Vincent Daumas
Vincent Daumas a zo danvez-doktor war an istor e Skol-Veur Roazhon 2. Kas a ra ul labour enklask diwar-benn teknikoù ar mengleuziañ hag ar vetalouriezh en Andoù ar Su (Bolivia hiziv) en 18vet kantved. Evit e vaster war hanterouriezh ar glad en doa labouret kalz gant Kevredigezh gwareziñ ar vengleuz kozh e Lokmaria-Berrien (Penn-ar-Bed). Gantañ eo aet war-raok an anaoudegezh eus teknikoù kozh ar vetalouriezh e mengleuzioù an Uhelgoad ha Poullaouen.