Ar Bezen Perrot eo hadenn an arme breton huñvreet gant Célestin Lainé ha dissoc’h ar bern strollajoù armet bet savet gantañ er bloawezhioù 1930 ha dissoc’h an daremprejoù stank en deus bet gant an Almanted e-pad toud ar bloawezh 1943 a-benn sevel un SS breton. Graet eo an taol e mis du 1943 pa c’houlenn tud SD Roazon, a vank soudarded dezo ewid stourm ouzh ar Resistañs, digant Lainé reiñ dezo daou zen, un doare da anavezoud talvoudegezh ar bagad savet gantañ.
Buan-kenañ hag a-eneb soñjoù renerien ar PNB ez eus savet ur strollad. Ennañ e kaver tud yaouank eus ar « Service spécial » (koñje-soudard ar PNB) pe eus ar Bagadou-Stourm (a zifenn tud ar PNB). An oll, nemed Lainé, a sin ur c’hontrad gant an arme alaman, a ressew gwiskamant-soudard an SD hag ur gasketenn ur penn-marw stag outi. Roet eo d’ar bagad ano an abad Perrot, lazet e mis kerzu 1943 gant ar Resistañs. Ar beleg-mañ, mestr ha difenner Lainé a-gozh, a gondaone koulskoude paianaj hemañ. Ewid gwir, renerien ar Bezen, an oll anezo, a gred er feiz keltieg savet gant Lainé, penn bras ar bagad.
Implijet eo tud ar Bezen ewid difenn tud an SD, ewid stegnañ pechoù d’ar resistanted, pakañ ha goulennata anezo. Kemer a reont perzh e tanioù-gwall, laeroñsioù, kastizoù, boureverezhioù, deportassionoù, lazadegoù heb prosses, hag el lazadeg vras bet e Troyes e mis eost 1944. E penn kentañ mis eost 1944, war ar 80 den bennag a oa bet er Bezen, un tregont bennag anezo, ur guchennad siviled d’o heul (Roparz Hemon en o zoues), o doa kavet repu e Bro-Alzass ha goude e Bro-Alamagn. Lod eus soudarded ar Bezen zo bet stummet ewid ober gant ar radio hag ewid drailhañ heñchoù-houarn a-benn o zistro da Vreizh, ha lod all a ya e-barzh ar Waffen SS. E mis meurzh 1945 eo diskaret ar Bezen : daou vis araog en doa Lainé e-unan gwisket ar gwiskamant-soudard.
E-pad al Liberassion, un tamm eus ar soudarded zo bet paket ha barnet. Daou anezo zo bet kondaonet d’ar marw, re all d’al labourioù forset. Re anezo a chom e Bro-Alamagn, meur a hini a gav repu e Bro-Iwerzhon a-drugarez da filierenn fals-paperioù savet gant Yann Fouéré.