Pasennoù kentañ
Savet e-pad an hañv 1918 war roudoù an Action française, ar Groupe Régionaliste breton ez eus bet staget outañ ur gelaouenn, e mis genver 1919 : Breiz Atao ! La Bretagne toujours ! Savet gant ar studier war ar sevel-tiez Maurice Marchal, he deus ar gelaouen-mañ peder bajennad, moullet eo 500 skwerenn anezi ha sikour sevel en-dro ar « Patrie bretonne » eo he fal. E penn kentañ ar bloawezhioù 1920 eo en em gavet Fanch Debauvais hag Olier Mordrel e-barzh Breiz Atao, deuet da vezañ « revue mensuelle du nationalisme breton et des relations interceltiques ». Ar re a gass war raog ar gelaouenn, stag bremañ ouzh Unvaniez Yaouankiz Vreiz, o deus lakaet en o soñj eo bet cheñchet tro-spered ar Vretoned ha lakaet o deus en o fenn e rankont dressañ ar Vretoned en-dro a-drugarez da unvaniezh an oll vroioù keltieg.
En em rentañ kont a ra an nassionalisted yaouank ne deuont ket a-benn da dizhout o fal ha lavared a reont diwar o fenn o-unan ez int « Na ruz, na gwenn, Breizad hepken ! ». E gwirionez ez int ruz ha gwenn war ar memes tro : evel tud yaouank all eus o amzer a zo e-maes ar reolennoù, ez eont gant un hent politik newez, un trede hini.
Ar politik newez-mañ, troet war an tu kleiz, a gemer harp da gentañ war meur a ide disheñvel : sevel liammoù etre oll vroioù ar bed, bihan ha bras, ha kaoud daremprejoù gant an nassionalisted eus Bro-Flandres, eus Bro-Gorsika hag eus Bro-Alzass. Breiz Atao, kelaouenn ar Parti autonomiste breton (PAB) savet e 1927, a deu da vezañ hent breton ar realism ha kemer a ra an hevoud evel simbol – ur svastika a laka tud zo da lavared, gant gwir abeg, ez eo Breiz Atao troet gant Bro-Alamagn he deus c’hoant cheñch bisaj an Europ lakaet da dalvezoud e Versailles.
Moullet 2000/3000 skwerenn anezi, ar gelouenn n’he deus nemed etre 300 ha 600 den koumanantet outi. Diaesamañchoù arc’hant ingal ha sach-blew etre ar re gozh hag ar re yaouank, etre ar re zo troet war an tu kleiz hag ar re sachet war an tu dehou, a laka ar PAB da vont da netra. E mis du 1931, e kass Debauvais war raog, sikouret gant Meavenn (Fant Rozeg) hag ar vreudeur Delaporte, ur rummad newez eus Breiz Atao, a zo bremañ kelaouenn ar PNB.
Deus ar personnalism d’an nordism
Breiz Atao a ya gant heñchoù an nazism ha, da heul, gant hini Konservative Revolution Bro-Alamagn hag hini an nordism, en ur gemer skwer, er memes amzer, gant strollajoù Parisianed a ya e-maes reolennoù, evel L’Ordre Nouveau. Ouzhpenn ar c’hoant, maget gant ar personnalism, da sevel Bretoned distag diouzh ar c’hapitalism hag ar c’hommunism, ez eo un doare, dre ijinañ un den newez gwriziennet er vro, da reiñ d’ur Vreizh digabestr he flass e-barzh Europ newez ar fachismoù o c’hounid tachenn.
Tro wenn : e 1925, n’eus nemed 607 koumananter. A drugarez d’an arc’hant roet gant mignoned alaman tost d’ar strollajoù völkisch, e sav ar gelaouenn he c’hein, med an taol sikour ne bad ket ket gwall bell ha n’eo ket trawalc’h, dispignet buan ha fall ma’z eo gant ar renerien. Ewid gwir, e fin ar bloawezhioù 1930, o deus tud Breiz Atao choaset o zu, ha pa deu ar sañsur da ren e Frañs, ez eo difennet niverenn Breiz Atao ar 27 a vis eost 1939, peogwir ez eus warni pennadoù akord gant enebourien ar Frañs, ha diskaret eo ar PNB dre un dekred, d’an 19 a vis gwengolo.
Savet eo en-dro en hañv 1940, stag outañ ur gelaouenn newez, L'Heure bretonne, renet gant Debauvais, Mordrel, hag, ur wech lakaet a gostez hemañ dre ma oa re vras e blass, Raymond Delaporte. Tennañ a ra L’Heure bretonne gounid eus nordism Breiz Atao ar bloawezhioù 1930 ha sevel pennadoù taer a-eneb ar Saoson, ar Volcheviked hag ar Yuzevien, en ur reiñ mel d’an Europ Newez. An diw drederenn eus budjed ar gelaouenn a deu eus an Alamagn, a laka da dalvezoud e-mod-se ur galloud breton a-eneb hini Vichy.
Breiz da viken, Bro-Alamagn beteg penn.
Goude Stalingrad e tro pennoù bras ar PNB war-zu ur federalism n’eo ket gwall sklaer, ha Célestin Lainé, a gasse en-dro strollajoù armet stag ouzh ar PNB, a sav a-eneb Delaporte n’en doa ket c’hoant e vefe savet ur strollad armet dindan urzhioù an Almanted.
Savet e mis du 1943, ar Bezen Perrot, a zeu e ano diouzh hini an abad lazet gant ar Resistañs, a zo implijet gant Sicherheitsdienst Roazon a-benn stourm ouzh strollajoù resistanted ar vro. Pennher an ano Breiz Atao, roet dezañ gant Debauvais a oa oc’h ober e dalaroù, e sav Lainé ur PNB newez a-eneb an hini renet gant Delaporte. A-drugarez da souten an Almanted e ro ur gelaouenn d’e strollad politik : ar vBreiz Atao mod-newez-mañ, daoust ma embann mont da heul ar vBreiz Atao mod-kozh, a servij ewid gwir evel kelaouenn diabarzh ar Bezen Perrot. Red dezañ kuitaad Roazon diwar goust an Amerikaned o tond, e rank Lainé chom heb embann un eil niverenn. Mired a ra an titr memes tra hag embann diw niverenn, e 1947 hag e 1949, ma klask enno justifiañ ha didamall oberoù ar Bezen ha ma tispak enno e zroug-kalon hag e c’hwervoni. Bihannoc’h-bihannañ, tannoc’h-tannañ, diaes da gavoud, ez a Breiz Atao da netra, tamm ha tamm. Araog al Liberassion dija e oa deut an ano-amañ da vezañ dismegañsus, kemeret abaoe war o chouk gant strolladigoù en o-unan med bew.
S. Carney