Eus Euskadi da Vreizh dre an Normandi
A-viskoazh, ken pell ha ma c’haller goût, eo bet evet chug an avaloù. Euskariz avat doant kavet, war-dro ar bloavezh mil, an tu d’ober chistr-mir, stabil awalch evit ma c’halled e werzhañ evel ma reer bremañ. Kement-mañ doant desket digant an Arabiz sur-awalc’h, dre dibab ar gouennoù ha dre imboudiñ evel zo dleet da gaout frouezh a-feson.
Rak avaloù eus an dibab a ranker kaout d’ober chistr mat. Lennet e oa bet gant Bretoned ha Normaned zo, e kronikoù Kompostela e oa bet treuzet gant kantreerien « Koadeier avalennoù, dezho frouezh kaer-eston o doare hag o blaz ». Hag ar re-se ober o soñj mont di da welout. Evel-se, er XVvet kantved, an hini voe degaset war vag imboudoù eus Bizkaia gant Marin Onfroy, un denjentil norman anezhañ.
Prest awalc’h e tapas an Normaned bezañ mailh war an ober chistr, ken brav ken e veze gwerzhet gante er Maine, e Breizh hag e norzh-Europa zoken. Er XVIIvet kantved e stagas kouerien arvor Kerne ganti o reiñ d’o chistr arvlazioù dous ha c’hwerv war un dro, evel ma oa ar c’hiz gant ar vartoloded neuze.
Evaj ar maezioù etre chal ha dichal
Gant ar veleien hag an noblañsoù e veze evet gwin er rouantelezh c’hall, tra ma yae chistr gant an dud diwar ar maez. E fin an XIXvet kantved avat e voe rivinet ar gwiniegi gant ar c’hleñved, ken gwazh ken e tapas an Normaned ober o mad eus an dienez a win o werzhañ boutailhadoù chistr mat evit ar wech kentañ. Ne badas ket ar prantad-se gwall bell avat : alkol e-leizh a oa ezhomm da vagañ ar brezelioù gant poultr du, peadra da vroudañ ar broduerien da astenn tachenn o avalennegi da vat.
Ne veze ket afer kaout un evaj a-zoare ken diwar neuze, nemet e toleadoù brudet evel Gwenred, Pleudehen, Lanvolon, Kloar-Karnoed e Breizh e lec’h ma talc’has ar beizanted d’ober chistr mat. Chistr Fouenant a oa an hini brudetañ-tout, « gwellañ chistr ar bed » zoken, da skrivas Frederic ar Gwiader.
Keit ha ma veze brezelioù e talc’hed d’ober alkol. Treiñ a reas ar bed avat goude an Eil Brezel-bed. Fin oa gant alkol ar Stad ha diskar ar gwerjeoù a lakaas honnezh ober par ma c’halle. Koazhañ a reas an evañ chistr eus dek million hektolitr chistr e 1945 da bevar million e 1975.
Arru e oa fall e jeu gant ar chistr a-benn neuze. E Normandi hag e Breizh avat e talc’hed d’ober chistr a galite. Adalek 1980, kerkent hag aet an tregont bloavezhiad aour e-biou, e voe klasket liesaat ar produennoù ; dont a reas da dud Bro Dinan, Treger ha Kerne soñj eus ar binvidigezh a veze degaset gwechall gant ar chistr. Savet e voe arc’h-Cridec hag ar c’h-Cridef ha tapout a reas ar gevredigezh-mañ nemetken ober eus chistr Kerne un anv bevennet-strizh (AOC) tra ma tape an Normaned kaout kement all evit chistr Pays d’Auge.
Liv an tolead
Ne zeuas ket ar binvidigezh war-eeun da heul an anvioù bevennet-strizh hag ar merkoù brudet. Boulc’hañ hent ar c’halite, ar blazioù hag ar frondoù an hini a voe graet gante avat. Bout ma chomas produerien chistr Breizh disrannet e-pad un nebeud bloavezhioù, ez eo unvan ar vicher hiviziken hag asambles ez a an holl war-raok.
Kemer a ra harp ar broduerien a-vras (nebeut anezhe ha galloudus), an artizaned hag ar broduerien vihan an eil ouzh egile. War gresk ez a ar gwerzh hag en taol-mañ n’emañ ket Breizh er renk diwezhañ. Eus Europa da Amerika ha betek penn pellañ ar bed e vez produet muioch-mui a chistr gant produerien a-vras, kement ha paskañ o lod d’an niver brasañ, ha gant artizaned o reiñ da bep tolead e vlaz-eñ e-unan.
Gant feiz en o micher e striv produerien eus ar re wellañ da deurel war o chistr brud un evaj yac’h hag eeun, liv, frond ha blaz e dolead da bep seurt anezhañ. Seizh tolead meur a vefe hervez mojenn nevez ar chistr : Naoned, Roazhon, Redon, Bro Dinan, Goueloù, Gwilhevig ha Kerne. N’eo kement-mañ na ken simpl na peurwir met tost awalc’h d’ur wir vojenn eo dija istor ar chistr e Breizh er XXIañ kantved.
Bet troet diwar ar galleg gant JD Robin