Ar sevel-bagoù e Sant-Nazer : derc’hel da vont war-raok bepred

Aozer : Hubert Chémereau / Kerzu 2021
E 1866 e oa bet serret chanter fardañ-bagoù kentañ Sant-Nazer, bet savet gant ar Skosad John Scott. Un eil lañs a voe roet dezhañ e 1881. N’eo bet plaen nag aezet istor ar fardañ-bagoù e Sant-Nazer avat, kement a gemmoù zo bet eno e-korf ar 140 vloaz tremenet.

An azginivelezh

E 1881 e vo roet ul lañs nevez da chanter fardañ-bagoù Penn-ar-C’hoad gant « la Compagnie générale transatlantique » pa voe savet Chanterioù ha Stalioù Penhoët. Raktal war o lerc’h e voe savet chanterioù Jollet ha Babin a zeuas da vezañ Atalieroù ha Chanterioù al Liger. Klokaet e voe ar chanterioù-se, ereet-strizh ouzh ar mor, gant un uzin dourhouarnouriezh da broduiñ tol, e Trinieg. War un dro e tiwanas eno un emsav anarko-sindikalour kreñv e-touez al labourerien hag ur vrientinelezh micherourien arbennikaet deuet eus ar Briver, bras o galloud hed-a-hed chadenn ar produiñ.

E 1900 e oa c’hwec’h mil micherour e-barzh « la navale » evel ma vez lâret e galleg. Da goulz ar Brezel Bed kentañ e voe roet fred d’an daou chanter gant al lazhadeg veur. En em gavout a rejont gwall dapet gant ar peoc’h avat dre ma oa aet ar pourvez danvezioù krai da hesk. Er bloavezhioù 1920 e klaskas an daou chanter en em dennañ eus an enkadenn-se o liesaat o obererezh, o kemer perzh er sevel kirri-nij zoken. E miz genver 1931, e-kreiz an enkadenn ekonomik a rae he reuz da heul freuz bras ar bours, e kavjont fred a-nevez o rivañ e doloù d’an T6, ar mordreizher bras a voe graet an Normandi anezhañ. Seizh vloavezh-pad e voe lusket buhez kêr Sant-Nazer gant savadeg ar vag ramzel-se. Gant he ferzhioù teknik, gant he stumm ha gant he faramantoù pompadus e seller c’hoazh diouti evel ouzh mamm ar mordreizherien bras.

An « tregontvloaziad glorius »

E fin an Eil Brezel Bed e stagas chanterioù Sant-Nazer gant ur prantad nevez eus o istor, adkavet gante o renk er sevel-bagoù dre ar bed a-bezh dre ma oa bet fiziet enne adsevel flodad koñvers Bro-Frañs ; ha muioc’h c’hoazh, sevel eoulistri, ur rumm batimantoù hag a veze muioc’h-mui klask warne en Europa da goulz an « tregontvloazhiad glorius »-se. Alc’hwez ur strategiezh c’hreantel nevez a oa eus ar batimantoù-se, a ranked arnevesaat ar chanterioù evit o sevel, en ur zigeriñ frank dorioù an dazont dezhe war un dro. Kendeuziñ an daou chanter - Chanterioù hag Atalieroù Penn-ar-C’hoad hag Atalieroù ha Chanterioù al Liger - a voe graet eta kement ha lakaat anezhe en o reizh an eil e-keñver egile betek dont da vezañ Chanterioù ar Meurvor Atlantel e 1955. Pevar-ugent milion a lurioù gall a voe postet enno er mizioù war-lerc’h evit astenn ar rak-sevel hag an emgefrekaat da chadenn ar sevel-bagoù en he fezh, hag evit gallout o sevel a rummadoù…. An holl anezhe war-bouez unan avat : ar mordreizher France, bet lakaet war e gennoù e miz here 1957. Nevezintioù teknologel eus ar re lemmañ a voe graet gante koulskoude da fardañ ar vatimant hollvrudet-se, hernajoù skañv diwar gendeuziñ aluminiom paneveken.

Ha pa oa ar chanterioù en o barr betek ar bloavezhioù 1970 ne chomas ket porzh Sant-Nazer o luduiñ evit afer-se : arnevesaat dibaouez an hini a voe graet er c’hontrefed, o sellet pell dirak. Liesaat ar batimantoù a oa d’ober eta hag staget e voe gant ur rumm nevez anezhe : ar metanlistri. E-kreiz stroñsadenn an tireoul e tapas Sant-Nazer kaout ul lañs nevez c’hoazh, a-drugarez d’ar batimantoù-se, bras an dalvoudegezh ouzhpennet dezhe : 11 anezhe a voe savet eno etre 1972 ha 1984. Adstummet e voe ar chanter er memes koulz, kement ha kemer perzh e marc’had ar batimantoù-touristañ. Achu e oa prantad ar mordreizherien bras ; deuet e oa hini ar merdeadennoù marc’hadmat e-tro 1980. Evit talañ ouzh ar c’hevezerezh e kavas gwell Chanterioù ar Meurvor atlantel plediñ gant div varregezh hepmuiken : an tresañ-bagoù hag ar sevel kouchoù metal. Kevrataet e voe ar peurrest eus chadenn ar sevel-bagoù gant embregerezhioù all, stalioù eus Sant-Nazer ar pep brasañ anezhe.

Aet an avel war c’hlasaat

Daou vordreizher warn-ugent a voe kaset da benn gant Chanterioù Sant-Nazer eus 1998 da 2003, al lestr hollvrudet Queen Mary 2 en o zouez. Abaoe ugent vloaz, ec’h ae ar pep brasañ eus strivoù porzh Sant-Nazer gant ar mordreizherien, ur marc’had solut anezhañ. Liesaat e obererezh e klaske ober c’hoazh avat, o stagañ gant ar savadurioù en donvor, ar rodoù-avel en o zouez. Abaoe 2006 avat eo bet gwanaet ar sevel-bagoù e Sant-Nazer gant monedone an aksionerien : aet kuit ar strollad korean STX ha pres bras gant ar strollad italian Fincantierri, e 2017, lakaat e grabanoù war e gevezer breizhat, siwazh da oberourien ar vro. Ur stourm eo bet a-viskoazh derc’hel ar sevel-bagoù e Sant-Nazer. Adal bremañ, koulz ha gwechall, ne zalc’ho ar chanter-mañ, unan eus an tri chanter bras diwezhañ en Europa, nemet dre e varregezh d’ober diouzh ma teuio an avel ha da gemer harp ouzh an nevezintioù teknologel spisañ.

Bet troet diwar ar galleg gant Jean-Do Robin

MENEGIÑ AR PENNAD

Aozer : Hubert Chémereau, « Ar sevel-bagoù e Sant-Nazer : derc’hel da vont war-raok bepred », Bécédia [en ligne], ISSN 2968-2576, mis en ligne le 6/12/2021.

Permalien: http://bcd.bzh/becedia/br/ar-sevel-bagou-e-sant-nazer-derc-hel-da-vont-war-raok-bepred

Levrlennadur :

 

  • Chémereau Hubert, « Les chantiers de Saint-Nazaire. Entre deux renaissances 1881-1950 », Le Chasse-Marée, n° 254, novembre 2013, p. 36-45.
  • Chémereau Hubert, « Les chantiers de Saint-Nazaire. Le temps des mutations 1950-2013 », Le Chasse-Marée, n° 255, décembre 2013, p. 20-31.
  • Belser Christophe, « Histoire des chantiers navals de Saint-Nazaire », Spézet, Coop Breizh, 2003.

Kinniget gant : Bretagne Culture Diversité