini an Uhelgoad ha Poullaouen. Da vare an dispac'h gall edo e-touez mengleuzioù brasañ Frañs. Met tizhet e oa bet al live uhelañ eus ar produiñ e fin an 18vet kantved. Ne voe ket modernaet ar gemplezh mengleuziañ ha metalouriezh goude, ha mont a reas war ziskar en 19vet kantved.

« N'eo ket Breizh heñvel ouzh ar proviñsoù hon eus graet anv anezho. Pa 'z eo rouez ar mengleuzioù er proviñsoù all, en hounnezh int stank ; ha dispont omp-ni oc'h embann ez eo, e Frañs hag en Europa marteze, ar Broviñs ar pinvidikañ evit ar mengleuzioù a bep seurt. » Souezhet e c'heller bezañ gant ar frazenn-se, bet skrivet e 1779 gant an Ao. Monnet, enseller ar mengleuzioù : ral a wech e vez taolennet Breizh evel ur rannvro industriel, ur rannvro mengleuziañ nebeutoc'h c'hoazh. Padal e oa Breizh mengleuz vrasañ Frañs, pe dost, en 18vet hag en 19vet kantved, gant meur a gailheg, reoù plom arc'hantus peurgetket. An hini vrasañ a oa, hep mar, ar gemplezh mengleuziañ lec'hiet hiziv e kumun Poullaouen ha war an harz etre kumunioù Lokmaria-Berrien hag an Uhelgoad, e Menez Are.

Korvoet e oa bet ken abred hag an Henamzer. Dam-zisoñjet e oa bet goude, betek ma vije savet Kompagnunezh mengleuzioù Breizh-Izel e 1732. Komañs a reas ar c'horvoiñ goustadik. Stankaat a reas adalek kreiz an 18vet kantved, a-drugarez da vengleuzioù an Uhelgoad bezañ bet kavet en-dro ha d'an teknikoù bezañ bet modernaet, peurgetket. Roet e voe lañs d'ar c'hresk-se gant ar renerezh lec'hel, a veze graet gant Alamaned alies. Evit gwir, gwelet e veze an Alamaned evel arbennigourien ar mengleuziañ, rak en o bro e veze kavet mengleuzioù puilh an Harz, Saks ha Bohemia. Etre 1760 ha 1790 e tizhas e live uhelañ korvoiñ ar galen (plom arc'hantus) e lec'hienn zoubl Poullaouen hag an Uhelgoad. 20 000 tonenn plom (evit an toiñ pe an armoù-kegin) hag 50 tonenn arc'hant a voe produet e 30 vloaz.

Tost da 1 500 labourer a bep seurt rummad a veze gopret gant ar Gompagnunezh a-raok an Dispac'h gall evit produiñ kement. Gant se e oa an eil lec'hienn industriel e Breizh, goude Arsanailhoù Brest, hag an eil lec'hienn mengleuziañ e Frañs, goude hini Anzin (e Norzh-Pas-de-Calais hiziv). Dont a rae an ijinourien hag ar pennoù post eus proviñsoù mengleuziañ all e Frañs pe eus an Alamagn, pa oa lod eus ar vicherourien berzhek hag an holl zarbarerien (tost da 90 % eus ar c'hopridi) peizanted eus ar vro. Gant o labour er vengleuz e c'hounezent moneiz evit lakaat ouzhpenn da broduioù re zister al labour-douar. Met izel e oa ar goproù : 13 lur tournez d'o miz well-wazh (ar pezh a oa kement hag 3 lur bara bemdez), pa c'houneze ar sternerien teir gwech muioc'h, hag an ijinourien-renerien betek ugent gwech muioc'h. Kreskiñ a reas kalz peadra ar gevranneien – begenn ar vourc'hizelezh hag an noblañs eus Pariz – : liesaet e voe talvoudegezh o c'hevrannoù dre 30 en eil lodenn an 18vet kantved.

Kastell ar mengleuzioù e 1799. Mammenn : poltred eus un teul prevez tennet gant an oberour.

