Barnenez : ur bez peurbadel

Aozer : Yannick Lecerf / Genver 2017
Arouez sevenadur ar meurvein e Europa ar meurvor eo krugell vras Barnenez, war ragenez Kêrnevlec’henn e Plouezoc’h (Penn-ar-Bed). Brudet eo koulz abalamour d’an doare mantrus ma oa bet dizoloet ha d’he fouez e istor an neolitik.

Nerzh hag amzer a-walc’h

Evit kompren ar mod-mañ da sevel mein, e emdroadur ha perak e oa bet dibabet sevel ur grugell el lec’h-se, e ranker mont d’ober un tamm-tro war-souz er ragistor.

E-korf 400 000 bloaz, eus ar paleolitik d’ar mezolitik e oad tremenet eus ur sevenadur kantreal evel-ma-teue d’ur c’hantreerezh reolennet.

Evit sentiñ ouzh redioù ar sevel-chatal hag al labour-douar e kustumas tud an neolitik  chom war un tiriad bevennet gant an torosennadur hag ar stêrioù. Rannet e veze an tiriad anavezet-se diouzh e implijoù liesseurt : en diazoù e kaved al lec’h annez, tost d’ur vammenn zour. Er c’hrec’hioù e veze savet ar bezioù, hag un tamm izeloc’h evit kein ar c’hrec’hioù-se, e veze bonnet ar rozoù troet war-zu ar c’hreisteiz gant steudadoù mein-sav.

Distrouezhañ ha stummañ a reas an dud-se o zachenn a daolioù bouc’hili mein lufret, taladurioù hag ostilhoù arat all, puilh-awalc’h o gounidoù evit gouestlañ nerzh hag amzer d’ar savadurioù  mein veur, testenioù o bezañs evit ar beurbadelezh. Ouzhpenn 3 000 bloaz-pad e talc’hjont gant ar mod-se da sevel mein, o tegas kemmoù d’o arz eus ur prantad d’egile a-hed an neolitik.

Un oberenn ramzel

Hunvreoù ramzed an hini oa gant saverien gentañ ar meurvein, e deroù an arsezañ. War lañs ar sevel peulvanoù bras e savjont bezioù divent ivez, a weler bepred war aodoù Arvorig. Sko ouzh ar grugell a c’heller gwelet c’hoazh war veg Kêrnevlec’henn, e oa un eil savadur, bihanoc’h anezhañ. Peurzistrujet eo bet avat gant ardivinkoù un embregerezh mengleuziañ, ha boulc’het mat ar grugell vras ivez evit pourchas mein da hent touristañ Terenez.

70 m hed ha 25 m led eo ar grugell vras, bet adsavet ul lodenn anezhi abaoe. Evit ma chomfe hañval awalc’h d’he stumm orin n’eo ket bet adsavet uheloc’h evit 8 m. 

Damsell. Foto J. Floury

Ur bez luziet e framm

Div grugell harp an eil ouzh eben zo eus krugell vras Barnenez e gwirionez. En diskouezet eo bet gant ar furchadegoù arkeologel.

Un dolzenn, skoret gant ur voger doubl a vein pastur vras ha kreñvaet gant un nebeud skoazioù, a ya d’ober ar grugell gentañ, dezhi pemp logell-vez ha trepasoù o kas da bep hini anezhe. Ur rak-kell zo d’al logell greiz. Paramantet eo al lec’h-mañ hag an trepas a gas dezhañ gant daroù bras maengreun, bouetet an distokoù etreze gant mein pastur dibri.

Toull-dor logell ur bez. Wikimedia
Toet eo ar bezioù damgelc’hiek all gant ur skoradeg vein a vez graet bolzenn faos anezhi. Savet eo al logelloù-se hag an trepasoù a gas da bep hini anezhe gant mogerigoù maengreun pastur. Engravadurioù a gaver e div anezhe. El logell greiz zo bet klinket peder dar gant engravadurioù o tiskouez bouc’hili lufret, un nebeud arouezennoù kornek hag ur benveg stumm ur vazh-kamm dezhañ. Linennoù a weler aze ivez, stumm naered dezhe, hag a vezer o klask goût ha livet e oant bet. Klinket eo ivez, en tu kleiz,  ar peul a zo etre logell ar bez hag he rak-kell, gant ur wareg, teir bouc’hal maen lufret hag ur vazh-kamm a-us unan anezhe. War dar-do gentañ toull-dor al logell bellañ war-zu ar reter e weler ur skeudenn, dezhi stumm ur skoedig gronnet gant blevennoù. Bez e c’hellfe plas dic’hortoz ar skeudenn-se diskouez ez eo bet adimplijet an dar. Merket e oa toull-dor unan eus an daou vez pellañ war-zu ar c’hornog gant ur peul stumm un den dezhañ, hag a oa bet distrujet gant an hailhon kerkent ha diskoachet.

