Ur standilhon souezhus a gaver e dastumad loenoniezh pinvidik milendall kampus divent skol-veur Roazhon 1 : ur bleiz naturelet. Moarvat eo unan eus ar bleizi diwezhañ o vezañ bet lazhet e Breizh e deroù an XXvet kantved. Dont a ra ar bleizi en-dro war zouaroù Breizh (canis lupus eo anv ar spesad e latin) : testenioù e-leizh a embann bezañ spurmantet lod anezho, damguzh ha digenvez, pell diouzh o annez.
Ar bleizi e ijin ha sevenadur Breizh
Pell eo al loened-se da vezañ dianav d’ar vreizhiz. N’eus ken lenn lec’hanvioù evit meizañ pegen kozh eo o bezañs e Gourenez-Vreizh. E Breiz-Izel e kaver an anv bleiz e pep-lec’h. Talvezout a ra kement hag al loened hag a-wezhioù, a-hervez, riblerien : n’haller ket niveriñ anvioù evel « Pors Bleiz », « Goarem ar bleizi », « Roc’h ar bleiz » pe « Kerambleiz ». Ken gwir all eo e Breizh-Uhel pa gaver
lec’hanvioù evel ar gumun « Domloup » (domani Sant Loup), met ivez « Le chemin des louveries » (hentig an haboat), « La brousse au loup » (strouezheg ar bleiz), « Le vau du loup » (traonienn ar bleiz) , pe c’hoazh « Le bois du loup » (koad ar bleiz). Un dañs zoken a zo bet awenet gant al loened-se : dañset e vez « dañs ar bleiz » er C’hreiz-Breizh. Un adanv brezhonek o deus al loened-se pa reer « Gwilhoù ar bleiz » anezho. Haroz kontadennoù niverus eo ar bleizi ivez. Awenet gant un abadenn yer laeret eus ar XVIvet kantved e kont an istor Ar soner hag ar Bleiz un hevelep istor eus ar Menezioù Arre hag a c’hoarvez e Bro-Dreger : penaos ez eas un talabarder da glask ur baotrez bet skrapet gant ur bleiz. Kouezhet avat en un toull trap en em gavout a reas tal-ouzh-tal gant al loen. C’hwezhañ en e venveg a rankas ober an noz-pad a-benn lakaat al loen-ferv da chom war souz...Bleizañ en XIXvet kantved
A-vizkoazh ez eus bet eus ar bleizi e ijin ar Bretonezed hag ar Vretoned, koulskoude e oa aet da get ar bleizi er vro abaoe penn an XXvet kantved. Petra ’zo c’hoarvezet neuze ? A-hervez e vefe bet war-dro 600 penn-bleiz e deroù an XIXvet kantved, el lanneier hag er c’hoadeier peurgetket. Ha cheñchamant bras er maner er c’hantved goude. Kresk bras ar boblañs e Breizh, war ar maez dreist-holl, a zigresk lec’hioù annez naturel ar bleizi. Ober aon d’o amezeien denel a vez graet aliesoc’h-aliesañ gant ar bleizi ivez. N’eo ket rouez e vefe taget bugale, buguled ganto. An drein pennañ a zo e veze emastennet ganto ur c’hleñved-red spontus : ar gonnar pe droug Sant-Weltaz. Bleizañ a veze graet neuze dre an holl zoareoù a c’helled ober ganto, dreist-holl gant an teknikoù trapañ ha yae war wellaat. Alese, meur a gêriadenn eus Breizh-Izel a veze graet « Toull ar bleiz » anezho. Lazhet e veze ar bleizi a dennoù fuzuilhoù ivez, gant frankizekaat ar gwir da chaseal, pe gant un ampoezon nevez, ar striknin, a zeuas war-wel e dibenn an XIXvet kantved. Gwelet e oa bet ar bleizi diwezhañ etre 1885 ha 1906 e Breizh. Hiziv an deiz ez eo kalz aesoc’h heuliañ anezho, eus a-bell zoken ! Gant Atlas ar Bronneged e Breizh e vez kinniget ur gartenn, hizivaet en amzer wirion, diwar evezhiadennoù gwiriekaet.

