Berteleme Kerroz (1727-1805), euz ar mor d’ar heñverz.

Aozer : Jean-Pierre Thomin / Gwengolo 2020

Mab eur mestr bigi ha paramantour euz Arc’hantell (Landunvez), war aochou an Hirwaz, eo Berteleme Kerroz pimpatrom ar re a zo savet uhel o kregi gand ar verdeadurez. Goude beza bet a dra-zur e Bro-Spagn da zeski ar yez hag ar hoñverz, eo anvet mestr war ar sloup ar Reder ha sevel a ra ganti al linenn-goñverz Landerne-Bilbo. Kinniget eo dezañ e 1757 gand ar baramantourien Mazurie ha Fauvel, beza kabiten ar Fured, eur vag reder-mor euz Gwernenez bet paket gand eur vag d’ar roue. Goude beza greet berz er hampagn kenta, ‘leh m’eo paket gantañ an Ann euz Topsham, gand eur gargamant lêr glaz ha barikennou glaou, eo paket d’e dro gand eur reder-mor euz Jerzenez ha dalhet war an enezenn. En em stalia a ra evel keñverzour, kae Kerne, goude e zistro e Landerne e 1758. E fin ar brezel Seiz vloaz e laka da zevel e Konk- Leon e vag genta, an Ezenn, eur sloup 25 tonnellad, a vez lakeet war linenn Bilbo. Oberiant kenañ, e teu buan da binvidikaad, gand ar hoñverz hag ar paramanti bigi. Kenta paramantour ar porz eo, oh ober war-dro beteg c’hwec’h bag war an dro.

Gand ar berz a ra en e aferiou e hell prena tiez ha douarou e Landerne ha tro-war-dro, ‘leh m’eo perhenn war 25 atant. Gounid a ra da nebeuta 20 000 lur ar bloaz da vare an Dispah. Pinvidika bourhis Landerne eo er houlz-se. Anvet er gomuniez kêr e 1775, mêr e 1780-81, e chom e-pad 30 vloaz e bodadegou kêr Landerne. Republikan habask anezañ, e tremen digudenn mare an Dispah, ha paea a ra heb klemm an taillou uhel goulennet digand ar re binvidika. Dizimez ha divugel, ez a da anaon e miz gouere 1805. Douaret eo e bered Rekourañs e Brest. Leuskel a ra war e lerh muioh ha 200 000 lur a vadou.

 

MENEGIÑ AR PENNAD

Aozer : Jean-Pierre Thomin, « Berteleme Kerroz (1727-1805), euz ar mor d’ar heñverz. », Bécédia [en ligne], ISSN 2968-2576, mis en ligne le 2/09/2020.

Permalien: http://bcd.bzh/becedia/br/berteleme-kerroz-1727-1805-euz-ar-mor-d-ar-henverz

Kinniget gant : Bretagne Culture Diversité