Er bloavezhioù ’30 : daou boull hag ur c’havr-houarn evit ar sevel-bagoù arnevez

Aozer : Hubert Chémereau / Genver 2021

Er bloavezhioù 1930 e voe postet arc’hant bras e Chanterioù Sant-Nazer evit klask ober dioute un ostilh eus ar re arnevesañ, barrek da dalañ ouzh ar c’hevezerezh a zeue muioc’h-mui eus ar bed a-bezh. E 1929 e voe kroget gant labourioù bras kleuziañ poull ur c’hal bras e betoñs houarnet. Pevarzek devez-arat a voe gounezet war genou al liger gant an atredoù dibradet eus ar poull ha savet ur c’hal 300 m evit ma c’hallfe an Normandie aochañ outañ.

E gwirionez ne c’helle ket bezañ eus an Normandie kuit ag ar poull bras-se, digor frank ouzh ar mor. Unan eus ostilhoù pennañ porzh Sant-Nazer eo ar poull Joubert evit c’hoazh, ouzhpenn 80 vloaz war-lerc’h bezañ bet digoret d’e chanter kentañ.

Gant ar poull Jean Bart avat e voe fin gant doare gwechall morañ war-draoñ. Pa voe urzhiet sevel ar vag hobregonet Jean Bart e c’houlennas Chanterioù al Liger digant an ijinour Albert Caquot sevel ur wikefre dibar da fardañ batimantoù war ar plaen, harp ouzh ur poull radoub. Etre 1935 ha 1938 e voe savet ar poull-se a oa anezhi ul lestr betoñs houarnet 300 m e hed ha 30 m e led, ur c’hal 324 m war 46 m outañ, hag un nor-vorañ 45 m led he genou, stouvet gant ur vag-prenn aochet ouzh glann genou al Liger. War a lârjont o-unan e voe boemet ijinourien ar C’h/kriegsmarine gantañ en hañv 1940. Klokaet e voe ar wikefre-se gant Caquot gant ur c’havr-houarn 66 m uhel, dezhi ur vrec’h 104 m hag a voe govelet gant an embregerezh Gusto. A-drugarez d’he nerzh-sevel 240 tonenn e voe dilezet tamm-ha-tamm ar rivetiñ gant ar vicherourien a gavas gwell soudañ treuzelloù ha plakennoù ar c’houc’hoù.

MENEGIÑ AR PENNAD

Aozer : Hubert Chémereau, « Er bloavezhioù ’30 : daou boull hag ur c’havr-houarn evit ar sevel-bagoù arnevez », Bécédia [en ligne], ISSN 2968-2576, mis en ligne le 12/01/2021.

Permalien: http://bcd.bzh/becedia/br/er-bloavezhiou-30-daou-boull-hag-ur-c-havr-houarn-evit-ar-sevel-bagou-arnevez

Kinniget gant : Bretagne Culture Diversité