Bec'h a rae an aozioù labour

Ken lies e oa ar postoù-labour hag an tennadoù d'ober evit eztennañ ha tretañ ar c'hailh. Labourat a rae ar vengleuzierien e poulloù a c'helle bezañ ken don ha 300 metr. Pigoù ha pigoù bihan a veze implijet ganto, met gant poultr-kanol e veze graet al lodenn vrasañ eus an diskar. Riskloù a oa e tisac'hfe an toull, pe e tarzhfe ar poultr re abred. Daoust da se e oa an dic'hlannoù a rae ar riskl brasañ : buan ha lazhus e oant a-wechoù, goustad hag a-nebeudoù aliesoc'h. Evit dizarbenn ar riskloù-se e voe savet rouedadoù dour kemplezh : distroet e voe ar stêrioù gorre (ouzhpenn 30 kilometr ac'hann e Poullaouen) evit lakaat rodoù elvennek a-steud da dreiñ. Ar rodoù-se a gase treustennoù a yae betek don ar mengleuzioù hag a lakae pompoù da vont en-dro. Koustus-tre e oa ar mekanikoù-se da gempenn. Fellout a rae d'ar renerien cheñch anezho, neuze. E Poullaouen e voe staliet ur mekanik dre aezhenn e 1747. Ne oa ket askorus daoust ma 'z ae en-dro, hag en Uhelgoad e oa ur mekanik dre golonennoù dour a voe implijet adalek 1831.

Savet e veze ar c'hailh war an douar gant manejoù-kezeg. Dibabet ha gwalc'het e veze da heul gant maouezed ha bugale. Lakaat a raent ar reier da dremen dindan strinkadoù dour kreñv evit dispartiañ anezho diouzh ar pri. Dibab a raent anezho hervez ar binvidigezh a ziskouezent, pe hervez rumm ar c'hailh. Freuzet e veze ar c'hailh gant bokardoù goude, pe friket gant micherourezed a implije morzholioù etre daouzek ha triwec'h lur a bouez enno. Da echuiñ e veze gwalc'het ar c'hementadoù bras a c'hrozol hag a lec'hid gant ar « gwalc'herezed », war daolioù ma rede dour warno, evit dispartiañ ar metal diouzh an danvezioù didalvez. Kaset e veze ar c'hailh gwalc'het da deuzerezhioù Poullaouen goude. Enno, meur a forn disheñvel a veze goret gant gwazed a laboure e gwrezioù uhel. Suilhañ a raent ar soufr hag an danvezioù didalvoud diwezhañ enno, teuziñ ar plom ha dispartiañ an arc'hant dioutañ. An tolzennoù plom a veze kaset da uzinoù lavnenniñ an Normandi lec'h ma vezent oberiet e tolennoù, plakennoù hag armoù-kegin all. An arc'hant a veze kaset da Diez ar Moneiz e rederigoù amheuliet. Stabil a-walc'h e chomo an teknikoù-se betek ma vo paouezet gant ar c'horvoiñ. Un arseller eus an 19vet kantved (a oa bet paeet gant ar Gompagnunezh, kazi-sur) a embannas « ken bras eo an diaesterioù da blaenaat evit tizhout ar c'hailh, ken lies an oberiadurioù, ken pizh eo ar prederioù ret evit treiñ ar roc'h kalet-se, m'eo ken rouez ar metal ennañ, hag ar mein priellek-se en arc'hant glan, e gwenn arc'hant, [ken] e weler er bernioù mein, sabr, koc'hien difrouezh-se unan eus ar monumantoù heverkañ a zo eus lemmder spered, kalon ha dalc'hegezh mab-den ».

Fleurenn an industriezh o vont war ziskar

Ar « monumantoù » sabr ha koc'hien-se eo ar roudoù nemeto a chom diouzh mengleuzioù an Uhelgoad ha Poullaouen hiziv. Tizhet e oa bet al live uhelañ eus ar produiñ e fin an 18vet kantved. En 19vet kantved ne voe ket modernaet ar gemplezh mengleuziañ ha metalouriezh, ha koll a reas hec'h askorusted goustadik. Diazezet e oa teknikoù ar strollad industriel war ar c'heuneud ha nerzh an dour. Daoust ma voe staliet ur mekanik dre golonennoù dour dibar en Uhelgoad, ne voe ket azasaet ouzh teknikoù modernoc'h ar mekanik dre aezhenn hag an dir, dreist-holl peogwir ne oa ket a c'hlaou askorus er vro. Da get ez eas kemplezh mengleuziañ an Uhelgoad ha Poullaouen gant an diouer a arc'hant postet, pa gave gwelloc'h ar gevranneien pariañ war mengleuzioù hanternoz ha kreiz ar Frañs, a oa askorusoc'h, gant diskenn prizioù ar plom hag an arc'hant, hag a-benn ar fin gant ur regas evit susit ar c'hevranneg muianiver diwezhañ.

