E wel
Emañ liv ar chistr etre melen sklaer ha velenruz, diouzh ar gouennoù avaloù zo bet mesket d’e ober ha diouzh ar mod m’eo bet graet. Boull pe voulloc’h e vez ha klogorennoù dezhañ mui pe vui diouzh ar mod m’eo bet graet. Boull eo ar chistr ha lintrus a-wechoù. Bihan ha bliv eo e glogorennoù.
E frond
Frondoù luziet an eil gant egile a ya d’ober chistr dibar. Er chopin e rank ar fri mont d’o c’hlask ha d’ober kemm etreze. Dre ziv wech e vez graet. Kerkent ha taolet ar banne e vez sachet ar c’hweshadenn gentañ, kuit a hejañ ar chopin, kement ha goût pegen kreñv eo ar frond. Talvezout a raio an eil c’hweshadenn, pa vo bet avelet ar chistr un disterañ ouzh e lakaat da dreiñ er chopin, d’ober kemm etre ar frondoù ha da anavezout pep hini anezhe.
E vlaz
Saourioù kempouez (dous, c’hwerv ha trenk) a ya d’ober blaz ar chistr. Gant an alkol e vez iset ar c’hwervoni hag ar frondoù tra ma tisrann ar virvidigezh pep elfenn diouzh ar re all. D’ar muzelloù ar saour pennañ ha d’ar staoñ an holl saourioù mesket gant ar frondoù, freskder, framm hag holl deñzorioù ar chistr. Gant ar c’hourlañchenn an arvlaz a savor diwarnañ eñvor an evaj hag an dañvadenn anezhañ.
E varn
Barnet e vez kempouez holl elfennoù ar chistr diouzh e rumm (dous, sec’h…) ha diouzh e implij (digor-kalon, pred…).