 

Un arz gouiziek

Evit ma chomfe ar svadur en e sav daoust d’ar serzh ma oa an dachenn o doa ranket saverien an ad-krugell (etre 4500 ha 3900 RK) c’hoari gant teknikoù sevel liesseurt. Harpet ha skañvaet e oa bet an dolzenn gant meur a skoazennoù paramantet. Gant an ad-tolzennadoù mein-se zo bet gwarezet c’hwec’h logell, peder anezhe damgelc’hiek o stumm, bet savet e mod un « tholos ». N’eo ket dishañval mod sevel an daou drepas pellañ war-zu ar reter diouzh hini bezioù ar grugell orin : savet int, kuit a bri, gant mein pastur skoret-mat an eil gant egile. Hañval eo an daou drepas tostañ panevet an daroù fichet en o flomm en-dro da logell unan eus ar bezioù-se.

Diskouez a ra ar pemvet bez un emdroadur er sevel-bezioù dre ma ra gant ur steudad daroù bras maengreun. Kadarnaet eo an emdroadur-se gant ar mod m’eo savet ar c’hwec’hvet bez, er c’hornog pellañ. Ar mod nevez bet implijet evit sevel an daou vez-se hag o zrepasoù an hini a gaso pelloc’h d’ar bezioù stumm un « alez toet » dezhe.

Ur rummad arouezennoù stumm un U dezhe ne ouzer ket petra a dalvezont a zo war ar c’hentañ peul e tu dehou trepas ar bez pellañ war-zu ar c’hornog.

Alez toet ar Vougev (Kommanna, Penn-ar-Bed). Foto SDTG / SDAP Penn-ar-Bed.

 

Ur c’henbez evit ar vrientinion

Ha pa vefe ar savadurioù-se bezioù a-stroll bet implijet miliadoù a vloavezhioù-pad, ez eo ken splann all ne oant ket bet savet evit an holl renkadoù eus ar boblañs. Bezioù ar vrientinion an hini e oant tra ken. Hag ar re all neuze ?

Ur gevredigezh frammet mat ha frouezhus he labour an hini a oa ret evit pourchas un niver bras awalc’h a labourerien da sevel savadurioù ramzel ar seurt-se.

Ar c’hementad bras a zanvez koulz hag al labour divent chareat daroù bet diframmet diouzh resed ar roc’h-vamm ur c’hilometr pelloc’h a zo test d’un heuliad obererezhioù poellek ma ranke an holl, mod pe vod, kavout o c’hont en e zisoc’h.

 

Troet gant Jean-Dominique Robin

MENEGIÑ AR PENNAD

Aozer : Yannick Lecerf, « Barnenez : ur bez peurbadel », Bécédia [en ligne], ISSN 2968-2576, mis en ligne le 18/01/2017.

Permalien: http://bcd.bzh/becedia/br/barnenez-ur-bez-peurbadel

Levrlennadur

  • COLLECTIF, Toute l’histoire de Bretagne, Jacques Briard et Yannick Le Cerf : La préhistoire de la Bretagne, Skol Vreizh, 2012 (réédition)
  • GIOT Pierre-Roland, Barnenez, Carn, Guennoc, Université de Rennes I, 1987
  • LECERF Yannick : les peuplements; des origines à la conquête romaine, Skol Vreizh (à paraître).
  • LE ROUX Charles-Tanguy / LECERF Yannick, Le grand Cairn de Barnenez, Mausolée néolithique, Monum, ed. du patrimoine, coll. « Itinéraires du patrimoine », 2003
  • BRIARD Jacques, Barnenez, Paris, Gisserot, 2000, 16 p.

Pennadoù

  • BRIARD Jacques, « Barnenez », Dictionnaire du patrimoine, Ed. Apogée, 2000, p. 113-114

Liammoù

Videoioù

Kinniget gant : BCD Sevenadurioù