Pa groge Frañs da industrielaat buanoc'h e voe dispennet mengleuzioù Breizh-Izel, he fleurenn gozh, e 1866. Dilezet e voe ar mengleuzioù, beuzet ar poulloù ha gwerzhet ar savadurioù d'ober dafar sevel-tiez. Se a zo kaoz ne chom netra ken diouzh an atalieroù gwalc'hiñ hir, diouzh sal-veur an teuzerezhioù, a oa bet anvet « savadur metalouriezh bravañ Frañs » gant un arseller e 1806, na diouzh Kastell ar mengleuzioù, annez lorc'hus renerien al lec'h.

Mengleuzier e Poullaouen, e-pad addigoradur berr ar bloavezhioù 1920. Kartenn-bost gant an embannadurioù Villard, Kemper. Mammenn : Dastumadoù Mirdi Breizh. Niverenn renabl : 977.0086.18

Poulloù 'zo a voe digoret en-dro er bloavezhioù 1920, met kalz bihanoc'h e oa ar stal, ha ne badas nemet un nebeud bloavezhioù : muioc'h a lañs o doa mengleuzioù galen all e Breizh dija, e Pont-Pagan, Kastellaodren pe Henwig-ar-C'houenon. Hiziv ne vefe ket komprenet kalz a draoù dirak ar bernioù sabr ha reier difrouezhus, na dirak ar c'hanolioù kozh ha toulloù ar mengleuzioù en Uhelgoad hag e Poullaouen, ma ne vefe ket kaset ul labour talvoudekaat gant Kevredigezh gwareziñ ar vengleuz kozh. E Ti ar vengleuz e Lokmaria-Berrien ha gant gweladennoù heñchet, e-pad an hañv, e ra hec'h izili diouzh ma vo treuzkaset memor ur vengleuz a oa bet unan eus ar re vrasañ e Frañs.

 

Bet troet diwar ar galleg gant Lena Catalan Marcos

MENEGIÑ AR PENNAD

Aozer : Vincent Daumas, « An Uhelgoad-Poullaouen : mengleuzioù kozh e kreiz-Breizh », Bécédia [en ligne], ISSN 2968-2576, mis en ligne le 25/02/2025.

Permalien: http://bcd.bzh/becedia/br/an-uhelgoad-poullaouen-mengleuziou-kozh-e-kreiz-breizh

LEVRLENNADUR

Site internet de l’Association de sauvegarde de l’ancienne mine de Locmaria-Berrien : https://minelocmariaberrien.com/index1.htm / asamlb@hotmail.fr

  • Brouard Noël, Duterne Servane, Lozac’h Alain, Grandeur et décadence des mines de plomb et d’argent en Bretagne, éditions Goater, Rennes, 2017, 143 p.
  • Daumas Vincent, « Les mines de plomb argentifère de Huelgoat-Poullaouen : une porte d’entrée à la technique industrielle en France, XVIIIᵉ-XIXe siècles », Carhaix et le Poher. Langues de Bretagne, Mémoires de la Société d’histoire et d’archéologie de Bretagne, t. CI, 2023, pp. 169-192.
  • Garçon Anne-Françoise, Les métaux non ferreux en France aux XVIIIe et XIXe siècles, thèse de doctorat en histoire, École des hautes études en sciences sociales, Paris, 1995.
  • Monange Edmond, Une entreprise industrielle au XVIIIᵉ siècle : les mines de Poullaouen et du Huelgoat (1732-1791), thèse, 2 tomes, Rennes, 1972.
  • Monange Edmond, « La vie quotidienne aux mines de Poullaouen et du Huelgoat dans la seconde moitié du XVIIIᵉ siècle », Mémoires de la Société d’histoire et d’archéologie de Bretagne, t. LXV, 1988, pp. 105-124.

Kinniget gant : BCD Sevenadurioù